Bezañ kristen zo bezañ gwriziennet dre ret

…daoust d’ar pezh a lavar ar Pab Frañsez, ar Samaritan mat ne soñj ket eveltañ :

– ne zegemer ket an den en e di ;

– paeañ a ra dezhañ un ostaleri da c’hortoz e c’hellfe distreiñ d’e vro ;

– karitez a ziskouez, ha n’eo ket kengrediezh rediek gant ar galloud politikel evel bremañ…

https://youtu.be/kgIh-JtVnIw

Holl gelennadurezh an Iliz a ya a-enep Babel, un tour unyezhek a glasker sevel a-nevez.

Ar re n’o deus ket ar feiz eo diaes dezho kompren savboent an Iliz katolik, hogen gant ar video-mañ e c’hellint kompren un tamm bennak.

Pouezus eo evit EAT, seul-vui ma-z eus en EAT izili ha n’int ket krederien met a zegemer ar fed n’eo ket sotoni kelennadurezh sokial an Iliz, a zo daou-vilvedel hag hervez ar feiz katolik n’emañ ket dogmad “difaziusted ar Pab” da vezañ dalc’het e kont en degouezh-mañ : e zifaziusted a zo e par an dogmadoù nemetken (displegañ ar Gredo). War boentoù al c’hoazh ez eo nec’hus-tre Frañsez evit ar gatoliked ordinal pa fell dezhañ urzhiañ belegezed ha aotren ar gomunion d’an dud torr dimezet hag addimezet. Mont a ra aze penn-da-benn a-enep dogmad belegiezh ar C’hrist priedet gant an Iliz hag ar Briedelezh sakramantel (met se zo un afer all !)

“Ar brezhoneg e bed an armerzh”

Kafedi Armerzh : “Ar brezhoneg e bed an armerzh” (lusket gantDenez Pichon)
D’ar Sadorn 13 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

N’eo ket stank ar studiadennoù diwar-benn implij ar brezhoneg e bed an armerzh. Kinniget eo deomp ar wech-mañ al lodenn gentañ eus ur studiadenn bizh war an danvez.
Kinniget e vo deomp ur sell hollek war emdroadur ar brezhoneg a-hed ar c’hantvedoù, gant an darvoudoù o deus merket hor yezh.
Kinniget e vo deoc’h ur sell diwar-benn an armerzh hag al liammoù gant ar yezhoù.
An abadenn-mañ a responto d’ar goulennoù-mañ : Bet eo bet implijet ar brezhoneg e bed an armerzh ?
Istor hor yezh
*Roudoù eus ar brezhoneg e bed
an armerzh el levrioù kozh.
*Teir zagadenn war ar brezhoneg a-hed an istor
*Darvoudoù o deus kemmet emdroadur hor yezh.
Petra eo an armerzh ?
*Istor an armerzh.
*Frammadur bed al labour
*Yezhoù ha produusted
Kammedoù kentañ ar brezhoneg e bed armerzh an XXvet kantved.
Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…
Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all
Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro
Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get. Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon) Kemenn da skignañ mar plij !

 

Kannadig imbourc’h 103

Taolenn Kannadig Imbourc’h niv. 103 Here-Kerzu 2017 :

– Kaezar ne oa ket andoueour, gant Yann Mikael ;
– Tiegezhioù emsaverien a brientinien gristen e-pad an 20vet kantved, gant T. Gwilhmod ;
– Daou ahel stourm hon Emglev, gant T. Gwilhmod ;
– An Azen hag an Ejen a anavez o Aotrou, gant J. Ratzinger (2011)
– Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen
– D’ar Bugel-Doue, gant Anjela Duval.

NOTENN A-BOUEZ O vezañ m’hon eus bet keloù eus klemmoù a-ziwar hor c’helaouenn digant Fañch Broudig, Françoise Morvan, ABP (Argouarc’h), Gouel Broadel ar Brezhoneg ha re all c’hoazh, e tegasomp da soñj ez eo “Kannadig Imbourc’h” kelaouenn izili Emglev An Tiegezhioù, da lavarout eo ur gelaouenn diabarzh prevez a breder brezhon ha kristen dishual,  arc’hantaet gant skodennoù an izili. N’eo ket graet da blijout d’an holl met da sikour an Emsaverien da ziorren o yezh ha da brederiañ dirak an darvoudoù e Breizh hag er Bed. Kelaouenn un Emsav e venn bezañ. En ur glikañ AMAN da lenn Kannadig Imbourc’h 103 ez asantit d’ar frankiz-soñjal eta hag ez anavezit e c’hell bezañ pennadoù na blijont ket deoc’h. Ar re-se, forzh penaos, ne ouestlont ket kiriegezh hor c’hevredigezh met hepken an aozerien anezho, hag a zo da vezañ lennet evel bannoù-sklerijenn spiswel ha dishual dirak an darvoudoù.

 

Renta-kont Famille Chrétienne war pastorelezh ar brezhoneg en eskopti Gwened.

Amañ da heul div bajennad tennet eus ar gelaouenn “Famille Chrétienne” eus ar sizhun-mañ (sizhunieg, 60.000 koumanant) diwar benn ar bastorelezh e brezhoneg en eskopti Gwened.

Da notiñ ne chom ket e rez ar folklor : anv ‘zo ivez a bolitikerezh, eus gwirioù Breizh, ha n’eo ket tamm ebet politikerezh evit brudañ ar c’hastaouerezh e brezhoneg evel ma ra “Mignoned ar Brezhoneg” en o gouel sañset “broadel” eus ar brezhoneg (er pleustr digor hepken d’an dud a-du gant o menozioù mezhus arloupet ha politically correct…)

Da notiñ ivez ez eo merket n’eo ket chalet an eskibien all gant al liamm-se ez eus da blediñ gantañ, etre ar feiz hag ar yezh hag ar sevenadur.