Bannieloù a zoare e gwerzh

DSCN6943Kerneveuriz a oar sevel uhel o banniel e-pad gouelioù Brest-Douarnenez 2016

Gant Toutimport :
http://www.ebay.fr/itm/DRAPEAU-breton-Sacre-coeur-de-Jesus-flag-bandiera-catholique-christ-roi-breizh-/131237285328?hash=item1e8e5a0dd0
http://www.ebay.fr/itm/DRAPEAU-Sacre-Coeur-FRANCAIS-bandiera-flag-france-Vendee-Militaire-Catholique-/161316087458?hash=item258f3026a2
http://www.ebay.fr/itm/DRAPEAU-breton-Sacre-coeur-de-Jesus-flag-bandiera-catholique-christ-roi-breizh-/161317758507?hash=item258f49a62b
http://www.ebay.fr/itm/DRAPEAU-breton-Sacre-coeur-de-Jesus-flag-bandiera-catholique-christ-roi-breizh-/161361018091?hash=item2591ddbceb http://www.chire.fr/A-192949-drapeau-feiz-ha-breizh-60-x-40-cm.aspx

DSCN3987

Kannadig Imbourc’h 96 Mae – Mezheven 2016

En niverenn-mañ ez eus anv eus Youenn Troal, ur beleg broadelour nevez aet da Anaon. Daou bennad hir a breder ‘zo ivez : petra eo ar brezhoneg ha war menoziad ar vroadelouriezh. Erfin, eil lodenn ur pennad-burutellañ war levr Aldous Huxley « Enezenn».

– “Deuit, va servijer mat, da gaout Doue an Tad” , gant Tepod Gwilhmod,( Buhez an Aotrou Troal)

– «Itron Varia, Mamm ar Puron», kantik gant Y. Troal

– Petra eo ar brezhoneg evidomp ? gant Tepod Gwilhmod (Le Du, Le Berre, Falc’hun, Krign-bev ar geñverelouriezh en Emsav, Menoziad treitour an Ingalded , benveg ur gumuniezh a dud)

– Disrannañ ar vroad a ra an hiniennelouriezh, tra ma vez unvanet gant ar vroadelouriezh, gant Donwal Gwenvenez (kristeniezh hag hiniennelouriezh, ha broadelouriezh)

– Studi war “Island” gant Huxley 2/2, tr. Gant Ewan Delanoy

– Notennoù Yann Maneguen ;

– Buhez hon Emglev : war-raok ez a al labourioù war-dro ar c’hatekiz evit ar vugale hag ar Bibl.

Lenn Kannadig Imbourc’h 96 AMAÑ

 

Galv evit sevel ul lec’h-kounaat gouestlet d’an Aotrou Perrot

An tiegezh Kaouissin en deus divizet sevel ul lec’h-kounaat gouestlet d’an Aotrou Perrot.

Na pebezh keloù mat !

Aoter chapel Sant Kaourintin Toull-ar-Groaz Skrigneg (Luc’hsk. Ar Gedour)

 

Savet e vo zr c’houn-lec’h e kichen Maner Kermorvan Ploue ( bro Pourled izel) : ur chapel an hini e vo, a vo savet gant mein chapel Toull-ar-Groaz Skrigneg, gouestlet da Sant Kaourintin, patron Kernev, hag a zo al lec’h m’en doa lidet an Aotrou Perrot e Oferenn ziwezhañ, d’an 12 a viz Kerzu 1943, da geñver Gouel Sant Kaourintin just a-walc’h, ha deiz e zrouklazh e-lec’h m’eo savet kroaz ruz e verzherinti.

Miliadoù ha miliadoù a euroioù e kousto d’an tiegezh Kaouissin.
Bez e c’hellit kas dezho war-eeun ur skodenn vrokus

Youenn Caouissin
Maner Kermorvan
56240 Ploue

Dre ma klot ar raktres-mañ gant palioù Emglev An Tiegezhioù, e c’heller kaout ur baperenn evit digreskiñ ho tailhoù, m’hoc’h eus ezhomm. Neuze, eo ret sevel ho chekenn war anv Emglev An Tiegezhioù, ha kas evel-se da Youenn Caouissin.

Er chapel adsavet e vo kavet, ouzhpenn ar pezh a vo gellet adsevel diwar hini Toull-ar-groaz, an aoter pergen, hag ar gael-kommuniañ (‘an Daol Santel)’, e vo miret efedoù prizius an Aotrou Perrot : e gapenn, e vantell fankek warni gwad e verzherinti, ha kalz a draoù all a oa dezhañ hag a zo bet miret an darn vras anezho gant Herri Caouissin, a oa tost-tre outañ hag e benn-hêr ouzhpenn.

Da notiñ : Evit kement prof a vo e vo kaset deoc’h e levr gant Youenn Kaouissin diwar-benn Yann-Vari Perrot, dont a raio al levr er-maez e dibenn ar bloaz 2017.