Web series da sikour hor bugale en o buhez kantaezel

Setu amañ liammoù a-bouez evit deskiñ traoù eeun-tre war an darempredoù paotred/merc’hed penaos e soñjont, hervez an oad :
– da gentañ er skol ; http://www.dailymotion.com/video/x39r7mx_episode-1-la-rencontre-web-serie-lucas-et-lea-le-cours-de-la-vie_school
– er skolaj ha diwezhatoc’h : seizh filmig : http://www.afc-france.org/webserie/s/hugo-et-lucie

PS: Buhez kantaezel : buhez diabarzh liammet gant ar rev. Gg Buhez afektivel.

Ur pennad a vo war se e niverenn da zont Kannadig Imbourc’h.

 

Brezhoneg en Naoned : kelaouit ho mignoned !

Demat deoc’h holl !

Evel ma oarit dija sur-mat ez eus e Breizh strolladoù ar pal gante aozañ darvoudoù e brezhoneg, dudiañ e brezhoneg :
“Brezhoneg e Roazhon”, “Brezhoneg e Brest”, “Brezhoneg e Gwened”.

War ar skouer-se eo ganet “BREZHONEG E NAONED” !

Gant ar memes pal :
En em vodañ evit reiñ buhez d’ar brezhoneg e Naoned, ha Tro-Dro.

A-du e vefec’h evit kas ur postel d’ho mignoned e bro Naoned evit kinnig dezhe dont e darempred ganeomp m’int dedennet evit kemer perzh d’hon darvoudoù ?

An Naonediz a c’hallfe respont d’ar sontadeg amañ : https://docs.google.com/forms/d/e/1FAIpQLScfX3xDx2mQcI7YwtDZG12z2wbDcfAxgAQFhk-nOxjT5Vli0Q/viewform

Gwenaelle, Gwenn hag Anna evit ar strollad Naoned e Brezhoneg

https://www.facebook.com/brezhonegenaoned/
http://naoned.spot.bzh (war sevel)
https://twitter.com/brezhonegNaoned

Kannadig Kannadig 97 Gouhere-Gwengolo 2016

file0516Kannadig Imbourc’h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 97 Gouhere – Gwengolo 2016 a zo deuet er-maez.

Pevar fennad a gavor war ar c’heleier mantrus da heul ar sponterezh islamek :

– «Laikouriezh ha Charia a zo lezennoù diamzeret o div», gant T. Gwilhmod

(ur pennad en deus devoudet ur c’havailh a-enep an aozer er gelaouenn ‘Ya’) ;

– «Sklaer e vez distaget ar pezh a veizer mat…», gant Donwal Gwenvenez

(Atav eo bet darempredoù Europa gant ar bed muslimat darempredoù a geñveriañ nerzhioù ; Tonket e oa da Europa bezañ kristen ; ar barabolenn eus “ar Winierion Vuntrerion” (Mazhev 21; 33-45 ); Aloubidigezh Europa keñveriet gant aloubidigezh Roma gant ar Varbared) ;

– «Merzher an Iliz katolik pe merzher an denelouriezh hollvedel ?», gant Yann Mikael

(Birvilh bras a zo bet er meziennoù en dro da zrouklazh ar beleg kozh Jacques Hamel)

– «Da betra e servij an armeoù europat ?», gant Tiernvael

(Da betra e servij un arme, dreist-gourdonet, mar ne servij ket evit herzel ouzh un alouberezh ?)

– «N’eus ket a garantez hep fealded, hep kendalc’husted», gant Youenn Troal

(“Ma-z eus unan bennak hag am c’har, va c’homz a viro…” (Yn 14))

– Notennoù diwar an darvoudoù gant Yann Maneguen ;

– Buhez hon Emglev : Renta-kont Emvod-meur EAT, Prientadur ar Bibl, Manifestiñ e Pariz a-enep Lezenn Taubira, evel brezhonegerien d’ar 16 a viz Here (Karr-boutin eus Kastellin), tu’zo da c’houlenn PDF al levr katekiz (3 bloavezh katekiz evit prientiñ o fask kentañ) evit ur bennozh Doue : 230 pajennad skeudennoù e liv, stumm A5.

 

Kannadig Imbourc’h 97.pdf