Luc’hskeudenn belegiezh Armañs Ar C’halvez

Luc’hskeudenn eus dibenn an eil brezel-bed eus beleien eus korn-bro Lannuon. Ur merker-pajenn e oa, uzet dre forzh servijañ, en unan eus peder levrenn brevial Vatikan II e latin an Aotrou Klerg.

Adalek an tu kleiz hervez hon enklask gant Yves le Breton, beleg : 1. (?) Guilaume Renan ; 2. Loeiz ar Floc’h-Maodez Glanndour, kure e Gwengamp d’an ampoent ; 3. (? Tad A. Ar C’halvez ?) ; 4. Louis Ar C’halvez Person-dean Lannuon d’an ampoent, marteze kar da Armañs ar C’halvez ; 5. (?) dirak ; 6. Francis Barbu d’an ampoent kelenner e kloerdi bras Sant-Brieg, a vo eskob Kemper e miz mae 1968 ; 7. Marsel Klerg, stouet un tamm, bet kure e Kemper-Gwezenneg betek 1942, kure e Ploubêr d’an ampoent ; 8. Armañs ar C’halvez, eus Kemper-Gwezenneg marteze eo al luc’hskeudenn da geñver e velegiezh (31 Meurzh 1945) peogwir emañ er c’hreiz, un aer sirius warnañ, harpet a bep tu gant tud e liamm gant e barrez, e-lec’h e oa bet lazhet ar person anezhi, Pêr Mari Lec’hvien nav miz a-raok gant Rezistañserien ; 9. Yves Le Saint, eus Kemper-Gwezenneg ; 10. (?) Henri Mordellès, eus Sant-Ke-Perroz ; 11. (?) Yves Prat, eus Plougouskan.

 

 

Ur gouizieg war al latin : Marsel Klerg

Lakaat a reomp en-linenn un diell a-bouez diwar-benn Marsel Klerg.klerg-hag-anjela-duval
Ganti e teskomp meur a dra :
– gouzout a ouie mat-tre al latin klasek (an dra-se a ouiemp dija dre m’hon eus embannet e droidigezhioù eus ofis al lennadennoù diwar an henlennegezh kristen : 14 levrenn)
– fall-tre ha gwashoc’h : tuek eo troidigezh ofis al lennadennoù e galleg ;
– Diskouez a ra bezañ evezhiek-tre war al latin, en deus pleustret a dost evit e droidigezhioù-eñ eus an Tadoù eus a’n Iliz. Bez e c’heller bezañ sur en deus graet kement-all evit e droidigezhioù diwar ar Bibl, pergen evit liderezh an Oferenn en deus troet penn-da-benn, zoken ar re war ar sizhun.
– edo dija stad an Iliz en ur stad truezus e 1980 gant un a-raokouriezh arloupet ha tu ebet da arguzenniñ a-enep : an diell-mañ a zo bet nac’het embann anezhi gant kannadig eskopti Sant-Brieg !
– kaset e oa bet gant Klerg d’an Aotrou Troal (fiziet en doa ennañ e droidigezhioù war an henlennegezh kristen a zo bremañ e dielloù EAT), hag e ra anv eus Anjela Duval nevez aet da anaon d’ar 7 Du1981 (kinnig a ra oferennoù da vezañ lidet evit he ene, eus an 18 12 1981 eo al lizher)
– anv a ra eus e labour war prosez Sant Erwan (embannet nevez ‘zo) e ti Hor Yezh
– merzout a reer ar stourmer dibleg pa skriv “Hogen brezel a vo hag a vo. Krog on dija”.

Ober ur c’hik-dehou evit brasaat ha moulañ evit gellout lenn.

 

 

 

 

Disoc’h tost pevar bloaz labour Bodad ar Bibl.

Tost echu eo ganeomp labour adlenn ar Bibl penn-da-benn : evit lenn anezhi, klask “Kristenion Breizh”/Bodad ar Bibl.
Bremañ hon eus ur Bibl katolik arnevez en hor yezh.

Setu dre ar munud doare pep tamm anezhi :

Troerien «ar Bibl Santel» EAT.

Pentateuk, Josoua : An Tour-Tan + Liderezh Klerg 1971 (testennoù a gaver el liderezh).

Barnerien : Maodez Glanndour (pe Klerg ) da ziazez, gwellaet o keñveriañ gant hebreg An Tour-Tan + Liderezh Klerg 1971.

Rout : An Tour-Tan da ziazez + gwellaet gant troidigezh MG + Liderezh Klerg 1971 (anat eo ec’h anaveze labour MG).

Samouel, Rouaned, Danevelloù, Ezras, Nehemias, Tobit : An Tour-Tan + Liderezh Klerg 1971.

Judit : An Tour-Tan. Ar vamm-skrid gresianek troet gant MG a zo re bell diouzh testenn an Nova-vulgata.

Ester : Maodez Glanndour.

Makabeed I : An Tour-Tan da ziazez + Liderezh Klerg 1971.

Makabeed II : Troidigezh gant Klerg + keñveriet gant hebraeg An Tour-Tan + Liderezh Klerg 1971.

Job : Maodez Glanndour.

Salmoù : Maodez Glanndour adwelet gant Paol Kalvez ha Job Lec’hvien.

Krennlavarioù, Kohelet, Kanenn ar C’hanennoù, Furnez Salomon, Furnez Ben-Sirak, Izaias : Maodez Glanndour

Jeremias : Maoris ar C’hollo adwelet gant Maodez Glanndour.

Klemmganoù, Barouk, Ezekiel : Maodez Glanndour

Daniel : Pêr ar Gall, adwelet gant Bourdellez, adwelet gant Maodez Glanndour, keñveriet gant an Tour-Tan. + Liderezh Klerg 1971.

An 12 profed bihan : Maodez Glanndour. (Habakouk, Hodia Joel, Yona e Kenlabour gant Klerg)

Aviel Sant Mazhev : An Tad Medar, adwelet gant Maodez Glanndour, adwelet gant Job Lec’hvien.

Avieloù St Mark, St Lukaz, St Yann : Klerg adwelet gant Maodez Glanndour.

Oberoù an Ebestel : Maoris ar C’hollo adwelet gant Maodez Glanndour.

Lizhiri : Klerg adwelet gant Maodez Glanndour.

Diskuliadur Sant Yann : Maodez Glanndour.

Pep tra a zo bet adlennet ha reizhet gant Job Lec’hvien, ha “Bodad ar Bibl” dindan atebegezh Tepod Gwilhmod goude.