Prederiadennoù Paol Kalvez miz Mezheven 2013

1 a viz Mezheven

“N’am eus ket aon rak feulster an dud fall. Aon am eus rak laoskentez an dud vat. “ Pius XII pab 1939-1958.

2 a viz Mezheven

“Ur vroad n’eo ket ur c’heal, nag un hollad talvoudoù, met en he sav  emañ en he c’haerder hag en he meurder dre desteni tud reizh intret gant ur sevenadur, un douar hag un Istor boutin etrezo. Bez’ez eus anezhi ur gumuniezh tud gwiadet dre ur sevenadur boutin. ur vreudeuriezh troet da gengrediezh meizet evel ur gumuniezh a donkadur.” Luc Ravel, eskob en armeoù gall.

3 a viz Mezheven

“Klevout emañ ar vugale o vont war hent ar Wirionez, n’eus ket evidon brasoc’h levenez.“ Sant Yann en e drede lizher.

4 a viz Mezheven

“Arabat dit gortoz e kemmfe an traoù evit krediñ e kemmint. Mar kredez ez eo kemmet ar bed dre zasorc’h Jezuz Krist e kemmint. “ Alain Bandelier, beleg, 18 05 13.

5 a viz Mezheven

“Kement den a vezo bet war an douar a adsavo da vev korf hag ene en deiz diwezhañ. Ar re o devo graet ar mad a adsavo evit ar vuhez, ar re o devo graet an droug a adsavo evit bezañ daonet (Yann 5,29). D’am meno, adsevel da vev evit gouzañv ar c’hastiz-se a zo kalz krisoc’h eget mervel da vat (ha mont da netra) Dav eo enta kompren ez eo ar vuhez-se ar vuhez e Jezuz Krist, ar santelezh, ar wenvidigezh hag ar joa beurvat …” Sant Kirill Aleksandria (380-444) Magificat 5 mae.

6 a viz Mezheven

“ Da heul studierien gristen ez on aet d’un Azeulerezh ar Sakramant ; roet e oa bet dimp da brederiañ testennoù eus ar Bibl ; en un taol trumm em eus emskiantet e oa unan bennak a-dal din hag a gomze ouzhin en testennoù. Ar c’hendegouezh-se etre ar Verb graet den bezant en Eukaristiezh hag ar Verb o komz en testennoù en deus va lakaet da ober studioù war ar Bibl.“ Rémi Brague, prederour ha kelenner skol-veur e Pariz, Munich ha Roma. (La Vie 3527)

7 a viz Mezheven

“ Ar c’helaouennoù katolik a gaven en iliz goude an Oferenn o deus miret ouzhin a zilezel ar pleustrerezh hag ar Feiz pa oan krennard. Danvez ar Feiz a zeue da vezañ hoalus evit ul lisead kurius a gave plijadur o klask anaout ha kompren. Tud all a vez hoalet gant kaerder al liderezh pe ar sonerezh, pe gant ar vignoniezh en oberoù mat. “ Rémi Brague.

8 a viz Mezheven

“ Dre studiañ ha keñveriañ relijionoù all gant va relijion gristen em eus dizoloet en homañ arvezioù n’am boa ket gwelet a-raok.“ Rémi Brague.

9 a viz Mezheven

“ An diforc’h etre Islam ha Kristeniezh a zo da gentañ etre ar Bibl hag an Islam. Ar mennozh a zo e-kreiz ar Bibl, – hag e-kreiz an div relijion, Yuzev ha kristen, o tont eus ar Bibl -, a zo mennozh an Emglev ;  Doue a zeu e-barzh un Istor boutin etrezañ hag an dud. En Islam e kas Doue e urzhioù dre brofeded ha da ziwezhañ holl dre vMohamed hep dont e-unan e-barzh an Istor. Er Bibl er c’hontrol e kerzh Doue gant e bobl, klask a ra war he lerc’h en Egipt, hag he c’has betek he bro. Dont a ra da vezañ den zoken er gristeniezh en ur chom Doue. “ Rémi Brague, kelenner Prederouriezh Arabek e Paris I Sorbon.

9 a viz Mezheven

“ O vezañ ma oan milenneg (dylexique) e klaskas va c’helennerien va fareañ dre lenn kalz. Evit-se enta em eus lennet holl oberennoù klasek levraoueg ar skol hag ar skolaj. An dra-se a voe sichenn va stummadur kefredel, hag en deus va lakaet da gompren ivez e ranker lezel ar Feiz d’en em sklaeraat dre ar poell. “ Nicolas Risso, beleg, person war ar maez. Stummer er G.F.U. Lyon Bro-C’hall Groupes de Formation Universitaires (La Vie 3528).

10 a viz Mezheven

“ N’eus nemet el Liderezh, levenez an Neñv war an douar, e tarzh stivell ar Feiz, e komprener petra eo ar Feiz ha servij mab-den,  He c’haerder hon laka da c’henel d’ar wirionez. Dre al Liderezh ar C’hrist a gemer e stumm ennomp, ha mister Doue a vez diskuliet.”  Nicolas Risso.

11 a viz Mezheven

“ En em ouestlit bemdez un tammig da lenn pennadoù er Bibl hag ivez el lennegezh kristen, en ur skrivañ notennoù evidoc’h.“ Nicolas Risso.

12 a viz Mezheven

“ N’hon eus ket mui da c’hortoz diouzh lezennoù keodedel ar Stad e tifennfent hon doare kristen ma welomp-ni petra eo an Den. Bez’ e tleomp kavout ennomp-ni, en hor Feiz e Jezuz Krist kantabegoù ha luskedoù hon emzalc’hioù hag hon ersavioù.“ Arc’heskob Pariz prezidant Eskibion Bro-C’hall.

13 a viz Mezheven

“  An ‘Dek Gourc’hemenn’ bet roet gant Doue dre garantez evit e grouadurion a zo ul lezennaoueg evit ar vuhez en ur gevredigezh reizh. Nag a baourentezioù buhezegezhel ha danvezel a zeu diwar dinac’hañ Doue ha lakaat idoloù en e lec’h ! “ HTS ar Pab Frañsez. (Tremen a reer alies war an tri c’hourc’hemenn kentañ o tennañ da Zoue, a zo koulskoude evel tri zroad an trebez m’emañ diazezet ar seizh all o tennañ d’ar gevredigezh ; pe c’hoazh evel un ti hep toenn, rak “Pa ri ti, to”, ha “ “Hep to, nep ti”.

14 a viz Mezheven

“ E lec’h ma n’eus ket a Zoue, n’eus ket eus an Den kennebeut “. Berdiaev, Prederour kristen  1874 e Kiev Ukraina-1948.e Paris Bro-C’hall

15 a viz Mezheven

“ Nerzh-kalon ha reizhded er politikerezh a c’houlenn bezañ gwriziennet en ur vuhez speredel maget gant ar bedenn ha studi ar Bibl ha skridoù an Iliz.  “ Matthieu Rougé, beleg hag aluzenner anpr bolitikerien e Paris.

16 a viz Mezheven

“ Seul niverusoc’h ar pec’hedoù, seul vrasoc’h karantez ar pec’her pardonet. “ Alain Bandelier, Aviel Lukaz 7,36.

17 a viz Mezheven

“ Pa santomp en hor buhez-pemdez bezañs Doue, lavaromp : “Emañ Doue amañ !”. Ha p’emañ Doue amañ, an dra gentañ da ober eo mont war hon daoulin. “ HTS ar Pab Frañsez, e Amour, service et humilité, p. 32.

18 a viz Mezheven

“ Gwechall e veze daou seurt tud : ar re wasket hag o gwaskerien ; bremañ ez eus ar re a zo e-barzh ar jeu, hag ar a zo er-maez, ha gwashoc’h c’hoazh ar re a servij d’un dra bennak hag ar re na servijont da netra. En hor sevenadur bevezour, blizelour, ha narkisek ez eus zoken tud a seller outo evel lastez, en o zouez kalz a dud kozh. “  HTS ar Pab Frañsez e ‘Sur la terre comme au ciel’ p. 106. (En hor sevenadur danvezelour n’eus nemet ar re genderc’h danvez a gont ; evit Doue avat ar re all a gont ivez ha, mar karont, muioc’h zoken.)

19 a viz Mezheven

“ Ar Feiz a vount d’an Oferenn, an Oferenn a vount d’ar Feiz.  Benead XVI miz Gwegolo 2012.

20 a viz Mezheven

“ Un touell eo klask sevel hep Doue keoded an Den ; rak neuze e vez kroget da sevel un tour Babel all. “ HTS ar Pab Frañsez, antronoz e emvod gant gant kannaded c’hall e Roma d’ar 15.06.2013.

23 a viz Mezheven

“Lavar din piv a hentez, hag e lavarin dit piv ez out. “ Krennlavar anavezet, ha gwir bater evit ar Sent : santelaet e vezont tamm-ha-tamm dre forzh bezañ e darempred gant an Aotrou Doue : (dislivet en deus warno). (Claudine Moine, matezh ha kemenerez e Paris er 17vet kantved. Magnificat 19.06.2013)

24 a viz Mezheven

Gouel ganedigezh sant Yann-Vadezour, ar sant nemetañ a vez lidet e c’hanedigezh er bed-mañ, evel Jezuz e-unan ; ar re all eo deiz o c’hanedigezh en neñvoù a vez lidet, da lavarout pa guitaont an douar.

25 a viz Mezheven

“ An Iliz a zo muioc’h eget un aozadur a vadelezh. Jezuz Krist a zo en hor penn ; dav eo bale atav a-gevret gantañ, sevel an traoù a-gevret gantañ, hag henn lavarout. “  HTS ar Pab Frañsez

26 a viz Mezheven

“Ar Feiz kristen a lazh ar vuhez.“ Nietzsche 1844-1900, Prederioù : youlerezh, galloud, dreistden, levezon war ar ouennelouriezh alaman.

Ar Feiz kristen a zo begen lañs ar vuhez. “ Bergson 1859-1941 Prederour, priz Nobel : raksant,  naderezh an emskiant .

27 a viz Mezheven

“ Ar Pab Benead XVI, an den-se dous hag uvel a galon en deus addiazezet an Iliz en-dro d’hec’h ahel ha war he sichenn a zo Jezuz Krist. Ur gwir retred speredel eo lenn e dri levr Jezuz a Nazared hon lak da vevañ e kichen Jezuz : n’eus ket gwelloc’h skol.” . Joel Guibert, bet person Ar Poulgwenn, Bro-Naoned, prezeger e Tresent, Dinan.

28 a viz Mezheven

“ Nag a amzer a vez kollet en ur glask gounit amzer ! “  Paul Morand, skrivagner gall 1888-1976.

29 a viz Mezheven

“Jezuz en em ziskouez din pa vezan o komz anezhañ. “

“Krediñ a zo da gentañ karout. “

“Karout am lak da baouez a vezañ va-unan kreizenn va buhez. “ Thierry Bizot, produer skinwel ha skrivagner, e KTO dec’h.

30 a viz Mezheven

“Pobl Korsika, hag he deus gouzañvet meur a c’houzalc’herezh, ne fell ket dezhi en em lezel da vezañ distrujet dre ar bedeladur ; hag ar gwir a zo ganti. Bez’ ez eo ur bobl stag-mat ouzh he gwrizioù, ouzh he hennelezh, hag ouzh he relijiusted poblek.“  Olivier de Germay nevez eskobet e Korsika  er bloaz 2012.