Da reizhañ e Bibl EAT

Mark 9, 29  : “dre ar bedenn hag ar yun“.

Ar ger “yun” a zo bet lammet diouzh holl droidigezhioù kempred eus ar Bibl, nemet diouzh hini Chouraqui. Ar ger-mañ a gaver padal e Vulgata Stuttgart dre m’hen gaver e holl dornskridoù ar Vulgata nemet unan. E gavout a reer ivez en darn vrasañ (tost an holl evit gwir) eus an dornskridoù gresianek (ha siriek, koptek…) ha pergen er papirus 45 eus an trede kantved, hogen n’emañ ket e daou eus an tri codeks a zo sellet evel ar re wellañ. Anv ebet ken eus ar yun eta… un dra ret, hervez Hor Salver, koulskoude, evit argas diaouloù ‘zo…

Lukaz 16, 25

25 Va bugel, a respontas Abraham, az pez soñj ec’h eus bet da eurvad e-pad da vuhez.

Ar ger “bona ” eo e latin, da lavaret eo “madoù”. Ret eo treiñ eta :

25 Va bugel, a respontas Abraham, az pez soñj ec’h eus bet madoù e-pad da vuhez

Disoc’h tost pevar bloaz labour Bodad ar Bibl.

Tost echu eo ganeomp labour adlenn ar Bibl penn-da-benn : evit lenn anezhi, klask “Kristenion Breizh”/Bodad ar Bibl.
Bremañ hon eus ur Bibl katolik arnevez en hor yezh.

Setu dre ar munud doare pep tamm anezhi :

Troerien «ar Bibl Santel» EAT.

Pentateuk, Josoua : An Tour-Tan + Liderezh Klerg 1971 (testennoù a gaver el liderezh).

Barnerien : Maodez Glanndour (pe Klerg ) da ziazez, gwellaet o keñveriañ gant hebreg An Tour-Tan + Liderezh Klerg 1971.

Rout : An Tour-Tan da ziazez + gwellaet gant troidigezh MG + Liderezh Klerg 1971 (anat eo ec’h anaveze labour MG).

Samouel, Rouaned, Danevelloù, Ezras, Nehemias, Tobit : An Tour-Tan + Liderezh Klerg 1971.

Judit : An Tour-Tan. Ar vamm-skrid gresianek troet gant MG a zo re bell diouzh testenn an Nova-vulgata.

Ester : Maodez Glanndour.

Makabeed I : An Tour-Tan da ziazez + Liderezh Klerg 1971.

Makabeed II : Troidigezh gant Klerg + keñveriet gant hebraeg An Tour-Tan + Liderezh Klerg 1971.

Job : Maodez Glanndour.

Salmoù : Maodez Glanndour adwelet gant Paol Kalvez ha Job Lec’hvien.

Krennlavarioù, Kohelet, Kanenn ar C’hanennoù, Furnez Salomon, Furnez Ben-Sirak, Izaias : Maodez Glanndour

Jeremias : Maoris ar C’hollo adwelet gant Maodez Glanndour.

Klemmganoù, Barouk, Ezekiel : Maodez Glanndour

Daniel : Pêr ar Gall, adwelet gant Bourdellez, adwelet gant Maodez Glanndour, keñveriet gant an Tour-Tan. + Liderezh Klerg 1971.

An 12 profed bihan : Maodez Glanndour. (Habakouk, Hodia Joel, Yona e Kenlabour gant Klerg)

Aviel Sant Mazhev : An Tad Medar, adwelet gant Maodez Glanndour, adwelet gant Job Lec’hvien.

Avieloù St Mark, St Lukaz, St Yann : Klerg adwelet gant Maodez Glanndour.

Oberoù an Ebestel : Maoris ar C’hollo adwelet gant Maodez Glanndour.

Lizhiri : Klerg adwelet gant Maodez Glanndour.

Diskuliadur Sant Yann : Maodez Glanndour.

Pep tra a zo bet adlennet ha reizhet gant Job Lec’hvien, ha “Bodad ar Bibl” dindan atebegezh Tepod Gwilhmod goude.

Oberoù an Ebestel : istor an droidigezh

 

Elizher Klerg d'ar C'hollo 1965 dielloù Emglev A Tiegezhioù hon eus kavet penaos e voe graet troidigezh Oberoù an Ebestel.
– War c’houlenn Loeiz ar Floc’h (Maodez Glanndour), e reas Maoris Ar C’hollo un droidigezh kentañ ;
– kas a reas anezhi d’an Aotrou Barbotin, eus eskopti Roazhon, gouizieg war ar Bibl (gant Paol Kalvez e skrivas al levr “Petra eo ar Bibl ?” embannet gant Imbourc’h)
– Da c’houde en em gavas gant Marsel Pajenn gentañ Oberoù an Ebestel ar C'hollo reizhet gant Klerg 1965Klerg e Bulien, a lakaas evezhiadennoù niverus a-walc’h, embann a reomp amañ ul lizher anezhañ, a echu gant “evit an Aotrou Floc’h n’ouzon seurt”, a verkfe e oa moarvat dizemglev etrezo o-daou.
– 6 vloaz goude, e 1971, ez embannas AL LIAMM troidigezh an Oberoù, kemmet c’hoazh an destenn gant an aotrou Floc’h a anaveze ervat ar gresianeg.

Diouzh ar brouilhed a zo en hor c’herz e c’heller lavarout eo bet miret gant Loeiz ar Floc’h an droidigezh dre vras, an notennoù hag ar ger digeriñ bet savet gant Ar C’hollo.

 

 

 

 

Gant ar Vakabeed ez eo echu hon adweladenn eus ar Bibl

Diwar testennoù an Tour-Tan e chom diazezet an droidigezh-mañ.

Tennet hon eus splet eus labourioù an Ao. Marsel Klerg, bet savet en ur brezhoneg resis hag aes da intent.

  • Liv limestra : An Tour-Tan ;
  • Liv glas : Diwar droidigezh Klerg al levr oferenn war ar Pemdez
  • Liv gwer : Testenn goshoc’h eus 2 Makabeed hepken, gant Klerg, bet kavet e KDSK Gwened.

Gant an destenn-mañ ez eo klok bremañ ar Bibl katolik a zo da vezañ kinniget da Roma evit an aprou. Da c’hortoz e chom kalz a labour :

  • – ouzhpennañ an notennoù ‘zo d’ober : unan zo krog d’hen ober hag ezhomm ez eus skoazell war ar poent-mañ da vont bunanoc’h (ul labour bizskrivañ n’eo ken) ;
  • – kemm stumm kalzik anvioù tud hervez goulenn Roma war ar poent-se ;
  • – prientiñ an embannadur eus ur Bibl klok dereat en hor yezh.

Makabeed 1 ha 2 ABS klok TT&Klerg.odt

Kanenn ar c’hanennoù hag an daouzek profed bihan

Evit gwelout dre ar munud hol labourioù, mont d’ar bajenn https://emglev.wordpress.com/bodad-ar-bibl-santel/

Kanenn ar c’hanennoù ABS.odt  Benveg-labour :  Kanenn ar c’hanennoù klok.odt

Ozea ABS.odt   Joel ABS.odt   Amos ABS.odt    Yona ABS.odt   Mic’ha ABS.odt

Habakouk ABS.odt      Nahoum ABS.odt    Zakaria ABS.odt      Hagai ABS.odt    Sefania ABS.odt

Benvegoù-labour : Abdia klok.odt     Amos klok.odt     Habakouk klok.odt     Hagai klok.odt      Joel klok.odt

Jona klok.odt           Malac’hia klok.odt   Mic’ha klok.odt

Nahoum klok.odt    Ozea klok.odt   Sefania klok.odt    Zakaria klok.odt

Bodad ar Bibl : Ar profed Daniel ha Tobit adwelet

Tamm-ha-tamm e kempennomp ur bibl katolik a zoare enhor yezh o klotañ eta gant an “Nova Vulgata” e latin.
Sellout ouzh https://emglev.wordpress.com/bodad-ar-bibl-santel/ evit heuliañ al labourioù.
Al liv glas-tañval = Klerg diwar al latin
Al liv Gwer = skipailh Maodez Glanndour diwar ar gresianeg
Al liv limestra pe roz = Bibl an Tour-Tan diwar an hebraeg

Laouen omp bepred da resev evezhiadennoù.
Tobit klok.odt  Tobit ABS.odt

Daniel 1-5.odt  Daniel 6-8.odt
Daniel 9-10.odt  Daniel 11-dibenn.odt  Daniel ABS.odt

Ar Bibl Santel (ABS) : Samouel 1 & 2 ; Danevelloù 1 & 2 adwelet.

Setu amañ testennoù gwellaet evit Samouel 1 ha 2 ha Danevelloù 1 ha 2 hag ar c’hemmoù degaset dre ar munud :

Samouel 1 1-10.odt
Samouel 1 11-20.odt
Samouel 1 21-31 (dibenn).odt
Samouel 1 ha 2 ABS.odt
Samouel 2 1-10.odt
Samouel 2 11-19.odt
Samouel 2 20-24 (dibenn).odt
1 Danevelloù klok.odt
2 Danevelloù klok.odt
Danevellloù 1 ha 2 ABS.odt