Kannadig Imbourc’h Du-Kerzu 2015 (niv. 93)

golo KI

Gant an niverenn diwezhañ-mañ eus ar bloaz 2015 e talc’h “Kannadig Imbourc’h”, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù, da deurel ur sell war an darvoudoù en Emsav, e Breizh hag er bed e brezhoneg gant ur savboent broadelour kristen :
– War an dic’houest ma-z omp da stourm a gevret en Emsav , gant Donwal Gwenvenez ; – Danvez preder, gant Paol Kalvez ;
– Arouezouriezh kristen gant Olavo de Carvalho ;
– Homelienn Nedeleg Yann Talbot ;
– Notennoù Yann Maneguen ;
– Buhez Emglev An tiegezhioù ;
– Buhezskrid verr Jozef Lec’hvien, gant T. Gwilhmod.

Klikañ amañ evit pellgargañ Kannadig 93.pdf

 

 

 

NEDELEG 2015

 

Oferenn ar Pellgent e brezhoneg a vo lidet en iliz Mousteruz (Parrez Gwengamp, war hent Kallag) d’ar Yaou 24 a-viz Kerzu 2015 da 8 eur-noz.
Pedet eo pep hini da zont da ganañ kantikoù brezhonek, ha da lidañ donedigezh ar Mabig Jezuz en hor bed.

Tu a vo da selaou an oferenn dre radio France Bleu Breizh-Izel 93.0 MHz pe er bed a-bezh dre internet :