Eurlid3 p 481-502

setu amañ un nebeut evezhiadennoù : pep lec’h Titos e-lec’h Titoz
p 482 2 Kor 8,19 hor c’hompagnun e-lec’h c’humpagnun
p 485 2 Kor 9,3 viot e-lec’h vefot
6 Gouezit e-lec’h gouvezit
11 c’hellot e-lec’h c’hellfot
13 e veulint e-lec’h e veulfont
p 488 2 Kor 10,2 hardizhegezh e-lec’h hardiziegezh
4 falsarguzennoù e-lec’h falzarguzennoù
p 492 2 Kor 11,,17 Hardizhegezh e-lec’h hardizhiegezh
p 18 pa-z eo gwir e-lec’h pazeogwir, hervez ar reizher
p 493 Pebeilganenn Gal 1,12 digant un den em eus e-lec’h am eus. Reizhañ e TN ivez.
p 496 2 Kor 12,10 heskinadegoù e-lec’h heskinadurioù
p 499 2 Kor 12,18 Titos 2 wezh
p 500 2 Kor 13,6 anavezot e-lec’h anavezfot.

,Eurlid3 p 481-502.doc

Babigoù Breizh a glask izili

Amañ-kevret galv “Babiged Breizh”. Mat e vefe dezho embann o zraktoù e brezhoneg da gentañ penn, met evit-se o deus diouer a dud evit hen ober moarvat. A-bouez eo koulskoude ober gant ar yezh hon-unan evit kement-tra a reomp. Un afer a gempoellded ez eo.
Galv Babiged Breizh.pdf

Emgav miz Here Emglev an Tiegezhioù

Emgav EAT a vo e bro Naoned : d’ar sadorn 26 a viz Here e Pornizh : E ostaleri Feunteun ar Vretoned Pornizh eo bet lakaet emgav EAT e-pad ehanoù an Hollsent adalek 15 eur. Un digarez e vo evit izili ar c’horn d’ober anaoudegezh kenetrezo ha da skoulmañ darempredoù a vignoniezh. Displeget e vo pergen doare hol labourioù war-dro al liderezh, ar Bibl, ha framm Kristenion Breizh.

Beilherien Karaez

Bep Gwener e vez ur veilhadeg da 21 eur e leurger Tour D’Auvergne. Brezhoneg ha galleg a vez implijet, pergen “Eured ar Marv” ha” Pedenn ar Gedour” https://www.facebook.com/pages/Veilleurs-%C3%A0-Carhaix/648907455128611

Notenn yezh da zisplegañ perak hon eus kavet gwell o envel "Beilherien Karaez" kentoc'h eget "Beilherien Garaez" bet lakaet da gentañ. Ober ar c'hemmadur a ranker ma talv ar renadenn-anv (complément du nom) da anv-gwan : da lavaret eo e c'haller ober an daou, diouzh ar pezh a venner ezteurel :
Beilherien Garaez : a vefe kentoc'h tud a zo e Karaez hag a veilh peogwir emaint e Karaez (rak ez eus un dra bennak ispisial e Karaez... un ospital war-nes serriñ, da skouer...). Evit gwir eo reizh-tre kemm al lizherenn peogwir e c'hoari amañ roll un anv-gwan
Beilherien Karaez : a zo gwell en degouezh-mañ dre ma teu da vezañ kentoc'h renadenn lec'hiañ ma c'haller lavarout... eleze : Ar Veilherien a zo e pep lec'h e Breizh, e Bro-C'hall hag en Europa hag e venner komz diwar-benn ar re anezho a zo e Karaez.

Unwisk Husarded an Ankou (1793)

Ar skeudenn-mañ a ziskouez chupenn ur soudard eus an Dispac’h Gall eus rejimant “Husarded an Ankou”, renet gant Kellerman e brezel ar Vande (1793), ha pergen e lazhadeg Saveneg. Dont a ra an unwisk-se eus badgad an Tötenkopft Prusia. Anat eo ez awenas ivez kemenerion unwisk ar Waffen SS an eil brezel-bed…
Al luc’hskeudenn-mañ a embannomp a zo bet kemeret e Mirdi prevez ar Chouanerezh a zo staliet e Plarnel, lec’h ma teraou ledenez Kiberen, hag e-lec’h e oa bet graet un dilestradeg c’hwitet gant ar rouelourion divroet.

Renta-kont Emvod-meur Emglev An Tiegezhioù

D’ar sul 14 a viz Gouhere e oa en em gavet izili ‘zo eus EAT evit oferenn-bred gouelioù “Kann al Loar” e Landerne ha leinet a-gevret e kêr. E Kergreven Trelevenez e voe graet an emvod bloaz hervez al lezennoù. Ar renta-kont a voe graet gant ar c’hadoriad Tepod Gwilhmod. Kempouez eo kontoù ar gevredigezh a-drugarez da broferion vrokus ha da werzh an embannadurioù.

Image

Evelkent eo ret mat stadañ eo bet gwerzhet fall adembannadur “Poanioù-spered an Tad Gwazdoue”, ur romant fentus bet skrivet gant Youenn Olier a gaver ennañ danvez-prederiañ, pergen a-zivout emdroadur an Iliz da heul Vatikan II.

Ar pegsunioù evit ar poubellennoù melen a zo bet skignet re nebeut. Chom a ra tost da vil da skignañ.

Kannadig Imbourc’h a zalc’h mat war e hent daoust ma koazh niver ar goumananterion hogen lennet e vez madik en e stumm niverel digoust (tost da gant lugadenn pa zeu er-maez un niverenn).

Lec’hienn EAT a zo aet mat en-dro met ne zegas ket izili nevez evit keloù-se.

Ar c’hamp katekiz ez eus bet anv da aozañ a vo klasket aozañ da vloaz mar bez kavet tud o deus ar BAFA hag ar BAFD.

Bodad “Ar Bibl Santel” ha “Liderezh an Eurioù” a zo aet mat war-raok a-drugarez d’ur c’henlabour etre an izili.

Evelkent eo re izel niver an izili oberiant. Tu ez eus da vezañ nec’het o stadañ diseblanted ar stourmerion war pennpouez ar familh evit treuzkasadur ar yezh hag ar vrogarantez. N’heller kontañ war ar skolioù Diwan nemet evel ur skoazell evit ar familhoù ha n’eo ket ar c’hontrol !

Ur raktres ez eus da embann ur c’hatekiz evit ar vugale.

Meur a ezel o deus kemeret ur perzh oberiant a-enep lezenn Taubira, e luskad LMPT har ar Veilherion.

Prederiadennoù Paol Kalvez Miz Eost 2013

01 Eost

“ Bez’ e tlefe Mab-den bezañ nec’het gant gwarez liested ar yezhoù muioc’h eget gant hini ar plant pe al loened.”

 Christopher Mosoley, yezhour aostralian, e Brest e 2009. meneget gant Bremañ Meurzh 2009. Kv. Ar Bibl,  Geneliezh 11,1-9.

2 a viz Eost

“ Kleñved speredel hor mare : ober traoù fall, n’eo ket dre fallagriezh, met dre leziregezh ha diseblanted. “

HTS ar Pab Frañsez d’ar re yaouank e miz Gouhere 2013.

3 a viz Eost

“ Reiñ da anaout ar Wirionez eo eo ar bouezusañ eus an holl oberennoù a garantez. “

Tad Cormier, dominigad e dibenn an 19-vet kantved.

4 a viz Eost

“ Kement kristen ‘zo a c’hell tañva bremañ c’hoazh ul levenez diabarzh don dre arvestiñ ouzh kaerder ar Wirionez Doueel, bepred bev birvidik (e Liderezh an Eurioù) . “  Benead XVI , 03 02 2010.

5 a viz Eost

“ Kement tra a berc’hennez en tu al d’ar pep retañ a zo traoù laeret digant ar beorien. “

Sant Basile (329-379)  eskob ha doktor a’n Iliz.

6 a viz Eost

“ Arabat deoc’h krediñ hepken e daoulgad ho korf : muioc’h ez eus da welout eget ar pezh a weler ganto, rak tremeniat eo ar pezh a welont ; peurbadel avat ar pezh na weler ket. muioc’h a vez merzet ha diverzet dre ar spered hag an ene. “

Sant Ambrosius (340-397) eskob Mediolanum Milano. Imbourc’h 1995, Nn 205-206 p. 203.

7 a viz Eost

“ N’eo ket hepken en ur ragaozañ e retred e vezer dieub a spered, met dreist-holl en ur ragaozañ  e vuhez peurbadel. “  

Alain Dunnant, beleg.

8 a viz Eost

“ Brasañ pinvidigezh un den : gouzout ez eo karet. “ Alain Dunnant, beleg.

9 a viz Eost

“ Pedit evidon, evit ma n’en em laerin ket , gant aon rak ar bleizi “. Setu pezh a lavaras HTS ar Pab nevez  Benead XVI e  2005. Moarvat e ouie e oa bleizi tro-dro, ha moarvat ivez n’hon eus ket pedet a-walc’h.

10 a viz Eost

“ Ar re yaouank a zle bezañ kreñv, oc’h en em vagañ diwar ar Feiz ha n’eo ket oc’h en em gargañ gant traoù all. ; un dispac’h ‘kopernikel’ a vez sevenet ennomp gant ar Feiz : hon tennañ a ra diouzh ar c’hreiz hag e lak Doue e kreiz pep tra. Ar Feiz hor beuz en e Garantez a ro dimp surentez, nerzh ha goanag. “  HTS ar Pab Frañsez d’an tri milion a tud yaouank e Rio de Janeiro.

11 a viz Eost

Lenn a ro buhez en-dro d’ar gerioù. “ Damien Le Guay, La Mort en Cendres (Le Cerf).

12 a viz Eost

“ Pe hini a gav dit, a zo bet an nesañ, (an tostañ) d’an den bet kouezhet etre krabanoù al laeron ? Respont a reas (ar farizian) : An hini a zo bet trugarezus en e geñver.”  (Parabolenn ar Samaritan mat, respont Jezuz d’ar goulenn Piv eo hon nesañ ?, piv a zleomp karout eveldomp hon-unan ?).

13 a viz Eost

“ Mab-den a zo ur melezour ma weler dremm Doue ennañ keit ha ma vez troet war-zu Doue. “

(Keñveriadenn a gaver e skridoù Tadoù an Iliz)

14 a viz Eost

“ Deuit da vezañ melezour Doue evit an dud. “  Santez Klara, “melezour profet d’ar bed”

hervez ar Pab he lakaas war roll ar Sent er bloaz 1255.

15 a viz Eost

Gouel Varia Hanter-Eost, lidet e Chapel Itron Varia ar Gwarant Mat e Saotro (Naoned) gant an Aotrou ’n Eskob a zegas da soñj eo bet savet gant Dug Breizh Frañsez II.

16 a viz Eost

“ Mar deuez da vezañ ar pezh ez out e laki tan Doue er bed. “ Santez Katell a Sienna.

17 a viz Eost

“ Al liderezh kristen n’eo ket ojestroù ha kanoù ur bodad kristenien, met o lakaat a ra da gemer perzh e buhez Jezuz-Krist Doue ha Den e diabarzh an Dreinded santel. “ Michel Gitton, beleg a eskobti Paris.

18 a viz Eost

“ An Aotrou Doue dre e Lavar a zo deuet e-barzh Istor ar bed, an Hini  peurbadel a zo deuet er bed amzerel evit salviñ anezhañ, : amañ ha bremañ e krog ar Vuhez peurbadel. “ Kardinal Scola, kelenner prederouriezh, doeoniezh, doueoniezh, denoniezh e Fribourg ha Roma, eskob Milano e 2011.

19 a viz Eost

“ An Doue peurbadel en deus kaset er bed e Vab, al Lavar divarvel ; hemañ en deus hon adc’hanet ha rentet divrinadus korf hag ene, c’hwezhet en deus ennomp c’hwezhadenn ar vuhez hag hon gwisket a zivarvelezh dre ar vadeziant hag ar Spered Santel, kenhêr da Jezuz Krist savet a varv da vev da viken. “ Sant Hippolitos, beleg e Roma, ezlizhour, merzheriet e 235. “

20 a viz Eost

“ Ne dremener ket eus ar bed-mañ d’ar bed all evel ma kemmer ti pe gwiskamant. N’eo ket a-walc’h mervel un deiz bennak evit digeriñ hon daoulagad en tu all d’an dremmwel ; Dav eo dit kerkent hag hiziv klask bezañ da-unan en dremmwel-se.a zeu davedout. “  Phillipe Mac Leod.

21 a viz Eost

“ Ar pezh a zo pennañ er gristeniezh n’eo nag ar reizhiad kelennadurezh, nag an aozadur ilizel, na zoken ar Bibl, met ur bersonenn, personenn Jezuz a Nazared. “ Louis Bouyer, beleg, anavezet mat gant Maodez Glanndour.

22 a viz Eost

“ Ar pezh a zo diaes d’ober n’eo ket kavout Doue, met dilezel anezhañ, rak e pep lec’h emañ. “  

Vladimir Ghika, arc’heskob Bukarest, Roumania, merzheriet e 1954

23 a viz Eost

“ Mar gouezez lakaat an Aotrou Doue e kement tra a rez, e kavi anezhañ e kement tra a c’hoarvez ganit. “.  Wladimir Ghika.

24 a viz Eost

“ Frealziñ a zo gallout degas d’ar re all un dra bennak gwirionoc’h eget o foan “. Wladimir Ghika.

25 a viz Eost

“ War hent ar barfeted, ar re a gav dezho bezañ degouezhet, a ziskouez dre-se n’int ket loc’het zoken. “ Wladimir Ghika.

26 a viz Eost

“ Seul vui e karer, seul vui e c’houzañver “. Wladimir Ghika.

27 a viz Eost

“ En ur c’hristen ez eu ur c’horf, un ene, hag ar Spered Santel.  Peadra d’en em laouenaat, met ivez da grenañ “

Wladimir Ghika.

28 a viz Eost

“ Ar marv a c’hell distrujañ pep tra, nemet ar garantez. “ Wladimir Ghika

29 a viz Eost

“ Hor marv a zle bezañ oberenn veur hor buhez ; met an Aotrou Doue hepken marteze a oar. “ Wladimir Ghika.

30 a viz Eost

“ Ar ouizieien ne glaskont goulenn digant an traoù nemet un nebeut sekredoù eus o sentidigezh ouzh Doue o c’hrouer. “

 Wladimir Ghika.

31 a viz Eost

“ Ho teiz, Aotrou, n’eo ket deiz ar pemdez, met an Hiziv , peogwir ne lez ket lec’h d’un antronoz hane zeu ket goude un derc’hent. Hoc’h Hiziv-c’hwi a zo ar beurbadelezh. . An holl amzerioù eo c’hwi eo hoc’h graet anezho ha kent an holl amzerioù ez eus ac’hanoc’h; ha n’eus ket bet un amzer bennak.mar ne oa ket a amzer. Petra’ta eo an amzer ? … Mar ne dremenje netra, ne vije ket a amzer dremenet, ha mar ne c’hoarvezje netra ne vije ket a amzer da zont, ha mar ne vije tra ebet ne vije ket a amzer vremañ.  Neuze,  mar ne zeu an amzer-vremañ da vezañ un amzer nemet dre ma ya kuit en amzer dremenet, penaos e lavaromp ez eus anezhañ, peogwir eo ar fed na vo ken anezhañ ar penn-abeg ma-z eo, en doare ma ne c’hellomp ket lavarout e pep gwirionez ez eus ag an amzer nemet e kement ha ma ya da get. “

Sant Aogustin (354-430). e Magnificat, Eost 2013 p.377.

 Meulgan gouel santEosten,

war don Rener an Iliz e Kantikoù Kemper ha Leon 1945 p 144.

 

1. Sed e bolz an Neñv skeud ur beleg brudet,

dasskediñ a ra Sterenn an Doktored,

dre ar bed a-bezh e taol sklerder lirzhin

ar Feiz anterin.

2. O! Sion an Neñv, ‘vit ur Sant ken illur,

da Salver ar bed kanit meulganoù pur ;

na kaerat ur c’hras, ‘skuilh e spered Eosten

‘leizh a sklerijenn.

3. Diwall ‘ra ar Feiz gant lagad ur c’hredour,

gant nerzh e tiskar armoù an Enebour,

boaz fall, fals kredenn, a argas hep damant

gant e zeskamant.

4. Evezhier santel tropellad hor Salver,

patrom lugernus da venec’h ha kloer,

rentit dremm Doue, ‘n hon c’heñver mat bepred,

dre c’hras hoc’h erbed.

5. D’an Dreinded santel, klod, bri ha meleudi ;

furchal ‘n he sekred ‘oa dudi ho studi ;

bremañ fas-ouzh-fas e welit disekred

goulou he c’hened. Amen.