Aet eo Noela OLier-Louarn da Anaon

img006

img006

Noela Louarn, gwreg Alan Al Louarn ha c’hoar Youenn Olier, a oa ur souten bras da Emglev An Tiegezhioù, Imbourc’h ha zoken da Gannadig Imbourc’h.
Bez e oa evidon uan eus ar maouezed niverus na reont ket a drouz hogen maz omp dleek outo evit un darn vras berzh mat embregadennoù o friedoù.
Mamm dek bugel e oa, sur-a-walc’h an tiegezh brezhonek emgouestletañ e stourm hor yezh. Prezidant EAT e oa bet Alan Al Louarn a oa anavezet evit e oberiantiz p’edont e Roazhon e-pad ar brezel, ha goude se e Pariz, ha dreist-holl e Roazhon. War-dro ar vugale e rae-hi, pezh a zisamme kalz he gwaz, a c’helle evel-se kemer perzh er stourm.

Ezel e oa ivez eus “Unvaniezh Speredel Breizh” Maodez Glanndour : bemdez e pede evit Breizh. D’hon tro pedomp eviti, ur vaouez hegarat atav, a vevas paour ha diglemm, chomet feal da Zoue ha d’ar Vro a-hed he buhez.