Kasit ur skeudennig eus ho kraou, evit reiñ plijadur d’an holl re a sello !
Setu amañ liammoù a-bouez evit deskiñ traoù eeun-tre war an darempredoù paotred/merc’hed penaos e soñjont, hervez an oad :
– da gentañ er skol ; http://www.dailymotion.com/video/x39r7mx_episode-1-la-rencontre-web-serie-lucas-et-lea-le-cours-de-la-vie_school
– er skolaj ha diwezhatoc’h : seizh filmig : http://www.afc-france.org/webserie/s/hugo-et-lucie
PS: Buhez kantaezel : buhez diabarzh liammet gant ar rev. Gg Buhez afektivel.
Ur pennad a vo war se e niverenn da zont Kannadig Imbourc’h.
Unan eus kudennoù brasañ an Iliz abaoe Vatikan II eo diskaradur naet ar c’hatekiz.
Anat eo e rank ar gerent pediñ gant o bugale bemdez kerkent ha ganet, hogen ivez kelenn anezho abred-tre hep gortoz an nebeut katekiz a c’hellint tapout e stern ar parrezioù pa vezint degouezhet en ‘oad a skiant’, seizh vloaz : re ziwezhat e vo, diheñchet e vezint buan gant an endro andoueat ma’z eo soubet an dud ennañ e Frañs hiviziken.
Petra da ober ? Amañ-kevret e kavor 6 kentel gentañ ul levr katekiz en deus diskouezet e berzhioù mat e galleg dindan an anvad “La nouvelle Miche de pain” bet adembannet meur a wech abaoe 1934 (an embannadur diwezhañ a gav gwerzh bepred, un embannadur e teir levrenn a zo nevez deuet er-maez e ti Elor e 2005).
Ur c’helennadur asur-tre eo, ur bedagogiezh eeun-kenañ. Savet eo evit an oad tenerañ, adalek 4 bloaz. Ar gerent a gavo aes ober gant ar pajennoù-mañ gant o bugale.
Evit abegoù a wirioù hon eus dibabet skeudennoù embannadur 1973 avat, ha kempennet un tamm an destenn hec’h-unan.
Da c’hortoz ar c’hamp katekiz da zont en eskopti Gwened (skrivañ deomp ma ‘z oc’h dedennet da zont gant ho pugale) e c’hell kerent Emglev An Tiegezhioù, hag ar re a garo, ober o mad eus ar pajennoù-mañ.
Ul levr 250 pajennad e vo pa vo echu. Laouen e vefemp o c’houzout pet skouerenn a vo mat moulañ rak gwerzhet fall-tre eo bet “Diverradur Katekiz an Iliz katolik” : digeriñ a reomp eta ur roll rakprenerien skrivañ deomp. Klask a raimp chom hep lakaat ur priz re uhel evelkent.
Setu amañ ul lec’hienn dispar evit ar vugale, bet kempennet gant A. Montfort eus An Drouizig.
E brezhoneg e c’heller ober gantañ. Fonnus eo an danvezioù meret gant al lec’hienn.
Amañ kavot muioc’h a ditouroù hag aze : http://www.drouizig.org/index.php/fr/educatif/193-gcompris-1109-e-brezhoneg Evit pellgargañ : http://gcompris.net/index-fr.html
Sur ho po plijadur gant ho pugale !
Barr-avel, le blog du nationalisme breton
Lec'hienn embannadurioù "Ar Gouloù Gwenn"
"Tost-tost ouzhit emañ Komz Doue, ez kenoù emañ, hag ez kalon, ma seveni anezhi." (Adl 30, 14)
Traouigoù diwar-benn ar verdeadurezh a-genwerzh
Un digarez de skriù Brezhoneg
bed ar faltazi
(pe un tammig nebeutoc'h)
Breizh dieub ha sokialour
Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez.