KATEKIZ AR VUGALE (2017) a zo un droidigezh rik diwar unan e galleg en deus graet berzh adalek 1936 betek hiziv c’hoazh (adembannet e teir levrenn e ti ELOR). Bez ez eo ul levr A5 “dremmwel” 250 pajennad gant 120 skeudenn. 45 euro franko e koust. EAT, 24 Kergreven 29800 Trelevenez met evit netra e c’heller kaout ar fichennaoueg anezhañ en ur skrivañ da mailto:eat@orange.fr
pe en ur bellgargañ dindan odt writer amañ war-eeun : katekiz-bugale Imbourc’h 2017 pe ar PDF a-us.
Ebrel 2016 va c’hatekiz bihan esae gant skeudennoù katekiz Tolra 1943 Amañ “Va c’hatekiz bihan Tolra” skannet.
Evit an dud deuet : Diverradur katekiz an Iliz katolik, ul levr 250 pajennad skrivañ dimp
Katekiz goulennoù-respontoù bet savet gant Hon Tad santel ar Pab Sant Pius X : Katekiz bihan Sant Pius X
Katekiz bihan goulennoù-respontoù savet goude Vatikan II
Arroudoù eus KATEKIZ AN ILIZ KATOLIK tr. Jozef Lec’hvien diwar embannadur 1998 e galleg ; diembann e brezhoneg.
Katekiz a vez aozet, a-wechoùigoù e klasoù divyezhek skolioù kristen ‘zo (goulenn !…).
Kaieroù katekiz gant kanaouennoù a gaver e ti Minihi Levenez : skrivañ dezhañ
Levrioù katekiz all, koshoc’h, a zo bet embannet e brezhoneg. O amprestiñ a c’heller war zivizoù ‘zo digant hol levraoueg.
Anv ez eus bet da aozañ ur c’hamp katekiz abaoe pell.
Pingback : Pedennoù war lec'hienn Kemper
https://emglev.wordpress.com/katekiz/comment-page-1/#comment-182