Meneger deizlevrioù Youenn Olier 1945-1966

Setu amañ dindan ur benveg a vo servijus d’ar re a garfe kavout titouroù war an dud hag an aozadurioù a yae d’ober an Emsav etre 1945 ha 1966 : Meneger deizlevrioù Youenn Olier renket hervez urzh al lizherenneg (41 p.).
Levrennoù an deizlevr a c’heller kavout e KDSK Gwened, e levraouegoù-kêr Brest ha Roazhon, er CRBC e Brest, e Levraoueg Penn-ar-bed Kemper, hag e Lefregell Genedlaethol Cymru (Levraoueg Broadel Kembre) en Aberystwyth. Kalz anezho a c’heller pourchas c’hoazh digant Emglev An Tiegezhioù.

Filmouigoù Youenn Olier

e-lec’h e weler tiegezhioù ha beleien EAT.

Filmig «Kamp (KEAV) Rostren 1965»

https://www.cinematheque-bretagne.bzh/Base-documentaire-Kamp-Rostrenen-426-12566-0-194.html?ref=

1,02 31 Leurgêr al lisoù Roazhon Emvod Emglev An Tiegezhioù

1,21 Youenn Souffes Despré gant ur beleg, marteze an Abad Poisson

1,54 Alan Al Louarn

2,09 Mikael Duval kelenner war ar Gwir (an den a vent uhel)

303 Frañsez Kervella ar yezhadurour (blev gwenn)

3,37 Maodez Glanndour

3,43 Gwilherm Dubourg beleg

3,55 ? Ao. Ao. beleien Armañs Ar C’halvez ha Bourdelles ?

6,34 Annette Couée, pried Youenn Olier

11,48 Ballon

14,30 ? Skol I.V. Rostren ?

17,20 Sant Servez Kallag

Filmig «Lannion»

https://www.cinematheque-bretagne.bzh/Base-documentaire-Lannion…-426-12565-0-194.html?ref=

8.00 e Ballon (anavezet eo dre ma weler ar groaz)

11,00 Youenn Souffes

14,00 Annette OLIER hag Ivona Martin, ?Vefa de Bellaing ?

Filmig eured Youenn Olier gant Annette Couée

https://www.cinematheque-bretagne.bzh/Base-documentaire-Mariage-426-12538-0-193.html?ref=

e-lec’h e tamweler Nouela Olier-Louarn hag an Abad Blanchard a lidas an eured.

Sellout ivez ouzh :

https://www.cinematheque-bretagne.bzh/Base-documentaire-426-0-0-0.html?ref=839ed80bae8c7de002af98b0805aac8b

https://www.cinematheque-bretagne.bzh/Base-documentaire-426-0-0-0.html?ref=77d31925b9c558b78ec160b72a043d28

Ha sinet hoc’h eus an ervennadeg-mañ evit ar yezhoù ?

Tennañ a ra d’ur sinadeg simpl evel ar re all met n’eo ket ! Ur gwir benveg demokratelezh dihanterat savet e 2012 gant Unvaniezh Europa (UE). Ur benveg lezennel, met dizanav gant an dud, eo an Intrudu kumuniezh europat : da sinañ a-raok ar 4 a viz Ebrrel.

Ur roll a ginnigoù lezennel eo ar Minority Safepack evit gwareziñ ar minorelezhioù broadel dre reoliadurioù reoliek evit broudañ gwirioù ar minorelezhioù, gwirioù o yezhoù ha gwareziñ o sevenadurioù. E berr gomzoù eo ar pal reiñ ur statud europat d’ar yezhoù bihanniver ha d’o sevenadurioù.

Ma vefe sinet an intrudu gant ur milion a geodedourien Europa (a orin eus seizh stad europat da nebeutañ) e vefe ret d’ar Gomision Europa kinnig un danvez lezenn war sujed ar yezhoù, ar minorelezhioù yezhel hag al liesseurted sevenadurel. Ha ret e vefe gant ar Frañs asantiñ pezh he deus nac’het betekhen: gwirioù evit pobloù Frañs, o sevenadurioù hag o yezhoù !850 000 den o deus sinet a-live Europa ar sinadeg europat-mañ d’ar 14 a viz Meurzh. E Frañs a-bezh tro 3 500 den hepken padal e oa bet lakaet da bal tizhout 55 500 sinadur.

Ar 4 a viz Ebrel 2018 eo termen an intrudu evit tizhout an niver a sinadurioù ! Chom a ra 3 sizhun evit kreskiñ niver a sinadurioù e Breizh hag e Frañs a-benn tizhout 1 million a sinadurioù en Europa. N’eo ket dibosubl ma vo graet get pep hini un tamm striv evit brudañ ar benveg-se !

SKIGNIT ledan ar gemennadenn, KOMZIT eus an dra-se tro-dro deoc’h ha SINIT !
Ezhomm ho ‘po eus ho kartenn identelezh pe ho pasporzh ha bezañ 18 bloaz evit sinañ an intrudu-se rak ur benveg lezennel eo !

Hervez al lezenn, pennad 10 eus ar reoliadur 95/46 CE Parlamant Europa e vo gwarezet ho roadennoù ha ne servijont nemet d’ar pennadurezhioù evit gwiriañ ha testeniañ an niver a sinadurioù e talvoud.

Un nebeut eilennoù zo trawalc’h evit siniñ, goude skignit dre Facebook, Twitter, dre bosteloù tro-dro deoc’h !

En linenn / War paper

“Ar brezhoneg e bed an armerzh”

Kafedi Armerzh : “Ar brezhoneg e bed an armerzh” (lusket gantDenez Pichon)
D’ar Sadorn 13 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

N’eo ket stank ar studiadennoù diwar-benn implij ar brezhoneg e bed an armerzh. Kinniget eo deomp ar wech-mañ al lodenn gentañ eus ur studiadenn bizh war an danvez.
Kinniget e vo deomp ur sell hollek war emdroadur ar brezhoneg a-hed ar c’hantvedoù, gant an darvoudoù o deus merket hor yezh.
Kinniget e vo deoc’h ur sell diwar-benn an armerzh hag al liammoù gant ar yezhoù.
An abadenn-mañ a responto d’ar goulennoù-mañ : Bet eo bet implijet ar brezhoneg e bed an armerzh ?
Istor hor yezh
*Roudoù eus ar brezhoneg e bed
an armerzh el levrioù kozh.
*Teir zagadenn war ar brezhoneg a-hed an istor
*Darvoudoù o deus kemmet emdroadur hor yezh.
Petra eo an armerzh ?
*Istor an armerzh.
*Frammadur bed al labour
*Yezhoù ha produusted
Kammedoù kentañ ar brezhoneg e bed armerzh an XXvet kantved.
Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…
Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all
Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro
Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get. Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon) Kemenn da skignañ mar plij !

 

Gouel Yann er Feunteun Wenn, Plougastell

Un “Devezh e brezhoneg” aozet gant “Re diwar ar maez”

D’ar sadorn 24 a viz Mezheven an hini e vo ar bloaz-mañ.

3 eur : pourmenadenn gant Saïg Jestin , war ar c’hleuzioù…

4 eur : dastum patatez, sevel ur bern keuned, charreañ foen gant ul loen-kezeg

4 30 : Gouren (divyezhek avat)

7e 30 Koan ha Tantad Sant Yann : 10 euro. Tu zo da zegas e voued hag an evajoù.

Difennet eo ar chas, tu zo da blantañ e deltenn.

Daskor en deus ezhomm skoazell

Un tiig-embann eo Daskor

embann a ra oberennoù klasel e brezhoneg

e stumm levrioù kempennet brav ha marc’had mat.

Ezhomm en deus da vezañ sikouret :

Roll an 19 levr moullet dija : http://www.daskor.bzh/fr/node/1465

en o zouez adembannadur mestr-oberenn Yann-Bêr Kalloc’h er yezh unvan… “War an daoulin”, evit 8 euro nemetken !

Sikouromp a galon vat an embannadurioù brezhonek.

Dre Kengo e c’heller prenañ ha rakprenañ e oberennoù.