D’ar 25 a viz Genver 2013 eo aet Kristian Brisson da Anaon d’an oad a 85 bloaz.
Skrivagner puilh a-walc’h e veze goulennet alies outañ reizhañ skridoù a-bep seurt, evit Ti ar Skolioù Brezhoneg da skouer.
Ar brezhoneg a oa yezh an tiegezh bet savet gant e wreg Marcelle d’ur mare ma oa rouez an dra-se e Plougastell.
Ezel feal eus Emglev An Tiegezhioù, kristen gredus, en doa kemeret ur perzh bras e Bleun-Brug Penn-ar-Bed. E 1984 oa bet gant e wreg hag e vamm-gaer o tiazezañ kumuniezh katolik vrezhonek “Minihi Levenez” e Trelevenez.
Pediñ a ra EAT e izili da vont da gemer perzh e en obidoù a vo lidet d’ar Meurzh 29 da zek eur e iliz-parrez Plougastell pe d’en em unaniñ a galon gant e dud ha gant familh vras ar vrezhonegerien.

Kristian Brisson (copyright E.A.T.)
Kristian Brisson, ur breizhad en e sav.
Bet ganet en Ivry e 1927 ez eo aet da Anaon hor mignon mat Kristian e dibenn miz Genver 2013 e Plougastell, Kroaz ar Biz, d’an oad a 85 bloaz. E dud a oa eus Konk-Kerne, en deus anavezet mat e-pad e yaouankiz. War-dro e zaouzek vloaz e skrive istorioù e galleg war ur c’haier, met dija d’ar mareoù-se ne blije ket dezhañ skrivañ e galleg, emezañ din. Buan a-walc’h e reas e soñj deskiñ brezhoneg, pa gleve anezhañ en-dro dezhañ. Diwar deskiñ ar yezh e welas ez anaveze anezhi dija un tamm mat, hep gouzout dezhañ ! Neuze en doa divizet diwezhatoc’h d’ober eus ar brezhoneg e yezh dezhañ. Ur yezh par d’ar galleg a felle dezhañ ober ganti. Evit-se e oa penn-da-benn e linenn istorel Roparz Hemon : goveliañ evit Breizh ur benveg a zoare, par d’ar yezhoù bras, gouest da esteurel kement tra a vefe ezhomm. Er ster-se e oa ur broadelour anezhañ. Gant e wreg Marcelle, merc’h baraer an Treoù-Leon, en doa savet e dri bugel e brezhoneg. E deroù e briedelezh e oa bet skolaer e Roazhon e-pad pemp bloaz. Goude-se e voe kelenner e Skolaj kristen Sizun ha neuze ez ejont da chom e Plougastell e-lec’h e voe kelenner war ar saozneg e skolaj santez Anna. Da heul karta sevenadurel Giscard (Ploermael 1978) e c’hellas reiñ kentelioù brezhoneg en e skolaj, rak ne oa ket c’hoazh dianav d’ar braz eus ar vugale, met lodenn ar paour e oa : un nebeut eurvezhioù ar sizhun en holl. Ne oa ket aes atav e stourm evit ar brezhoneg war e vicher. Ur wech e rebechas e rener outañ ober gant ar brezhoneg, ha n’eo ket komz diwar e benn, e-pad ar c’hentelioù war sevenadur Breizh a veze paeet dezhañ da skouer ha zoken en e zarempredoù gant e dud-kar e veze rebechet dezhañ eveljust, rak rouez-tre e oa ar familhoù a save o bugale e brezhoneg er bloavezhioù-se, 60-80. E wreg Marcelle en em lakaas d’e heul tamm-ha-tamm da vrezhonegañ, pa reas-eñ dalc’hmat ouzh e vugale. Kontañ a rae penaos e oa deuet a-benn da lakaat e vugale da dommañ ouzh ar yezh, pezh a oa ul levenez vras evitañ : bemdez e konte istorioù dezho e brezhoneg e-barzh ar c’harr p’o c’hase d’ar skol. E seizh gwellañ a rae da ijinañ istorioù da gontañ dezho bemdez Doue. Pebezh broud evit an danvez-skrivagner a oa ennañ ! Ijinañ a reer a-walc’h ar blijadur o devoe e vugale diwar e selaou, hag ar garantez a rene etrezañ hag e vugale pa gonte dezho e zanevelloù. Evel-se moarvat en em lakaas Kristian Brisson da skrivañ levrioù ingal.
E tro 1984 e kemeras ur perzh penndalc’hel e savidigezh Minihi Levenez e Trelevenez, ur gumuniezh katolik e brezhoneg pemp ezel enni, ur beleg en he fenn, gant laiked o vevañ dindan an hevelep toenn, en o zouez Kristian, Marcelle hag he mamm. E 1986 e ris evel-se anaoudegezh gantañ. D’ar mareoù-se e reas e soñj embann e levrioù er skritur peurunvan pa oa boaz d’ober gant hini ar Chaloni Falc’hun. Neuze e voe embannet e levrioù gant Mouladurioù Hor Yezh da skouer, un dek bennak. An dra-se a voe un troc’h en e vuhez a emsaver rak ne voe ket komprenet e zibab gant tud evel Visant Seite da skouer, m’en doa kenlabouret gantañ e-pad hir amzer evit Bleun-Brug Penn-ar-Bed. Kavout a reas evel-se avat lennerion niverusoc’h hag e c’hellas kenlabourat da reizhañ skridoù a-bep seurt, evit Ti ar Skolioù Brezhonek pergen. Er mizioù diwezhañ-mañ ez aen d’e welout da c’houlenn aluzen e alioù fur diwar-benn skridoù a bep seurt evit an embann.
Doue d’e bardono !
Klevout a ran anezhañ o respont din a ziwar-laez e bondalez :
« Dalc’h mat ! ».
Kenavo Kristian !
Ur Breizhad en e sav ouzhpenn a zo aet e kerc’henn an Tad.
Tepod Gwilhmod