Iwerzhon : En anv an Drinded Santel… ra vezo sioc’hanet ar vugale !

E miz Mae 2018, gant ar boblvouezhiadeg e-lec’h m’eo bet trec’h ar gostezenn a-du gant lazhadeg ar vugale e kof o mammoù, Iwerzhon he deus dinac’het he Bonriezh hec’h-unan, a ra dave d’an Drinded Santel.

Sed aze ur c’hlou trist evit ar 723632 den o deus votet a-enep se. E keit se, e meur a vro, e Rusia, Pologn, er Stadoù-unanet emañ an Emsav “Pro-life” o c’hounid tachenn. Nag e Breizh ?

Renabl Kelaouenn ar Bleun Brug 1948-1969

Evit gwir he deus padet betek 1985 met diwar braslenn dastumadenn ar gelaouenn-se ez omp chomet a-sav e 1969 dre ma oa dister a-walc’h ar peuriñ, brasoc’h-brasañ lodenn ar galleg er gazetenn. Sur a-walc’h e vefe mat kenderc’hel da glask perlezennoù er vengleuz-se, ur gelaouenn hêrez da “Feiz-ha-Breiz” an Aotrou Perrot.

Renabl Koaz Breiz – Bleun Brug 1948-1969

 

(15/06) / Beilhadeg e Karaez

A-berzh: Beilherien Karaez <veilleurs.carhaix
Mignoned ker

Beilhadeg da zont : d’ar Gwener 15 a viz Mezheven 8e30-10e abardaez
Leurgêr La Tour d’Auvergne KARAEZ

Ken digwener,

06 83 29 31 96
« N’eus nemet klask anavezout ar wirionez a c’hall hol lakaat da dreuzfurmiñ ar bed en un doare padus ha gwirion. » (F-X. Bellamy, Lannuon, d’an 11/01/2018)