Sant Gwenole

Bep bloaz e vez pardon Sant Gwenole en abati sant Gwenole Landevenneg da zeiz kentañ miz Mae.
Pa oa bet adsavet an abati adalek 1950 e oa bet graet ur vedalenn gant Pêr Peron, a lakaomp amañ gant aon ma ve dianket. Stil ar seizh breur a zo warni, anat eo.

Karnel Penn-ar-C’hrann

Un tammig enklask am eus graet war derou un enskrivadur brezhonek hir a-walc’h am boa damlennet e deroù miz Du, a-us da zor chapel bered Penn-ar-C’hrann, o vont er-maez eus an Oferenn zivyezhek a vez en iliz-parrez-se, kaer-meurbet, bep sul kentañ ar mizioù ampar.

E niverenn brizius eus Gwalarn, 144-145 1942 a ro disoc’h un enklask war an enskrivadurioù brezhonek e Breizh-izel. Ne gavis roud ebet. Dre internet e kavis, avat, ha setu-eñ, deiziadet eus 1594 :

CHAPELL DA SA(NT) ITROP/ HA KARNEL DAR LAK(A)T ESQ(E)RN AN POPL.

Da lavarout eo «Chapel da sant Eutrop, ha karnel da lakaat eskern ar Bobl».

Enoret bras e oa bet Sant Eutrop er pemzekvet kantved dre ma oa deuet a-benn Aotrou Rozampoull e Plougonven da gaout ur «vulenn» kant devezh induljañs digant ar Pab evit e chapel Sant Eutrop… Neuze e kaver roud eus ar sant e Penmarc’h, Lokorn, Bodmeur, Roznoen, ha neuze Penn-ar-C’hrann, daoust ma voet tennet kuit buan eus Goueler eskopti Kemper dre ma oa ur «sant estren».

Perak e voe gouestlet da Sant Itrop pe Eutrop ? Marteze ez eus aze ul liamm gant irienn ar Brotestaned e Frañs rak gwreg Aotrou Rozampoull a oa eus Kêr Saintes e lec’h e oa bet eñ gouarnour, ur gêr m’emañ enni iliz-veur Sant Eutrop, a zo bet difennet start gant ar gristenien chomet feal d’ar Pab, just a-walc’h. Ar gehelerezh da Sant eutrop a vefe bet, evit Aotrou Penn-Ar-C’hrann un doare da enebiñ ouzh an disivouderien brotestant. Pevar bloaz goude savedigezh ar chapel, e voe Skrid An Naoned gant ar roue Henry IV, e 1598.

Piv a savas ar chapel-se ? D’ar poent-hont, Aotrou kastell «Le Chef du Bois», «Penn-ar-C’hrann» a oa an Aotrou Kêrsulguen a Gêrlozreg. Bez edo e montroù Parrez Plouziri e 1534. Yec’hann, bet ganet war-dro 1558 a voe moarvat an hini a lakaas ar chapel da sevel. Pennhêrez Penn-ar-C’hrann a zimezas gant Frañsez Ar Gonideg a Gêrbizien1. Karc’hariet e voe e Karaez e-pad an Dispac’h, hag he c’hoar vihan, an Itron a Lezgwern a hêrezas.
Tra rouez-tre e Frañs, ez eo chomet perc’henniezh ar chapel da aotrou ar barrez, ha n’emañ c’hoazh evit bremañ na d’ar gomun, na d’ar barrez, met da berc’henned ar c’hastell.

N’eus ket kalz a enskrivadurioù kozh e yezh ar bobl e ilizoù Breizh-izel. Un dra a zo heverk eo e vezont kavet stankoc’h e tolead Landerne : e Trelaouenan, er Merzher-Salaün, war chapel Sant Drien Plougastell hag e Penn-ar-C’hrann eta. Me ‘laka an dra-se war gont ar binvidigezh a oa er vro a-drugarez d’al lin, etre daouarn un nebeud tiegezhioù diwar ar maez, anvet ar “Juloded”, o deveze ouzhpenn-se nebeut a vugale, hag a zimeze etrezo. Se en deus devoudet war ur rummad a vrezhonegerien en o aes n’o doa ket dilezet ar yezh evit kelou-se p’o deus dalc’het da chom war ar maez, e-lec’h e chomas ar brezhoneg roue war an dachenn betek ar Brezel bras.

T. G.

1Hevelep tiegezh, met a bell-tre hag hor yezhadurour meur, a oa eus ar skourr Ar Gonideg a Gêrdaniel.

 

Ti Post Dulenn 1916 : Deiz ha bloaz e Koad-Kev 2016

(Testenn lenet e-harz kroaz drouk-lazh an Aotrou Perrot, abostol Feiz ha Breizh)

Da Lun Fask 2016 en em savas brogarourien Iwerzhon a-enep an impalaerezh saoz. Kant vloaz’zo abaoe eta.

D’ar 24 a viz ebrel e voe aloubet gant ur mil bennak a Emouestlidi Iwerzhonat Ti-post bras Dulenn hag un nebeut lec’hioù all. Displeget e voe ar banniel gwer-glas-orañjez, banniel broadel Iwerzhon, war talbenn an ti-post hag embannet Republik Iwerzhon. Sebedennet e voe an arvesterien, met digas pe zoken disfizius e chomas an darn vrasañ eus an engroez. D’ar c’houlz-se e oa ur bern Iwerzhoniz oc’h en em gannañ er Frañs en arme saoz a-enep an Alamaned ha gant se e oa gwelet an Emsavidi evel treitourien. Pebezh rann-galon evito ! Bez’ e oa bet koulskoude, unan bennak kalonek a-walc’h evit huchal : « Bevet Iwerzhon Dieub ! »

An deiz war-lerc’h e teredas milieroù a soudarded saoz armet-mat, kanolioù ganto zoken pa ne oa gant an darn vras eus an Iwerzhoniz nemet armoù kozh-Noe. C’hwec’h devezh e padas ar bec’h. D’ar pevare deiz e teuas an ti-post da vezañ un ifern gant an tan-gwall a oa kroget ennañ dindan bombezennoù-tan ar Saozon. D’an 29, pa grogas ar Saozon da lac’hañ siviled, e tivizas Padrig Pearse, rener an Emsavidi, paouez gant an emgann hag en em zaskoriñ.

Kalet e voe ar c’hastiz : kondaonet e voe an holl renerien d’ar marv ha fuzuilhet e voent holl war-bouez pevar :

D’an 3 a viz mae, ar barzh Padrig Pearse, Tom Clarke ha Thomas MacDonagh.

D’ar 4, Michael O’Hanrahan, Joseph Plunkett hag Edmond Daly.

D’ar 5, Sean MacBride

D’an 8, Cornelius Colbert, Eamon Ceannt, Sean Henson ha Michael Mallin.

D’an 12, Sean MacDiamarda ha James Connolly, fuzuilhet azezet war ur gador dre ma ne oa ket gouest da chom en e sav gant ar gloazet e oa bet.

Kondaonet d’ar marv ivez, Eoin MacNeill, Eamon De Valera, ar gontez Markiewicz ha William Congrave a voe kemmet o c’hastiz d’ar prizon da viken.

Tri bloaz goude, da heul an dilennadegoù kentañ goude ar brezel ez eas ar maout gant ar vroadelourien ha d’an 21 a viz genver 1919 e voe kadarnaet Republik dieub 1916. Dont a reas Eamon De Valera, stourmer kalonek 1916 da vezañ kentañ prezidant republik Iwerzhon. Pezh a ziskouez eo arabat fallgaloniñ. N’eo ket en aner o doa harozed 1916 skuilhet o gwad.

Abaoe kantvedoù emañ ar republik c’hall frañmasonek, a heuge kement an Aotrou Perrot, o klask lazhañ ene Breizh. Ur gammed ouzhpenn war-raok he deus graet : aezetaat aloubidigezh ar relijion vuzulmat, dre gasoni ouzh ar gristeniezh. Pedomp an Aotrou Perrot evit ma savo ur rumm nevez a Vretoned kalonek gouest da argas an euzh-se.

Breizh atav ! Erin go bragh ! »

L. K.
Diwar blog Adsav