Pedenn an Tad de Foucault [Kristenion Breizh]

Va Zad,

obraz_boga_ojca

en em lakaat a ran etre Ho Taouarn ;

en em reiñ a ran Deoc’h,

fiziout a ran Ennoc’h.

Grit ac’hanon ar pezh a blijo Deoc’h ;

Forzh petra a reot ac’hanon,

Ho trugarekaan a galon.

Prest on evit kement tra ‘vo,

va asant klok a roan da gement a c’hoarvezo,

evit ma vo graet Ho Polontez warnon,

hag evit ma vezo graet ivez Ho Polontez

gant Hoc’h holl grouadurioù,

ne fell din netra all, Va Doue.

Lakaat a ran va ene etre Ho taouarn :

he reiñ a ran Deoc’h, va Doue,

gant holl garantez va c’halon,

peogwir Ho karan,

ha ma-z eo evidon un ezhomm a garantez

en em reiñ.

En em lakaat a ran etre Ho Taouarn,

hep kontañ, gant ur fiziañs diharz,

dre ma-z oc’h va Zad. »

Tad Charlez a Foucauld

Taolenn Kannadig Imbourc’h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù 91 Mae-Mezheven 201 5

Kannadig Imbourc'h 91

Daoust hag europat eo c’hoazh al loman ? gant Donwal Gwenvenez

Ar Bibl Santel (1/2) (An aozerien) gant Tepod Gwilhmod

Meizad uhel ebet gant Olavo de Carvalho (tr. Iwan Delanoy)

Moc’h Gadara, pe ren an danvezelouriezh gant Youenn Troal, beleg

Notennoù diwar an darvoudoù gant Yann Maneguen

Diruzadur steroniel ar gerioù gant Yann Mikael

Buhez Hon Emglev (Disoc’h crowdfunding Bannoù Treset Stez Tereza Breuriezh Sant Erwan)

Kañv : Guy Etienne. Klikañ aze evit pellgargañ  Kannadig 91.pdf

Aet eo Jozef Lec’hvien da Anaon.

Mignoned kêr,

Aet eo an Tad Jozef Lec’hvien da Anaon.

E Kengor Feiz ha sevenadur hag en Emglev An Tiegezhioù e oa oberiant c’hoazh, o labourat ouzh e urzhiataerez betek ar penn, daoust d’e oad ha d’e yec’hed (e zaoulagad hag e zivskouarn pergen) a yae war fallaat.

Bemdez e lavare e Vrevial e brezhoneg a drugarez da labourioù ur skipailh a veleien ma-z eo eñ an diwezhañ anezho o vont da Anaon : Klerg, Maodez Glanndour, Bourdellez, Pêr ar Gall, Maoris ar C’hollo…

Ar wech diwezhañ m’e welis, en ospital Pempoull nevezik ‘zo, e lavaras, sirius-tre, edo o c’hortoz bezañ kemeret gant Doue en e varadoz “daoust d’am holl mankoù”.

Pedomp evitañ eta.

Lidet e vo e obidoù Digwener da 2 eur hanter en iliz Plaeraneg.

a wir galon, Tepod Gwilhmod, evit EAT.