Galvadenn-pediñ evit Kristenion ar Reter-Nesañ

Keneiled vat,

da heul an darvoudoù er Reter Nesañ, e Libia, e Nigeria, en Niger hag e lec’h all
e c’hellfemp-ni, evel Kristenion Vrezhon hag evel Bretoned pa ne ve ken,
ober un draig bennak evit Kristenion ar Reter Nesañ
a vez skrapet (kantadoù e Siria, e Nigeria),
dic’houzouget (Libia, Irak), tangwallet o ilizoù (Niamey e Niger),
hag a rank divroañ (kantmiliadoù a dud eus Irak ha Siria)
hep na vefe chalet kement-se ar c’hedveno e abeg d’ar meziennoù na reont ket o labour
(e-skoaz gant degouezh al lazhadeg e burevioù Charlie Hebdo e oant deuet a benn da lakaat kantmiliadoù a dud da ziskelañ er straedoù…).

Anat eo n’eo ket a-walc’h lavarout hor soñj e kelaouenn Emglev An Tiegezhioù :
un dra bennak ez eo atav, a-bouez da ober evelato, rak, ma n’hellomp koulz
lavarout netra dirak an darvoudoù :
da vihanañ holl e servij hor c’hannadig d’hor sikour da vezañ spiswel.

Setu perak e c’halvan izili ha mignoned Emglev An Tiegezhioù da ouestlañ muioc’h a amzer en o fedenn evit kristenion ar Reter Nesañ.

Ar veleion a resev ar c’hemenn-mañ a c’hello marteze hor gervel d’ur veilhadeg bennak, pe d’un Oferenn evit ma c’hellfemp pediñ a-gevret evito
ha diskouez war-un-dro ez eus c’hoazh e Breizh kristenion kar-o-bro n’int ket diseblant ouzh o breudeur eus ar Reter-Nesañ e-kreiz reuzioù spontus.

Tu a vo da zastum arc’hant en hon anv da gas dezho, dre un aozadur evit “Skoazell d’an Iliz en Dienez”, pe un all…

a un galon ganeoc’h eta, er bedenn evit hor breudeur er feiz,

Tepod Gwilhmod

GS : Al lizherel-mañ a zo kaset da holl izili Emglev An Tiegezhioù pe da vignoned tost. Ma digarezit ma n’hoc’h ket evit resev va c’hemennoù a zo o fal buhezekaat un tammig bihan bedig-bed ar vrezhonegerion gristen. Ma n’hoc’h ket evit o resev ken ez eo a-walc’h deoc’h kas en-dro al lizherel hep tamm meneg ebet. Trugarez deoc’h.

Kannadig Imbourc’h 89 Genver-C’hwevrer 2015

Taolenn Kannadig Imbourc’h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù 89 Genver-C’hwevrer 2015

Evel un tsunami war Vro-C’hall
gant Yann Mikael
(Da heul an darvoudoù en-dro d’al lazhadeg e burevioù Charlie Hebdo e miz Gever, levr Houellebecq, h. a.)

Kêrvrezhon, un arnod da sevel ur geriadenn vrezhonek (2/2)
gant Tepod Gwilhmod
(diskleriadur daou diegezh brezhonek ; addisplegoù)

Pelec’h emañ Bugale Diwan ?
gant T. Gwilhmod
(e sigur abadenn ziwezhañ “Allah’s Kanañ” ; kudenn emouestladur bugale Diwan e stourm an Emsav hag ar fed na savot ket tiegezhioù)

Sklerijenn ar Bed eo Jezuz
gant Youenn Troal, beleg

Notennoù diwar an darvoudoù
gant Yann Maneguen

Sant Kurillos ha Sant Metodos
gant Paol Kalvez

Buhez Hon Emglev :
embannadur “Lumen Fidei”, Kelc’h-lizher HTS Frañsez, e brezhoneg : arrouden eus al levr diwar-benn ar yezhoù.
-Roll an oferennoù brezhonek e miz meurzh ha miz ebrel.

Klikañ amañ evit pellgargañ ar C’hannadig 89.pdf

(da 15 euro e sav ar skodenn emezellañ a ro ar gwir da resev ar c’hannadig moullet ha kaset deoc’h dre ar post)