Prederiadennoù Paol Kalvez miz Meurzh 2013

25 a viz Meurzh
“ Un den na bed ket an Aotrou Doue, a bed an Diaoul. Pa ne embanner ket Jezuz Krist ez embanner an Diaoul. “ Leon Bloy, (1846-1917), frazenn meneget gant HTS ar Pab Frañsez d’ar 14 a viz Meurzh 2013 dirak ar Gardinaled o doa e zilennet.

26 a viz Meurzh

“ Ne vez ket kevatalded a wirioù mar bez prizet pe zisprizet ur c’heodedour bennak en abeg ma tiskouez bezañ stag ouzh ur gredenn, pe ouzh ur relijion bennak. “ Jean Jaures (1859-1914), diazezer ar strollad sokialour gall.

27 a viz Meurzh

“ E beg va lunedenn steredoniezh e welan Doue. “ Newton 1643-1727 steredoniour

28 a viz Meurzh

“ An Avielerezh nevez n’eo ket un doare nevez da avielañ, nag un Aviel nevez, met un avielañ a-nevez broadoù bet kristen gwezhall “. Kardinal Albert Vanhoye.

29 a viz Meurzh

“ Mar ne embannomp ket Jezuz Krist e teuimp da vezañ un A.A.G. (Aozadur angouarnamantel) deol, met ne vimp ket ken an Iliz. “ HTS ar Pab Frañsez, 14 03 2013.

30 a viz Meurzh

“ Brasañ pec’hed an Iliz war an douar : bezañ bedel “ HTS ar Pab Frañsez e 2012 p’edo arc’heskob Bouenos-Aires , tamallet ivez d’an Iliz en Alamagn gant Benead XVI e Freiburg.

O Filii et Filiae

Amañ ur c’hantik kaer war an ton latin holl anavezet “O FILII ET FILIAE. Heuliañ a ra ar c’homzoù re an destenn latin, hep treiñ ger-ha ger, na tost a-wechoù (tennet diouzh “Kantigou brezonek”Dasorc'het Eskopti Sant Brieg ha Landreger 1934)

An ton a c’heller klevout amañ

1. Klevit holl bugale Doue : Jezuz, ho mestr hag ho roue, a varv da vev zo deuet hiziv. Allelouia. Allelouia, Allelouia, Allelouia !

2. Madalen, ganti div all c’hoazh, ouzh bez Jezuz, pa dostaas, digor ha goullo e gavas. Allelouia.

3. Erruet ganto an doare. Daou abostol diouzh ar beure etrezek ar bez a rede. Allelouia.

4. Met an diskibl muiañ karet, primoc’h ‘get Pêr en deus redet ; p’o deus gwelet, o deus kredet. Allelouia.

5. Un ael gwenn eno azezet, a respont d’ar gwragez nec’het, ez eo Jezuz da vev deuet. Allelouia.

6. Er sal, dek eus an Ebestel en E sav dirazo En gwel : « Peoc’h, emezan, deoc’h tud santel ! » Allelouia.

7. An nevezinti pa glevas, un abostol anvet Tomaz diskredik daoust da se chomas. Allelouia.

8. « Sellit, Tomaz, hep digarez, va zreid, va daouarn, va c’hostez hag anzavit ar Wirionez. » Allelouia.

9. Pa wel Tomaz kement gouli ‘zispenn dezhañ e izili « Va Aotrou, emezañ, oc’h-c’hwi. » Allelouia

10. Eürus ar re o deus kredet, Hep da welout ezhomm ebet, An Neñvoù dezho vo roet Alleouia !

11. Er Gouel-mañ kaer dreist pep hini, Ra vezo dre-holl meuleudi, D’un Doue ken mat ouzhimp-ni, Allelouia !

12 Ya, O Jezuz, ‘vel ma tleomp, ‘Vit ho karantez evidomp, Mil trugarez deoc’h a ganomp, Allelouia !

(O Filii et Filiae gant Maodez Glanndour a gaver troet ivez, pe gempennet e Meulganoù evit bloavezh al lidoù Studi hag Ober 20-21 p 38-39. Ur c’hantik all ez eus c’hoazh war an ton-se “O Filii et Filiae” : ur c’hantik evit ar gomunïon bet skrivet gant Visant Seite ha Job an Irien : “Galvet da bred an Oan Jezuz”)

Daou dre gant eus poblañs Frañs o vanifestiñ e Pariz d’ar sul 24 a viz Meurzh 2013

Tu a vefe da skrivañ amañ un danevell eus ar vanifestadeg, pe penaos ez eo bevet gant lod eus izili EAT o deus kemeret perzh enni. A-walc’h e vo lenn e galleg danevelloù bet savet gant Ar Gedour war e lec’hienn pe c’hoazh war Breizhjournal. Karout a rafen degas amañ un nebeut krafoù a seblant din bezañ a-bouez da verañ war gudenn danvez-lezenn Taubira. Ne ouzhpennin nemet tri zra d’ar pezh a zo bet danevellet dija : 1. ne oa ket plijet lod eus koskor ar Manif pour Tous (war-dro 10.000 den yaouank) gant hor skritelloù brezhonek gant aon e vefent dizoujus ouzh an dud gay ha dre ma ne oa nemedomp oc’h ober hep ar galleg. 2 Dre beder gwech ez eus bet klasket tennañ banniel ar Vatikan hor boa staget dindan hor Gwenn-ha-du. Hini ebet avat ne c’houlenne tennañ o hirbannieloù digant ar vuzulmaned a zibune en hor c’hichen !… 3 A-raok tennañ bombezennoù moged da lakaat da ouelañ war an dud hag ar vugale dizrouk a oa eno, e oa sañset ar polis reiñ da glevout dau sommadur : n’eo ket bet graet : kement-se a ziskouez pegen ankeniet e oa ar polis a oa karget da “zifenn” ar Champs Elysée sakr, arouez klodoù ar Republik.

Gouzout a reer e vez ganet hiviziken ouzhpenn an hanter eus ar bugale er-maez eus ar Briedelezh keodedel, e ranker anzav n’eo ket gwall sirius an arlguzenn bennañ a zegas al lobby heñvelrevgarour pa zikleriont e fell dezho degas d”ar vugale a zo ganto « ur surentez hervez ar gwir ». Ar c’hudennoù-se a c’heller renkañ aes a-walc’h gant un noter, hag aesoc’h eo c’hoazh pa vezer « Pacs-et ».

Lavarout a reont ivez e stourmont evit an ingalded etre ar c’houbladoù. Kalz a vefe c’hoazh aze da lavarout rak n’heller ket, forzh penaos komz a « g-Koubladoù » pa vez anv a zaou zen eus ar memes rev : pared int ha n’eo ket koubladoù, rak ur c’houblad a zo kenglotus hervez ar rev evit gallout genel reoù vihan. Hogen dreist ar brezel-se war dachenn ar gerioù – hag a zo a-bouez koulskoude evit gounid an emgann politikel er c’hedveno – ez eo anat e ranko Kuzul gall o Bonreizh lavarout ez a al lezenn-se a-enep Bongoel sakr an Ingalded er Vonreizh hag e Diskleriadur Gwirioù Mab den 1948 ; hemañ a zo bet nevez degemeret evel un tamm eus ar Bongoel nevez ‘zo hag a ro an aotre eta d’an alvokaded d’ober dave da ziskleriadur 1948 evel testennoù a ya d’ober diazez al lezennoù : se a zo nevez er Gwir gall. Dizingalded ez eus, anat eo, rak dizingalded a youl gaer ez eo nac’h ouzh ur bugel kaout hag un tad hag ur vamm ha bezañ savet ganto o-unan eo nac’h a-youl gaer outañ anavezout e lignez wirion.

Met pa seller c’hoazh a dostoc’h ez eus daou boent a garfen sklaeraat un tamm :

Lobby bihan ar pared heñvel o rev a fell dezho kaout a gwir da zimeziñ a zo e bal gwirion ne vefe mui ar gwir da zougen ur varnadenn zivezel war ar pezh ez eo an darempredoù revel heñvelrevat. Evel-se emañ e mar da vezañ serret skolioù katolik dindan gevrat ar stad kornokañ eus ar C’hanada dre ma fell da eskob al lec’h e vefe kelennet en e skolioù pezh a lavar an Iliz war ar poent-se, harpet war ar skritur-sakr : an darempredoù revel-se a zo dizurzhiet-krenn hag a gas d’an Ifern, tra ma ranker doujañ evel-just ouzh an dud a zo troet d’ar bondoug-se. Tu ez eus ivez da lavarout ivez, forzh penaos, ez eo dizurzhiet dre natur ar vuhez revel dre maz eo merket gant ar pec’hed orin, hogen grevusoc’h ez eo an heñvelrevouriezh hag ez eus gwiraourion a lavar n’heller ket o dimeziñ gant ur par heñvel a rev dre ma n’hellfe ket ar vugale a zeufe en un « tiegezh » a seurt-se ober o c’hresk en un doare reizh dre ma n’hellfe ket an « tiegezh »-se just-a-walc’h degas en e greiz arallegezh binvidik ha dizouerus an tad hag ar vamm er Briedelezh naturel.

Laouen-bras e oan e gwirionez da c’hellout kendiviz gant muzulmaned er vanifestadeg-se. Rak hor gwir enebourion n’eo ket ar vuzulmaned ordinal e gwirionez met dreist-holl ar spered keñverelour na anavez mui lezenn ebet a-us da hini an dud. En HOLL relijionoù e ranker doujañ ouzh al lezenn naturel-se hag a zo skiant-vat dreist-holl : an dek gourc’hemenn evidomp da skouer. Ar geñverelourion a nac’h ar red maz eo doujañ d’al lezenn naturel evit bevañ a-gevret. A-walc’h eo dezho e vefe votet ar Wirionez war bouez an hanter eus ar mouezhioù hag unan. An doare-se da empennañ reizhwiriegezh al lezenn a zilamm ar c’hemm a vez graet gant ar vuhezegezh hag ar relijion : ar c’hemm etre an Mad hag an Droug. Rak bremañ pa vez ul lezenn ez eo « mat » dre anien ha n’eus ket ar gwir zoken da soñjal tra ebet all, dindan boan a « v-marv sokial ».

TG

Emgav e Pariz di sul ma vezo lamet kuit danvez-lezenn Taubira : Deomp dezhi !

manifestadeg a-enep ar briedelezh homo 014

58 % eus an dud e Frañs a sav a-enep danvez-lezenn Taubira hervez sontadeg VITA.

N’int ket evit aotren d’ar pared heñvel o rev advabañ bugale.DSCN3987

Emglev An Tiegezhioù a c’halv ar vrezhonegerion d’an em gavout e Pariz evit manifestiñ o eneberezh a-gevret gant ar Vretoned a zeuio eus Breizh (war-dro 120 karr-boutin), hag e brezhoneg. En engroez a gantmiladoù a dud e vo klasket bodañ ar vinaouerion da seniñ “Kan-bale Kadoudal”.

Emgav : etre Koad Boulogne hag ar Sablons e vo parket karr-boutin EAT (hezoug 06 95 64 13 72).
Hor banniel a vo uhel-mat (5metrad) a-us d’an dud, gant banniel ar Vatikan (Gwenn ha melen) dindan hor Gwenn-ha-du.
Skritelloù brezhoneg a vo dasparzhet d’an dud.
Ken arc’hoazh Tudoù ! Doue da viro ouzh ensavadur an Tiegezh, gwall-zisteraet gant al lezennoù gall dija, da vezañ pulluc’het gant an danvez-lezenn-se. Manifestiñ a raimp da gentañ evit ar vugale da zont a vo ganet lod anezho a youl gaer o nac’h outo ar gwir da anavezout o gwir zad pe o gwir vamm.

T. Gwilhmod

Bevet ar Pab Frañsez !

An Tad Santel Frañsez en Habemus PapamPa ya ur pab da anaon pe ma tiskrog diouzh e garg pounner a « bPenn eus an Iliz katolik », e vez diuzet e warlerc’hier gant ar Gardinaled yaouankañ (dindan 80 vloaz), bodet en ur C’honklav (« dindan alc’hwez » da lavarout eo e vezont lakaet a-gostez eus an diavaez, troc’het dioutañ). E chapel Sikst en em gavont eta, o pediñ hag o vouezhiañ peder gwech bemdez, betek ma vezo kavet unan anezho o tastum ouzhpenn an div drederenn eus ar mouezhioù. Neuze e vez lakaet moged gwenn da zont er-maez toenn ar chapel da gemenn d’ar Gristenion o deus ur pab a nevez.

Hor Pab nevez a zo Jorge Mario Bergolio e anv. Dibabet en deus bezañ anvet Frañsez hiviziken, abalamour da Sant Frañsez Asiz eveljust. Ganet eo bet e 1936 en Arc’hantina en ur familh paour enbroet diouzh Italia. An tad a laboure war-dro an hentoù-houarn. D’ar skol bublik ez eas hag e reas studioù war ar gimiezh a-raok kemer an hent da vont da veleg, o tonaat e c’halvedigezh en e labourva-kimiezh. Da gloerdi eskopti Buenos Aires ez eas, ha goude-se da novisiad ar jezuisted e1958. Beleget e vo e 1969. Bez e voe Arc’heskob buenos aires a-raok sevel a ra war gador Sant-Pêr d’e 76 bloaz.

Un den didrouz, efedus-kenañ, feal d’an Iliz Eeun-tre eo e zoare-bevañ, ha klask a ra mont war-zu ar beorion. Emañ o vont da vevañ bremañ e keoded ar Vatikan, a zo ar Stad vihanañ eus ar bed (882 den evit 0,44 kilometrad-karrez). Eno e vo sikouret gant tud a Iliz ha laiked evit gouarn an Iliz. 1,2 miliard a gatoliked a sell outañ evel o fenn-rener, o heñcher, o fastor. Eñ eo a ren an Iliz oc’h envel an eskibion, o resisaat poentoù a feiz pe boentoù a denn da gelennadurezh sokial an Iliz, d’ar vuhezegezh dre vras. Klask a ra labourat evit ar peoc’h ivez. 300.000 a dud a oa o c’hortoz dindan ar glav war leurgêr Sant-Pêr evit an « Habemus Papam ». « Ur Pab hoc’h eus, ha dont a ra diouzh penn ar bed ! » en deus lavaret, a-raok goulenn ma vo pedet evitañ gant an engroez. A-daol trumm eta e teuas ur sioulder souezhus war al leur-gêr. Miliardoù a dud a sellas ouzh an darvoud dre ar skinwel hag ar genrouedad hag a voe benniget « Urbi et Orbi » gant an Tad Santel ar pab nevez, ar Pab Frañsez.

HK

Kannadig Imbourc’h 79 – Genver-C’hwevrer 2013

Kannadig Imbourc'h

Taolenn Kannadig Imbourc’h niv. 79 (Genver C’hwevrer 2013)

Ganedigezh ar broadoù predenek (367-410), gant Donwal Gwenvenez (burutelladur levr Alan J. Raude “La naissance des nations brittoniques”)

En-dro da Lezenn Taubira, gant Tepod Gwilhmod

Hudverz ar Mamout gant Yann Mikael (afer Philippe Isnard, Vincent Peillon, An “Deskadurezh Vroadel”)

Tiegezhioù bihan gant Olavo de Carvalho tr. Ewan Delanoy

Ya ! Dasorc’het eo ! gant Youenn Troal, beleg

Notennoù diwar an darvoudoù gant Yann Maneguen (Kristengaserezh, disakradurioù e Breizh, Marx hag ar Vretoned, c’hoarioù Olumpek handisport, Inquisito, Skinwel e brezhoneg, Trede brezel-bed, Pussy Riot, Sant-Varzhin-ar-Voskeenn…)

Oberiantizoù Emglev An Tiegezhioù : load EAT, bodad war ar Bibl, Kamp Katekiz, kontoù, diskeladeg ar 24 a viz meurzh da zont e Pariz…

Kañv : Kristian Brisson

Pellgargañ amañ : Kannadig Imbourc’h 79 : Kannadig 79

Prederiadennoù Paol Kalvez evit miz C’hwevrer 2013

1 a viz C’hwevrer

“ Arabat d’ar c’hristen kaout aon rak mont a-enep red ar c’hedveno evit bevañ hervez e Feiz “. HTS ar Pab Benead XVI, 23 01 2013.

2 a viz C’hwevrer

“ Mar ne vije ket eus Doue ne vije ket a dud dizoue “. “ Ar re a lavar ne gredont ket e Doue a gred n’eus forzh petra hag e n’eus forzh petra “. Klevet war Radio Fidélité Naoned 02 02 2013.

3 a viz C’hwevrer

“Kreñv e viot dre ar pezh a ra ac’hanoc’h tud diseurt “. Bernard Petitjean, Agence Seprem. a viz C’hwevrer

4 a viz C’hwevrer

Barrek a-walc’h eo an den da welout ha da glask en devout an traoù danvezel ; met en deñvalijenn speredel ne wel ket sklaer da belec’h ez a nag a belec’h e teu, nag ar pezh a zo mat nag ar pezh a zo fall. Ar gwashañ eo chom hep klask ar sklerijenn.

5 a viz C’hwevrer

“ Tri seurt tud ez eus : ar re vev, ar re varv, ar re a ya war vor “ Aristoteles (384-322 KHS).

6 a viz C’hwevrer

“ Evit gwelout traoù tremenidik ar bed-mañ evem ma-z int e gwirionez e ranket sellout outo e sklerijenn ar bed peurbad. “ Frederik Ozanam (1813-1853) .

7 a viz C’hwevrer

“ Un den dimezet , hag a glask e blijadur dezhañ hepken e korf e wreg, ne ra ket ur pec’hed marvel mar nac’h kemer ar blijadur-se er-maez eus ar briedelezh ha ma vir an onestiz “.J. Gerson (1363-1429), beleg, kelenner skol-veur Paris, difenner ar briedelezh.

8 a viz C’hwevrer

Sed amañ ar pezh a skrive Mozi, prederour sinaat, (478-381 KHS) : “ Ar pennabeg bras evit en em ren en un doare dereat a zle bezañ an doujañs e-keñver Aotrou meur an Uhelderioù, eñ hag a wel kement tra a vez graet en hon traoniennoù teñval … Dezhañ eo e ranker klask plijout ; plijout a ra dezhañ ar mad, kasaat a ra an droug ; plijout a ra dezhañ ar reizhded, kasaat a ra an direizhded . .. Pep galloud war an douar a zo sujet dezhañ hag a zle oberiañ hervez e savboent”.

9 a viz C’hwevrer

“ Na gomzit ket eus Jezuz-Krist, ha c’hwi o c’hoantaat dreist-holl traoù ar bed !” Sant Ignatios Antioc’heia merzheriet er bloaz 110 e Roma. (Imbourc’h 1995, n. 305-306 p. 41, brezhoneg gant Klerg).

10 a viz C’hwevrer

Evit dibab e pep frankiz e ranker anaout ; hag anaout a c’houlenn amzer, labour, hag uvelded.

11 a viz C’hwevrer

“ Jezuz n’eo ket deuet evit plijout d’an dud, met evit bezañ test d’ar wirionez “. HTS ar Pab Benead XVI. (Ar wirionez, an dra nemetañ a ro d’an den ar gwir frankiz)

12 a viz C’hwevrer

“ N’emañ ket ar marv e dalc’h bolontez dieub ar re a varv.”  Sant Gregor Nisa (335-395) Imbourc’h 1995 niv.299-300, brezhoneg gant an Aotrou Klerg.

13 a viz C’hwevrer

“ Holl labour an den a vez evit e c’henou ; hag e ene ne vez ket karget “. Ar Prezeger 6,7.

14 a viz C’hwevrer

“ Ar ‘Magnificat’ (kanenn Mari e danevell sant Lukas1,46-55) n’eo ket kanenn tud pinvidik, met kanenn a anaoudegezh vat tud paour hag e poan o deus lakaet o fiziañs en oberezh silvidik Doue “.  HTS ar Pab Benead XVI e Lourda er bloaz 2010.

15 a viz C’hwevrer

Pedenn ar bizskriver : “Ra vo benniget an Aotrou, va roc’hell, + a zesk an emgann d’am daouarn, * hag ar stourm d’am bizied. “ (S. 143/144, 1.).

16 a viz C’hwevrer

“ Den ebet ne c’hell bezañ kristen hep mont da heul Jezuz Krist staget ouzh kroaz “. “ Ar gristenien a zo ar bobl ar muiañ heskinet dre ma-z int estrenien ha digemplegourien da spered ar bed keñverelour (a gred eo gwir forzh petra) hag a ankoua Doue “.  “ Gwelet hon eus ar c’houentoù hag ar c’hloerdioù o serriñ ; d’ar gristenien avat emañ an dazont, evel m’emañ da Zoue “.   HTS ar Pab Benead XVI da gloareged Roma digwener 8 a viz C’hwevrer 2013.

17 a viz C’hwevrer

“ Nag a saotradurioù en Iliz, ha peurgetket e-touez ar re a zlefe, dre o belelegiezh, bezañ gouestlet dezhi penn-da-benn ! “ Kardinal Josef Ratzinger e-doug Hent ar Groaz fiziet ennañ gant HTS ar Pab Yann-Baol II war e dalaroù e 2005.

18 a viz C’hwevrer

“ En deizioù m’on bet dibabet da Bab e oan peursur ne oa ket graet ar garg-se evidon, hag edo an Aotrou Doue o vont da reiñ din un tammig amzer a beoc’h hag a ziskuizh. Evel troc’hell an dibennerez eo bet evidon an dilennadur-se. Pedet em eus kerkent : petra a rit din, Aotrou ? Me  n’on ket gouest ; deoc’h-c’hwi da oberi. “ HTS ar Pab Benead XVI d’ar c’helaouenner Peter Seewald e Lumière du monde (Bayard) 2010.

19 a viz C’hwevrer

“ Eus ar Feiz e ranker loc’hañ evit ober ar Garantez. “ Yann-Baol II

21 a viz C’hwevrer

“ Dre ar Feiz eo e ro ar verzherien o buhez, evit testeniañ eo gwir kelennadurezh an Aviel he doa o zreuzfurmet ha rentet gouest da vont betek en em reiñ penn-da-benn en ur bardoniñ d’o heskinerien. “. HTS ar Pab Benead XVI da geñver 2013 Bloavezh ar Feiz.

22 a viz C’hwevrer

“ C’hwi, Kristenien, en em ziskouezit evel skeudenn Doue da gKaesar, evit n’en em gemero ket evit Doue. “ . HTS ar Pab Benead XVI miz Here 2011.

23 a viz C’hwevrer

“ Tostait ouzh Doue, hag Eñ a dostaio ouzhoc’h “ Lizher sant Jakez abostol, 4,7-8.

24 a viz C’hwevrer

“Da bep deiz e boan ; ur boan bemdez a zo a-walc’h evit un den : ne c’hell ket gouzañv muioc’h.” HTS ar Pab Benead XVI e Lumière du monde, Bayard 2010.

25 a viz C’hwevrer

“ Graet em eus va c’hresk evel krennard e-barzh rummad kristenien Yann-Baol II ; met dre gelennadurezh Benead XVI eo em eus kroget da vezañ ur c’hristen a oad-gour. “ Ul lenner.

26 a viz C’hwevrer

“ Ur sant n’eo ket un den na bec’h morse, met un den a sav en-dro bep gwezh. “  René-Luc, beleg. www.dieuenpleincoeur.com

27 a viz C’hwevrer

Eil sizhun 40 devezh ar rakpask, 5-vet deiz-lid; Eurlid al lennadenn “Anhini a breder war lezenn an Aotrou, a zougo e frouezh en e amzer”.. viel an deiz : “Bez’ o deus Moizez hag ar brofeded : dezho da selaou … Pa ne selaount na Moizez nag ar brofeded, na goude ma savfe unan bennak a-douez ar re varv, ne vefent ket lakaet da grediñ”.

Paol Kalvez

Pedenn d’an Itron-Varia da geñver ar C’honklav

Konlav-MariGwerc’hez santel meurbet,
Eva nevez,
Mamm ar re a zo bet dasprenet gant Gwad Prizius ho Mab santel,
Mamm an Iliz hag hon Hanterourez dimp-ni,
En em dreiñ a reomp ouzh ho kalloud-pediñ efedus-dreist :

Er Gambr-lid e renec’h pedennoù an Ebestel Santel,
Hag ho poa troet o eneoù da resev
Sklerijenn, nerzh ha roadenn peurleun donezonoù ar Spered Santel ;

Erbedit ha labourit hiziv c’hoazh
Da c’hounid evit bodadeg santel ar Gardinaled
Ar grasoù a spiswelerezh  hag a ziverzerezh
A ranko sklerijennañ hag heñchañ o dibab,
Da ziuzañ Rener-Meur an Iliz Santel Roman ;

Erbedit ha labourit er Gambr-lid-se,
Ma vint digor-frank ouzh sklerijenn ar Spered Santel,
Distrobet diouzh ar sav-boentoù re zenel,
Prederiet hepken gant Klod Doue,
Evezhiek hepken ouzh lazoù speredel an Iliz ha re hon eneoù
M’o dezo da rentañ kont anezho dirak ar Barner Peurbadel.

Erbedit ha labourit
Evit ma roint dimp, hesent-meurbet ouzh atizadur ar C’hras,
Ur Pab hervez Kalon Doue,

Ur Pab hervez Kalon ar Pastor Mat :
Da lakaat e oaned ha dañvadezed da beuriñ e surentez,
Pell diouzh krabanoù ar bleizi mac’hom
E parkoù ar gelennadurezh kristen yac’h,
O tiwall an tropell diouzh kement fazi pe zisivoud o c’hoiñ.

Erbedit ha labourit kerkent ha diouzhtu
E kalon an hini a vo diuzet evit bezañ Vikel ho Mab er bed-mañ :
Gounezit evitañ an holl c’hrasoù a zo ret kaout

Evit kerzhout war roudoù Sant Pêr ha Sant Paol,
Kolonennoù Iliz Roma,
Ha war roudoù an holl bibion santel
O deus miret naet hag anterin hag o deus lakaet da skediñ
An Hengoun o doa resevet digant an Ebestel Santel.

Santez Mari, Mamm doue, hor Mamm holl-drugarezus,
Pedit evit an Iliz ez oc’h ar Vamm anezhi,
Pedit evit ar Gardinaled,
Pedit evit ar C’honklav !

Amen !

* * *

Sant Pêr ha Sant Paol, pedit evidomp !
Sant Jozef, patrom an Iliz Hollvedel, pedit evidomp !
Sant Mikael, gwarezour ha difennour an Iliz Santel, pedit evidomp !
Sant Klemañs ha Sant Kalikst, pedit evidomp !
Sant Jelvestr ha Sant Damaz, pedit evidomp !
Sant Leon Veur ha Sant Gregor Veur, pedit evidomp !
Sant Pius V ha Sant Pius X, pedit evidomp !
Holl Bibion Santel an Iliz Roman, pedit evidomp !

 

Liderezh an Eurioù 3 (hizivadenn)

Eurioù ar Priñs a Rohan

Eurioù Pêr a Roc’han (XVvet kantved)

Un nebeut reizhadennoù e levr Liderezh an Eurioù 3 (eurlid3.doc) :

p 280 Jos 2,3  “er-maez” e-lec’h “e maez”.

p 280 Jos 2,5 “o zapout” e-lec’h “o tapout” (fazi graet o kemm TT ” tapout anezho ” dre DD “o tapout” en ur zisoñjal ar c’hemmadur.

p 281 Jos 2,12 “roiot din” e-lec’h “e root din” (Ali ar reizher)

p 281 Jos 12,18 “evel-henn” e-lec’h “evel-hen” (MG,LiammFB 1997,HERE, Menard)

p 281 Jos 12,18 “pa-z” e-lec’h “pa’z” (ar skejenn-grec’h ‘ a zo e plas ur vogalenn a vije amañ ar stagell “e”, “ez” : hogen ne vez ket a stagell goude “pa” ; an tired – a verk ur juntell hepken) YBB§227

p 282 Pebeilganenn  “Rac’hab” e-lec’h “Rahab”

p 284 Jos 3,3 “levied” e-lec’h “levited” (tud eus tiegezh Levi, al levied, evel ar Wilhmoded, ar Galvezed, al Louarned,)(Ali ar reizher)

p 385Jos 3,15 “e-kerzh” e-lec’h “e-kerz”

p 288 Jos 6,1 “ne d-ae” e-lec’h “ne yae” (YBB§227)

p 288 Jos 6,3″tro-kêr” e-lec’h “tro-ker”

p 288 Jos 6,4 “kêr” e-lec’h “ker”

p 289  Jos 6, 5,7 memestra

p 289  Jos 6,10 “ger” e-lec’h “gêr”

p 290 Jos 6,19 kement tra arc’hant pe aour” e-lec’h “kement arc’hant pe aour” YBB§483, atav un anv kadarn goude kemment ; un anv-gan eo “arc’hant amañ, ret e oa lakaat “tra” a-raok, pe “pezh ?”.