Ur Stal-levrioù e Brest : Nadoz-Vor

306_5087741574053502238_n - copie 2Ur stal zo bet nevez digoret e Brest 128 straed Jean Jaurès, e-tal ar “Balto” e kichen iliz Sant-Varzhin ha plasenn Guérin.
Kalz a levrioù brezhoneg a gavot eno – ha pergen re Imbourc’h – hag un degemer c’hwek e brezhoneg. Tu zo da bakañ ur banne bennak (dialkool avat!). Ur stal vihan degemerus-tre !

Emgav EAT Sadorn Fask en Naoned

Un emgav a vo di sadorn da noz 28 Plasenn Viarme en ti-debriñ “Pierrot Gourmet” da 19 h 30 evit debriñ a-gevret.

Ret eo pellgomz d’an ti-debriñ evit mirout e bred : 02 40 35 25 57 ha menegiñ emaoc’h gant “Guillemot”…

Evel-se hor bezo tro da dremen un pennad plijus ha da gomz diwar-benn hor raktresoù personel, ha re EAT. Lavarit din ma fell deoc’h kaout al levr katekiz evit ar vugale nevez moullet. kas ur ger amañ

Nozveilh Fask a zo da 20e 30 e Sant Klemens (ordinal) ha da 22 h 30 (dreistordinal).