Oferennoù Kerzu – Genver 2012

D’ar Sadorn da 6 eur betek Pask : e chapel « Minihi Levenez » e Trelevenez

D’ar Sul 9 a viz Kerzu e SKRIGNAG, devezh-koun aozet gant “Mignoned Feiz ha Breizh” : 12 eur emgav er Kroaz an Aotrou Perrot, muntret eno d’an 12 a viz Kerzu 1943 ; Pred ; 15 eur Oferenn e Koad-Kev.

Sul 16/12/2012 e GURUNUHEL (Gwengamp) 10e30

Lun 24/12/2012 KARAEZ 20e Iliz St Tremeur, oferenn pellgent NEDELEG skignet gant RBI (93.0)

D’ar sul 30 a viz Kerzu e KRAON da 11 eur

Sadorn 5 a viz Genver e Sant-Pêr ar Rusked LANNUON 18e

Sul 13/01/2013 PABU (Gwengamp) 10e30 oferenn divyezhek

Sul 20 a viz Genver 10e 30 e Sant-Tomaz LANDERNE

Evit mirout ar Briedelezh naturel

D’ho kelaouiñ, ma fell deoc’h diskouez n’emaoc’h ket evit asantiñ e vefe kemmet gant ar Stad c’hall lezenn naturel ar Briedelezh gant “dimeziñ an heñvelreizhidi”, sed ar pezh a ginnig ar genrouedaderien

Ul lizher digant François Hollande o tisplegañ an danvez-lezenn , a erruo dindan nebeut en ho poest-lizhiri.

Al lizher-se a rank bezañ adkaset hep e zigeriñ : 16 860 685 golo-lizher o tistreiñ davetañ, a raio un tamm diskempenn !

Eeun eo an doare d’ober :

Distreiñ d’ar c’haser

1- chom hep digeriñ al lizher

2- skrivañ lizherenn-ha-lizherenn : “DISTREIÑ D’AR C’HASER”

3- degas ho lizher, hep timbr ebet ouzhpenn, d’an ti-post a vo karget da adkas se d’ar c’haser.

4- Evit ma rafe berzh mat, treuzkasit ar c’hemenn-mañ tro-dro deoc’h, dre bellgomz, dre bostel, dre gomz…

5- Ezhomm ebet da skrivañ perak e adkasit ; kompren a raio emichañs.

Prederiadennoù Miz Here 2012 gant Paol Kalvez

1 a viz Here

“ Ober anaoudegezh gant Jezuz Krist a zigor dirazoc’h un dremmwel nevez. “

HTS ar Pab Benead XVI d’ar re yaouank e Bro-Liban, gwengolo 2012.

3 a viz Here

“ Ken brav eo kaout ur vamm m’eo bet fellet da Zoue kaout unan “ Guy Gilbert beleg.

13 a viz Here

“ Pe e kreder e Doue, pe ne greder e netra. “ Fr. Renou, beleg, skingomz “Fidelite” 10 10 12.

16 a viz Here

“ An Iliz a zianzav gant glac’har kelennadurezh varvel an dizoueadegezh a-vremañ a zo kontrol d’ar poell ha da skiant voutin an denelezh. “ Diskleriadur a-viskoazh adlavaret gant Vatikan II, e Gaudium et spes § 21.

19 a viz Here

Pa vez ur vamm-gozh oc’h ober stamm evit he mab-bihan ne vez ket e pep brochennad o soñjal ennañ. Heñvel evit ar chapeled : anat eo eo dre garantez evit Doue hag ar Werc’hez e vez dibunet.

20 a viz Here

“ Mar d-omp templ Doue, ha mar d-emañ Spered Doue o chom ennomp, neuze ez eo brasoc’h ar pezh en deus pep den fidel en e galon eget kement a wel en oabl “ Sant Leon Meur Pab (440-461) Imbourc’h 299-300 p 136.

24 a viz Here

“ Paneve pedenn ar venec’h, iliz Menez sant Mikael ar Mor ne vije vije ket un iliz met ur “Monumant Istorel ”. KTO 23.I10.2012.

30 a viz Here

“ Pa vez kalz a gomzoù, ne vez ket diouer a bec’hedoù. “ Krennlavarioù 10, 19.

Unan a-douez seizh donezon ar Spered Santel eo Donezon ar C’huzul mat : “Lakaat a ra un den da zisheñvelout mennadoù santel Doue, mennadoù peurbedel ha divarvel, hag a c’hell evel-se bezañ soñjet, displeget dre gomz ha sevenet. “ Prokopius eskob Gaza VIvet kantved, meneget e Imbourc’h 1995 niv. 299-300, p. 156.

31 a viz Here

“ Ma fell deoc’h gwelout gwir gened un den, serrit ho taoulagad. “ Ambroise Ficheux, marvet diwar ar c’hrignbev da bemzek vloaz.