Kannadig Imbourc’h Niv. 86 Mae-Mezheven 2014

33152_1

Taolenn Kannadig Imbourc’h Niv. 86 Mae-Mezheven 2014 :

– Reuz e Kemper : afer an eskob Le Vert, gant T. Gwilhmod ;
– Aristoteles dic’haouet, gant Olavo de Carvalho, tr. Ewan Delanoy ;
– ar pevare gourc’hemenn, gant Donwal Gwenvenez ;
– Ar mogerioù ouzh hon dispartiañ diouzh Doue, gant Yann Talbot ;
– Bleunioù piz evit hor mamm, gant Yann Mikael ;
– Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen ;
– Oberiantizoù hon Emglev ;
– In Memoriam : Alan souffez-Despré ha Finotte Péresse ;
– Liseidi an Naoned gwisket evel merc’hed, barzhoneg gant H. Hude.

Lenn en-linenn : Kannadig 86.pdf

Hon anaon : Alan Souffez-Despré

D’ar Gwener 13 a viz Mezheven e oa bet obidoù Alan Souffez-Despré e iliz-parrez Gwipavaz

Edo o vont da dizhout 83 bloaz. Eus un tiegezh notabled eus Brest ha kostez Lesneven e oa. Anavezetoc’h e oa en Emsav e vreur koshoc’h, ar c’homandant Youenn Souffez-Despre (+1998), bet oc’h ober a-zevri war-dro E.A.T. e-pad pell amzer. Ar spered brezhon a zo bev en tiegezh-se a-drugarez d’o zad a skoazelle Yann-Vari Perrot.
En Emsav e oa politikeloc’h e emouestl eget e vreur: e Strollad ar Vro e kemeras perzh da skouer. Labouret en doa en Afrika, ha pegen er Gabon war-dro an eoul-maen.Kas a rae arc’hant d’e vreur da gellidañ “Oaled Sant Erwan” e Brest, hag e reas kalz war-dro “Iliz e Breizh”, al luskad dres goude Vatikan II a vroude ar parrezioù da aozañ oferennoù brezhonek, hag a reas berzh e-pad daou vloaz bennak hepken en abeg da lanv ar galleg e pep lec’h e Breizh.

Fiziet en deus e Emglev An tiegezhioù e zielloù war “Iliz e Breizh”, kartennoù ha lizhiri, al lizhiri a reseve digant e vreur Youenn, hag al levrioù a denn da gudenn Breizh diouzh savboent ar CELIB, Yann Fouere, Strollad ar Vro, ha re all c’hoazh.

Doue d’e bardono ! D’ e wreg Danièle ha d’e vugale Erwan, Mael, Euriel, Ronan, Gwenola ha Jildaz e kasomp hor gourc’hemennoù a gengañv.