Kannadig Imbourc’h 81 (Mae-Mezheven 2013)

Kannadig Imbourc'h

Taolenn niv. 81 (Mae-Mezheven 2013)

Merzherion Otranto gant Y. Mikael (lazhadeg kristenion Otranto gant an Durked, politikerezh ar c’hallaoued e keñver ar vuzulmiz e grez ar roue Frañsez Iañ…)

Kristengaserezh e Breizh, gant T. Gwilhmod (afer Clément Méric, Brest, Naoned, Antifa-ed, iliz-veur an Naoned disakret…)

Aeled pe Aelez ? gant T. Gwilhmod (studiadenn yezhoniezh; ivez  : kemm ‘zo etre Aeled mat hag Aeled vat)

Paganiezh (3/3) gant Ewen Delanoy (diwar 12vet levrenn an aotrou ‘abad Gaume “Révolution”, a-zivout ar Brotestanted, ar bed truezus gresian-ha-roman, ar baganiezh hiziv, lignez an Aotrou Gaume en istor…)

An Nevez-meur eo an Aotrou Krist, gant Youenn Troal

Maen-kurun e Blaen gant Y. Mikael

Notennoù diwar an darvoudoù gant Y. Maneguen

Oberiantizoù EAT, kañvoù, keleier, kemenn Emvod meur Emglev An Tiegezhioù d’ar sul 14 a viz Gouere e Trelevenez.

Pellgargañ amañ : Kannadig 81

Vatikan II hag an Dizoueadelezh

D’ar sul 16 a viz Here 2013 e oa bet ur vodadeg e presbital BrelevenImageez Lannuon dindan baeroniezh Breuriezh Sant Erwan ha Beleion Breizh. Gellet o deus an dek den o deus respontet da c’halvadenn Yann Talbot studiañ unan eus testennoù Vatikan II : War an dizoueadelezh.

Un devezhiad e brezhoneg uhel, hogen plijus-tre. Kinniget e vo un all d’an diskar-amzer.

Vatikan II Gaudium et Spes bet aozet gant Yann Talbot evit an emgav-mañ.

Taolenn Kannadig Imbourc’h niv. 81 (Mae-Mezheven 2013)

Merzherion Otranto, gant Yann Mikael (dwb lazhadeg kristenion Otranto e Turkia e 1480 ; Benead XVI, Pab Frañsez, Bernard Anthony. Emzalc’h ar c’hallaoued, Lepante 1571, …)

Ar c’hristengaserezh, gant T. Gwilhmod (afer Clément Méric, “Ar Veilherion”, Manif evit an Holl, lskadoù Antifas en Naoned, disakradurioù en Naoned e miz mae e meur a lec’h, heskinerezh enep-katolik, Treinded sakr ar Republik…)

Aeled pe Aelez ? gant T. Gwilhmod (studiadenn yezhoniezh. Aeled mat n’eo ket aeled vat…)

Prederiadennoù diwar lenn gant Ewen Delanoy : Paganiezh 3/3 (Azganidi eus an eilvet rummad eo ar Brotestanted ; bed truezus ar bed gresiat-ha-roman ; an daoreoù pagan en amzer-vremañ ; lignez an Aotrou ‘n Abad Gaume)

An Neved-meur eo an Aotrou Krist, gant Youenn Troal, beleg.

Maen-kurun e Blaen, gant Yann Mikael

Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen (Talvoudoù Breizh n’hellont ket bezañ re Bariz ; A-enep Lezenn Taubira : Maer Arrangoitze, mennozhioù Luc Ferry ha V. Peillon, an ABU evit sevenadur an Ankoù ; Iliz Sant Erwan ar Vrezhoned Roma ; iliz-parrez Bodmeur laikaet ; yezh kentidik Eurazia (15000 a-raok Hor Salver.

Oberiantizoù EAT (Bibl, liderezh an Eurioù, lec’hienn, kañvoù, Emvod Meur ar 1’ a viz Gouere)

evit lenn klikañ Kannadig 81

Prederiadennoù Paol Kalvez Miz Mae 2013

1 a viz Mae

“ Ar Gristenien ne d-int ket disheñvel diouzh an dud all, na dre o bro, na dre o yezh, na dre o stumm-bevañ. N’emaint ket o chom e kêrioù dezho o-unan, ne reont ket gant ur yezh divoas bennak … Emaint o chom e kêrioù gresian pe varbar hervez m’eo bet degouezhet ganto ; heuliañ a reont gizioù o c’henvroiz e-keñver gwiskamant ha bevañs … Met ar stad a vuhez a ziskouezont a zo souezhus… un dra diaes da grediñ. Emaint o chom en o bro met evel lokatourien …Dimeziñ a reont evel an holl dud all, bez’ o devez bugale ; met ne daolont ket kuit frouezh ar briedelezh. Boutin eo an daol etrezo, met nann ar gwele.” ( Eus Lizher da zDiognetos, eil kantved, troet gant M. Klerg, evit IMBOURC’H,niv 267 Meurzh 1992 p 124. Eurlid al lennadenn hiziv.)

2 a viz Mae

“ Diouzh an Aotrou Doue ha diouzh ar Sent e teu an dispac’h gwirion, ar c’hemm a-grenn ha da vat. “ HTS ar Pab Benead XVI d’ar re yaouank e Köln e 2005.

3 a viz Mae

“ e-lec’h m’emañ an uvelded, emañ ar garantez. “ Sant Aogustin.

4 a viz Mae

“ Doue hepken a gomz mat diwar-benn-Doue. Sant Aogustin. (Hag e ra, dre ma-z eo Lavar en ur gomz outañ e-unan, hag ouzhomp dre e Lavar gret den).

5 a viz Mae

“ Mar ne embannomp ket Jezuz Krist, e teu hor Mamm Santel an Iliz da vezañ un diwallerez-bugale (baby-sister e galleg !) “ . HTS ar Pab Frañsez, 17 a viz Ebrel.

6 a viz Mae

“ “ Jezuz Krist adsavet da vev ne baouez ket da zont davedomp : donedik ez eo. “ Tad Alain Bandelier

7 a viz Mae

3de deiz 6vet sizhun ar Pask, Eurlid lennadenn:

Meulgan :

O! rex aeterne, Domine,    Hon Aotrou ha Roue peurbad

semper cum Patre Filius,   dalc’hmat gant an Tad, c’hwi e Vab,

iuxta tua imaginem              kenfurmet diwar ho skeudenn

Adam plasmasti hominem.  hoc’h eus stummet Adam, an den.

Pardaezlid : “ Antonenn :Lakait ho soñj e traoù an neñv, ha n’eo ket e traoù an douar. “

8 a viz Mae

Eurlid al lennadenn : “ Lec’hed an dorn, setu muzul va buhez, “ Songan 38(39), 6 ; daoust ha da heul ar frazenn-se e teu skiant an divinourezed da jediñ hirder buhez o c’hlianted  ?.

9 a viz Mae

“ Kement-mañ a lavaran deoc’h, va breudeur, Arabat deoc’h bevañ mui-ken evel ma ra ar Baganed e diboellegezh o spered. Teñvalijennet o soñjoù ez int deuet da vezañ estrañjourion da vuhez Doue gant an dallentez-se bet degaset enno gant kaleter o c’halon. “ Sant Paol abostol da Gristenien Efezoz 4,17. Eurlid gouel Jezuz o sevel d’an neñv.

9 a viz Mae

“ Mar d-eo d’an dud e klaskfen plijout n’eo ket servijer ar C’hrist e vefen “.  Sant Paol d’ar C’halated 1,10.

10 a viz Mae

Nerzh an emvodoù dilavar en ur bed beuzet en ul lanv a a fistilherezh hag a drouz.

11 a viz Mae

“ Roit dimp ar c’hras da dañva dalc’hmat an traoù a zo eus ar Spered, ha da brederiañ warno, evit na gouezhimp ket er marv, met ma resevimp peoc’h ha buhez. “ Eus aspedennoù Meullidoù-beure hiziv disadorn goude gouel Jezuz o sevel d’an Neñv. Eil levrenn Liderezh an Eurioù, p.788.

12 a viz Mae

“ An hini a zeu, en ur greskiñ, da vezañ eus a vugel den peurvat, betek tizhout an oad ma c’hellomp kompren gant hor spered,  a zeu erfin da vezañ gouest da resev Gloar ar Spered Santel pa vez erruet er stad m’eo deuet a-benn d’en em zizober diouzh an holl dechoù fall dre ar c’hlanded “. Sant Gregor Nissa, eskob. (330-395) Imbourc’h 1992,N;267 p 164. Eurlid an deiz

13 a viz Mae

“ Evit bezañ gwirion e tle ar sentidigezh bezañ oberiant ; evit bezañ didrec’hus e rank ar c’hilstourm bezañ gouzañvant. “ Louis de Bonald 1754-1840.

14 a viz Mae

“ Mar en em lezomp da vezañ tizhet gant gras ar C’hrist savet bev eus ar marv e roomp tu da drec’h ar C’hrist da ren en hor buhez ha d’hor skoazellañ bep tro m’hor bez ezhomm a fiziañs hag a esperañs.  HTS ar Pab Frañsez.

15 a viz Mae

“ An hevelep tra eo ar garantez hon eus evit Doue hag ar garantez hon eus evit an dud, peogwir n’eo nemet Doue a garomp en dud, ha peogwir ne garomp an dud nemet evit Doue. “ Claude de la Colombière s.j. (+ 1682), Magnificat Mae 2013 p 194.

16 a viz Mae

“ Penaos lakaat an dud da anaout Jezuz pa gresk ar foz etre ar re a gred hag ar re na gredont ket ? “ Lennet e LA VIE 21 03 2013

17 a viz Mae

“ N’eus nemet ar Spered o c’hwezhañ war ar pri a c’hell krouiñ an Den. “  Saint-Exupéry , e Terre des Hommes.

18 a viz Mae

“ Karout e wreg a zo em garout e-unan. “ Sant Paol Efz 5,28.

19 a viz Mae

Sul ar Pantekost ; gouel ar Spered Santel, gouel ar yezhoù, gouel sant Erwan.  Pardon sant Erwan e … Roma !, en iliz Sant-Erwan ar Vretoned, herbec’hti ha kannadti ar Vretoned pa oant dizalc’h diouzh ar C’hallaoued, iliz adnevesaet er bloaz-mañ gant ur rektor brezhoneger, dirak eskob kozh Sant-Brieg ha Landreger hag un dileuriad brezhon e Pariz.

20 a viz Mae

 Deiz ar Pantekost er bloaz 27 e Jeruzalem :    “ tud genidik eus an holl vroioù, pep hini anezho a gleve en e yezh dezhañ … an ebestel oc’h embann e Galileeg burzhudoù Doue. “ . Da lavarout eo : d’ar selaouerien eo  treiñ en o feb a yezh komz Doue o tont eus genou tud kaset dezho gantañ.

21 a viz Mae

Kelennet hoc’h eus dimp en ho yezh-c’hwi, ha ni hon eus klevet en hor yezh-ni, hag er yezh-mañ ez adlavaromp ar pezh hon eus klevet.

22 a viz Mae

“ Bezit kontet e-touez tropellad santel ha poellek ar C’hrist, evit ma viot dispartiet diouzh ar re all un deiz, ha lakaet en tu dehou dezhañ, hag evit ma resevot en herezh ar vuhez aozet evidoc’h. Sant Kiril Jeruzalem (315-386) eskob, Imbourc’h 1995, nn 305-306 p 156, Kv. Fides et Ratio.

23 a viz Mae

“ Dre ma ne lak ket Doue en e vuhez eo e c’houzañv an den. “ Benead XVI

24 a viz Mae

“ Bez’ ez eo ur c’hanedigezh nevez, un treuzsolwezadur (tanssubstantiation e galleg) a ya en-dro er skol, an Iliz nevez-se gant he c’hloer nevez , he liderezh nevez, he zaolioù a lezenn nevez. “ Vincent Peillon, ministr an deskadurezh broadel gall a ra gant gerioù aviel sant Yann hag an Testamant kozh, o tiskleriañ sklaer emeur o sevel ur relijion nevez, dre ar skol hag ar gelennadurezh.

25 a viz Mae

“ Bezañ katolik pleustrer, (Oferenn bep sul, kofes, kroazioù ha pedenn en ti, oberoù a garitez kristen) a zo bremañ diskouez ur skouer eus ar frankiz eztaoliñ. “ F. Taillandier, e La Croix 23 05 2013.

26 a viz Mae

“ Ar relijion gristen, petra bennak ma vez distaolet ganto, a lak kalz muioc’h a dud eget a greder, d’en em soñjal. “ F. Taillandier e La Croix 23 05 2013. (Moarvat dr n’eus mui tra all ebet)

27 a viz Mae

“ “ Ar re a zegemer ar relijion gristen a wel an emskiant o deus da vezañ Den, o ledanaat, o donaat, o pinvidikaat. “ F. Taillandier, La Croix 23 05 2013.

28 a viz Mae

“ Plijet bras emaon oc’h harpañ mennad ur strollad kannaded europat anvet “Unan ac’hanomp” a c’houlenn kadarnaat dre lezenn gwarantiz ar rizhell, dre ma-z eo unan ac’hanomp kerkent hag engehentet. “ HTS ar Pab Frañsez disul 12 05 2013. ( N’eo ket re goulenn ouzhomp soñjal ez eomp bet unan anezho, ha ma vije vet lazhet n’en dije ket an holl blijadurioù en deus war an douar daoust da bep tra !!! )

29 a viz Mae

“ Un arouez a garantez vras eo e padfe ar Feiz en hon c’hreiz. Un donezon a-berzh Doue ez eo, un dra bennak re vras evit ma vefemp dellezek anezhañ… Ho kalvedigezh eo mirout en ho kreiz ar Feiz-se, en ur spurmantiñ a zeiz da zeiz ar marzhus a deñzor ez eo, hag en ur ziskouez anezhi gant kalz a eeunded, a guñvded, met ivez a nerzh er metoù dic’hoanag m’en em gavit. “ Diwar Magnificat 28 05 2013, Charles Journet, beleg e Bro-Suis, oberiant e Vatikan II, kardinal e 1965.

30 a viz Mae

“ Mar o deus va gwallgaset, c’hwi ivez a vo gwallgaset ganto “ Jezuz Krist (Yann 15,20). “Un Iliz a verzherion eo an Iliz er c’hantved-mañ” eme HTS ar Pab Frañsez.    . 100.000 kristen lazhet bep bloaz (Aozadur Broadoù Unanet, ONU). 200 milion a gristenien heskinet en o bro, (Skoazell d’an Iliz en Dienez).

31 a viz Mae

Gouel Maria-lid : gweladenn ar Werc’hez Vari d’ur vaouez kozh, aviel Lukaz 1,39. Addispleg an Tad G. Chereau war Radio Fidélité : “ Gweladenn ar Spered Santel an hini eo, da Elesbed a ziskler he feiz, d’he bugel en he c’hof a drid a lvenez, da Vari a ziougan en he c’hanlid, da Jezuz e kof he mamm, den ha personenn ivez en Dreinded. “.