Peurvizskrivet eo gant Bodad ar Bibl troidigezh “Levr ar C’hrennlavarioù” gant Maodez Glanndour.
(Trugarez pergen da JLF).
Er sizhun-mañ ez eus bet e-leizh a zarvoudoùigoù a-enep lezenn Taubira, evel bep sizhun abaoe m’eo bet degemeret da vat al lezenn gant ar Stad C’hall. Izili ‘zo eus emglev an Tiegezhioù a deus kemeret perzh e lod anezho da c’hortoz pezh mell manifestadeg ar Sul 26 a viz Mae e Pariz, an trede eus ar seurt-se abaoe miz Genver.”
“Bep tro e vez gwelet kalz a Wenn-ha-Du-où, kalz muioc’h eget forzh petore bro eus ar c’hwec’hkogn. Reynald secher, an istorour brudet en deus diskleriet ez eo dleet evit un darn sur a-walc’h dre m’o deus soñj Breizhiz (ha Vandeiz, emezañ) eus gwaskerezh ar Stad C’hall da geñver an Dispac’h Gall ha doa divizet lazhadegañ a vil vern (200.000 er Vande) an dud ha na soñjent ket evelto.”
Setu enta un nebeut luc’hskeudennoù : e Klegereg e oa bet aozet un degemeradeg d’ur vinistrez a oa ambrouget gant kalz a CRS-ed ; e Felger e oa bet rediet ar stourmerion da dennañ o hirvanniel diouzh ur pont a yae dreist d’an hent-pras ‘en anv ar surentez’…; en Ankiniz e oa bet aozet un dijuni dirak an Ti-kêr ; en Naoned e oa bet degemeret ‘medalenn ar familhoù gant kalz a vugale’ o tougen ur swett “Manif evit an holl” ; diouzh Roazhon ez eus bet ur gerzhadeg difeuls da vont da Bariz evit ar Sul 26 a viz Mae.
“Deuet int a-benn daoust m’int bet lakaet diaes meur a wech gant ar polis a c’houlenne o faperoù betek teir gwech bemdez ; dreist-holl e vez aozet bep sizhun beilhadegoù sioul e pep korn a Vreizh : e Brest, Sant Brieg, Roazhon, Dinan, Naoned, Gwened, an Alre, An Oriant, Kemper.
Nevez’so ez embannas ar skrivagner ha rener strollad c’hoariva Goulc’han Kervella en doa devet e Wenn-ha-Du e traon e liorzh o welout anezhañ ken niverus er manifestadegoù-se na zifennfent ket hervezañ an talvoudoù a zo stag ouzh hor banniel.”
Derc’hel a ra EAT er c’hontrol “da c’hervel an holl vrogarourion vrezhon d’en em gavout er manifestadegoù-se ha da vanifestiñ e brezhoneg ha gant banniel Breizh, en anv an talvoudoù uhelañ hag a glot a-grenn gant linenn istorel hor bro : an talvoudoù a warez ensavadur an Tiegezh, ar vugale, ensavadur ar Briedelezh kristen, uhelvennad ar santelezh skoueriet ken mat gant hor Sent kozh ha gant ar re a zo bet d’o heul e prosesion vras ar Vrezhoned a-dreuz ar c’hantvedoù abaoe maz eus eus hor bro.”
“Talvoudoù Breizh a viskoazh a zo merket don gant an doujañs ouzh al lezenn naturel, dre maz eo intret sevenadur Breizh gant ar feiz kristen. Neb a anavez istor Breizh a oar an dra-se. Talvoudoù sevenadur an Ankou eo er c’hontrol ar re a zo difennet gant ar c’hwegonteizhidi a Vreizh o deus labouret kement evit saveteiñ hor yezh hag he sevenadur abaoe ar bloavezhioù ’70 (hag a zo mat !) met distaolet o deus war ar memes tro re alies ar gwir talvoudoù a zo stag pivelezh wirion hor bro hag ez int aet da heul brizhfrankizioù : ar frankiz revel pergen, a gas d’ar sevenadur eus an Ankou : Hilastalerezh… diforc’h-bugale … kealiadurezh ar gender … dimezi ar pared heñvel o reizh… warc’hoazh PMA ha GPA da heul. Emaomp gant un diskaradur rakwelet abaoe 50 vloaz eus ensavadur an Tiegezh.
Er “file” (steudad) se ez eus anv eus implij ar yezh er familhoù a vremañ. Kentelius eo.
BALEADENN, PENNDEVEZH STAJ BREZHONEG, SONADEG :
A-benn nebeut, ur valeadenn e Traoñienn ar Sent e Karnoed, gant ur friko da-heul ! Gant Kalon Plouha e vo kinniget c’hoazh d’an holl izili (pe izili da zont) a fell dezho ur penndevezh staj, disadorn beure (15/06/2013 / 9e-12e) er skol sonerezh e Plouha (bali Laenneg). Ur sonadeg a zo raktreset ivez a-benn an hañv…
pgz. 02 98 93 77 60 (Tomaz)
pe : kalon.plouha
Da c’houzout a-hend-all, Gouelioù (ar brezhoneg) e Goueloù a vo c’hoazh er bloaz-mañ, adalek ar 5 betek an 9 a viz Eost 2013 : deuit da zizoleiñ ar pezh a vo kinniget war : http://kalon.plouha.voila.net/Bnevez.htm
pgz. 02 96 22 49 79 (Fañchig)
Adkavit hon holl geleier (re all a zo !) war hol lec’hienn http://kalon.plouha.voila.net/index.html
ha na dermit ket da skrivañ dimp m’ho pez evezhiadenn pe evezhiadenn war he divoud pe un ditour bennak da c’houlenn diganimp.
Skipailh Kalon Plouha
Leun a draoù a c’heller ober da vrezhonekaat e vuhez-pemdez ha na soñjer ket bepred enno. Daou dra a zo mesket rak dre ober gant ar yezh en hor buhez pemdez e kemeromp ^perzh en un doare efedus-tre er stourm evit ar yezh. War ober emañ ar roll-mañ : kasit mar plij hoc’h evezhiadennoù !
Un afer arc’hant eo ar yezh ive
Ar vuhez foran :
Ouzh ar vugale, ar vuhez familh
Traoù “bihan” all :
D’an 12 a viz Kerzu 2013 a verko dek ha tri-ugentvet Deiz-ha-Bloaz drouklazh an Aotrou Perrot, Doue d’e bardono, e Skrigneg.
Da zerc’hel an eñvor eus an den meur-se, difenner Breizh, ha difenner he Feiz kristen hag he yezh eo bet moulet ur gartenn-eñvoriñ a-ziforc’h gant an arzourez Anne Floc’h, merc’h-vihan Yves Floc’h, ur c’houer bihan a Blougerne aet da gelenner war al livouriezh a-drugarez d’an Aotrou Perrot. E diabarzh ar gartenn kartoñset eo bet lakaet ar “bPedenn d’an Aotrou Perrot” bet skrivet gant Anjela Duval, gant un droidigezh e galleg.
Mat e vo deoc’h mont da weladenniñ lec’hienn an arzourez vrezhon da brenañ imajoù santel evit pask ar vugale da skouer, ha traoù all c’hoazh. Lod a zo e brezhoneg.
E Kemper d’ar sadorn 25 a viz Mae : Istor Breizh adalek an 12vet kvd (Kevredigezh Vrezhon)
E Loperc’hed d’ar Yaou 30 a viz Mae : Baleadenn e Rostivieg-Loperc’hed 18e 30 (Gorre ha Goueled)
Barr-avel, le blog du nationalisme breton
Lec'hienn embannadurioù "Ar Gouloù Gwenn"
"Tost-tost ouzhit emañ Komz Doue, ez kenoù emañ, hag ez kalon, ma seveni anezhi." (Adl 30, 14)
Traouigoù diwar-benn ar verdeadurezh a-genwerzh
Un digarez de skriù Brezhoneg
bed ar faltazi
(pe un tammig nebeutoc'h)
Breizh dieub ha sokialour
Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez.