Luc’hskeudenn belegiezh Armañs Ar C’halvez

Luc’hskeudenn eus dibenn an eil brezel-bed eus beleien eus korn-bro Lannuon. Ur merker-pajenn e oa, uzet dre forzh servijañ, en unan eus peder levrenn brevial Vatikan II e latin an Aotrou Klerg.

Adalek an tu kleiz hervez hon enklask gant Yves le Breton, beleg : 1. (?) Guilaume Renan ; 2. Loeiz ar Floc’h-Maodez Glanndour, kure e Gwengamp d’an ampoent ; 3. (? Tad A. Ar C’halvez ?) ; 4. Louis Ar C’halvez Person-dean Lannuon d’an ampoent, marteze kar da Armañs ar C’halvez ; 5. (?) dirak ; 6. Francis Barbu d’an ampoent kelenner e kloerdi bras Sant-Brieg, a vo eskob Kemper e miz mae 1968 ; 7. Marsel Klerg, stouet un tamm, bet kure e Kemper-Gwezenneg betek 1942, kure e Ploubêr d’an ampoent ; 8. Armañs ar C’halvez, eus Kemper-Gwezenneg marteze eo al luc’hskeudenn da geñver e velegiezh (31 Meurzh 1945) peogwir emañ er c’hreiz, un aer sirius warnañ, harpet a bep tu gant tud e liamm gant e barrez, e-lec’h e oa bet lazhet ar person anezhi, Pêr Mari Lec’hvien nav miz a-raok gant Rezistañserien ; 9. Yves Le Saint, eus Kemper-Gwezenneg ; 10. (?) Henri Mordellès, eus Sant-Ke-Perroz ; 11. (?) Yves Prat, eus Plougouskan.

 

 

3 soñj war “Luc’hskeudenn belegiezh Armañs Ar C’halvez

  1. Collette K., kar da Armañs ar C’halvez, a lavar deomp e oa Louis Ar C’halvez, person-dean Lannuon kar dezho ivez, ar pezh a gadarna e oa al luc’hskeudenn da geñver belegiezh Armañs ar C’halvez.

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us