“Hor bugale n’o deus mui na Doue, na mestr, na kerent. Ret eo stourm !” eme Farida Belghoul

Ur video dispar da sellout outi a-raok manifestadeg ar sul 2 a viz c’hwevrer :

“Dre Zoue, ha dre c’hanedigezh o deus hor bugale ar reizh o deus, paoutr pe blac’h”

“Hon Tiegezhioù a zo distrujet gant ar Stad… ret eo mont d’an Emgann !”

Gervel a ra ma tennimp hor bugale un devezh bep miz evit stourm ouzh ideologiezh ar Gender.

Ur video hiroc’h, mat-tre ivez :

Tomaz Beilher a gas amañ ur ger deoc’h :

E-touez al lezennoù fall a vez divizet er mare-mañ
ez eus anv da zifenn ouzh ar gerent ober skol d’o bugale.
Mat eo enebiñ dre a-bep seurt doareoù. Setu aze ur skouer, ur sinadeg.
http://www.change.org/fr/p%C3%A9titions/d-wiedemann-une-loi-pour-interdire-l-%C3%A9cole-%C3%A0-la-maison

Trugarez da Tomaz eus Beilherien Karaez, a aoz ur veilhadeg bep gwener da noz da 9 eur, leurger La Tour d’Auvergne, gant un tammig brezhoneg… e kement ha ma c’heller !

Deomp da Bariz da vanifestiñ asamblez !

tweet

D’ar meurzh 14 a viz Genver, pemp devezh a-raok ar vanifestadeg a-enep lazhadeg ar babigoù (220.000 bep bloaz e Frañs), en doa diskleriet F. Hollande emañ evit mont pelloc’h c’hoazh war hent “Kevredigezh an Ankou” (frankizaat c’hoazh an diforc’hañ bugale, mirout ouzh difennerion ar vuhez da enebiñ dre ul lezenn arbennik, a-du eo gant an helazherezh, lemel a ra an 30 miliard digant an arc’hoproù-tiegezh, ha kement ‘eo ! Bep sizhun ez a larkoc’h ar gouarnamant war hent distruj ensavadur an Tiegezh ha lezennoù enep natur a bep seurt…

E 2013 e oa bet pezhioù manifestadegoù a-enep lezenn Taubira da zinaturelaat c’hoazh an euredoù sivil o reiñ ar gwir-se d’ar pared heñvel o rev.

E 2014 hon eus peder diskeladeg a zo rakwelet, hag a c’hoarvezo an eil warlerc’h eben :

– d’an 19 a viz Genver : A-du gant ar vuhez, a-enep an difroc’hañ-bugale. Ur bern broioù a zistro er mare-mañ war an touell se eus ’68 : Spagn, ar Rouantelezh Unanet, Sveden, Alamagn, Lituania, Rusia, hag all hag all…

– d’ar 26 a viz Genver : “Deiz ar Gounnar“, a-enep ar gouarnamant, hag a vodo koulz katoliked ha Bonedoù-ruz, koulz micherourion, patroned bihan artisaned ha kement ‘zo : Civitas, Dieudonné, hag all, hag all…

– d’an eil a viz C’hwevrer : Ar Manif ‘vit an Holl a c’houlenno adarre ma vo dilammet lezenn dinatur Taubira ;

– d’an dek ez eo an AGRIF, a-enep ar spered angristen a lusk ar gouarnamant. A-enep an tiegezhioù da gentañ penn….

Diouzh Landerne e vo izili eus EAT o loc’hañ d’an eil a viz Genver . Plasoù a chom c’hoazh : 0676562819.

Gouel an Tiegezh Santel

Setu amañ testenn an Oferenn eus Gouel an tiegezh Santel hervez ar stumm dreist-ordinal.
Ober a ra diouer e levr oferenn Uguen (1924), al levr oferenn nevesañ hon eus eus Oferenn Latin sant Pius V e brezhoneg. Un nebeut klokadurioù a zo da ober eta hag a vo graet taùù-ha-tamm.
Hiziv e krogomp gant Gouel an Tiegezh Santel, un oferenn a-bouez evit izili Emglev An … Tiegezhioù ! T.G.

gouel-an-tiegezh-santel-stumm-dreistordinal