E gwerzh emañ al levr ganeomp a hent all, 10 euro franko. EAT K/greven 29800 Trelevenez
Tennet e oa bet 5600 skouerenn eus al levr-se e 1985.
E gwerzh emañ al levr ganeomp a hent all, 10 euro franko. EAT K/greven 29800 Trelevenez
Tennet e oa bet 5600 skouerenn eus al levr-se e 1985.
En linenn emañ darnoù ar Pentateuc’h hag al levrioù istorek bet troet gantañ war-eeun diouzh al latin p’en doa kempennet e levrioù-oferenn war ar Pemdez.
Setu aze ul levrig 28 pajennad, divyezhek, a-enep an dehandizh pe an helazherezh.
Gouzout a reomp emañ ul lezenn war ar stern evit aotren reiñ ar marv d’ar re a c’houlennfe.
Mont a ra an dehandizh a-enep le-douet Hippokratos a zo e diazez micher ar vezeion.
Gant al levrig-mañ e c’heller donaat ar gudenn ha bezañ gouest da respont d’ar re a vez lorbet gant fals-araokadennoù “Sevenadur an Ankoù”.
1000 skouerenn a zo bet degemeret gant Emglev An Tiegezhioù.
O c’has a c’hellomp deoc’h gant ma vo kaset ur prof bennak evit ar mizoù-kas :
1,2 euro evit ur skouerenn ;
1,8 euro evit div
3 euro evit 6
4 euro evit 12
5 euro evit 24
10 euro evit 48…
Bez e c’hellont bezañ lakaet e traoñ an ilizoù hag e kement lec’h gortoz,d’ho mignoned.
… da gentañ-holl avat : lenn al levrig-se hon-unan !
Evit sevel strolladoù-lenn a-gevret an diell-mañ, dre bastell-bro, skrivañ da eat
Kaset e vo ur skouerenn bennak d’ar goumananterion Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù, Kannadig Imbourc’h 12 st Giraud 44130 Blaen (15 euro ar bloaz).
D’ar sul 16 a viz meurzh, da 6eur noz, e Chapel Sant Laorañs
(e karter ospital Laenneg ; bali Limerick, e Kemper).
Kinniget eo da gentañ evit ar re yaouank hag o familhoù.
Diouzh an oferenn-se e c’hellfe eginañ ur gumuniezh kristen vrezhonek e bro Gemper, spi hon eus.
“Barnerion” a zo nevez skriverezet ganimp. Ne ouzomp ket gant piv e oa bet graet an droidigezh-se na diwar beseurt testenn. Abeg ‘zo da soñjal ez oa bet savet er bloavezhioù 45-55 gant Maodez Glanndour, Klerg pe Bourdellez.
Sed amañ pp.544-562 Eurlid 3
“Dibenn gouelioù An Dreinded Santel, Ar Sakramant, ar Galon Sakr, eo bet ret din treiñ pe aozañ va-unan. p 557 Yrm 32, 40 “ur gevredelezh peurbadus” e-lec’h “ur gevredelezh beurbadus”.
A galon. Paol.”
Reizhet eo bet Jeremia MG e Bodad ar Bibl.
TG
Dreist-holl e oa en taol-se evit diskleriañ fraezh e tistaolomp lezenn Taubira a zigor ar gwir da eurediñ en ti-kêr evit ar pared heñvel o rev.
Bez e oa ivez evit disteurel groñs ivez ar raktresoù evit ar PMA-GPA hag ivez an helazhezrezh a zo holl war ar stern ha prientet gant al logelloù frank-vason a Bariz.
Ouzhpenn-se eo bet klemmet ivez a-enep d’ar taolioù ganas a-enep ensavadur an tiegezh :
– Lein ar “Quotient familial” a zo bet izelaet, pezh a dalv d’an tiegezhioù paeañ muioc’h a dailhoù war ar c’horvoder ;
– anv a zo gant dilennidi ‘zo da lemel kit ar Quotient Familial e-unan ;
– ret e vo hiviziken paeañ tailhoù war an adc’hopr dek dre gant a leve ouzhpenn evit an tadoù ha mammoù a diegezhioù tri bugel hag ouzhpenn ;
– klemm a-enep emell ar Stad e aozidigezh diabarzh an tiegezhioù pe fell dezhi rediañ an tadoù da gemer ehanoù pa c’hoarvez ur ganedigezh… Daoust hag eñ e c’hell un tad reiñ bronn d’ur bugel ???
– lakaat war evezh an dud ouzh itrikerezh dizehan ensavadurioù Unvaniezh Europa a glask reoliañ e plas ar Stadoù (afer Estrella, hag unan all da zont…)
– Traoù all c’hoazh, evel ideologiezh ar Gender a zo lakaet da dalvezout tamm-ha-tamm er skolioù…
Barr-avel, le blog du nationalisme breton
Lec'hienn embannadurioù "Ar Gouloù Gwenn"
"Tost-tost ouzhit emañ Komz Doue, ez kenoù emañ, hag ez kalon, ma seveni anezhi." (Adl 30, 14)
Traouigoù diwar-benn ar verdeadurezh a-genwerzh
Un digarez de skriù Brezhoneg
bed ar faltazi
(pe un tammig nebeutoc'h)
Breizh dieub ha sokialour
Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez.