Diwar Liderezh an Eurioù :
Ant. “Hiziv e ouezot e teuio an Aotrou : ha warc’hoazh e welot ar c’hloar anezhañ”.
MEULGANENN evit ar 24 a viz Kerzu (Ton : “Jezuz, va Salver benniget”)
Deuit, dasprener ar broadoù,
diskouezit bugel ar Werc’hez ;ar bed a-bezh a estlammo :doueelat ganedigezh !
N’eo ket diouzh un hadenn c’hourel, hogen diouzh anal gevrinel eo Lavar Doue deuet da gorf pa vleunias frouezhenn en he c’hof.
Teur ar Werc’hez ’grog da goeñviñ, kloued ar werc’hted ’zo anterin, banniel ar vertuz a zasked, Doue a vev en e neved
Ra ’n em ziskouezo maez e gambr, lez roueel an elevez, ma kerzho drant a-zoug e gamm ar ramz daouel en e solwez.
Kevatal ouzh an Tad peurbad, e wiskit kig ’vel ur pourc’had, a-benn gouzañv a-bouez ho nerzh diwar gwander hon c’horf dinerzh.
C’hoazh er prezeb ho korf a sked o vagañ ’n noz gant ar sklaerded na vo noz ’bet un harz dezhi hag a splanno dre ’r feiz enni.
Ra vo, Krist roue c’hwek-meurbet , Deoc’h-c’hwi ar c’hlod koulz ha d’an Tad ha d’ar Spered Diwaller mat,en holl gantvedoù hed-ha-hed. Amen.