Kannadig Imbourc’h 77

Kannadig Imbourc'hTaolenn niv. 77 (Eost-Gwengolo 2012) (Kannadig Imbourc’h 77)

Brezhoneg war hor poubellennoù melen : E.A.T., e-kichen an OPAB, Ai’Ta ha S.A.B., a venn oberiañ evit kas war raok ar brezhoneg war bep tachenn. Embann a ra 1000 pegsun brezhonek evit ar poubellennoù melen. Gant raktresoù a seurt-se, pleustrek-tre, tost da vuhez an dud e klask EAT bodañ stourmerien prest da gregiñ e-barzh, kuit da lakaat diouzh ret arc’hant war an daol da bouezañ war an aozadurioù foran ha prevez e Breizh.

Ar Skritur adarre (2) : Renta-kont an enklask e-touez izili EAT da heul kinnigoù Klaod-Yann ar Ruyet.

Soviedoniezh, gant ar prederour Olavo de Carvalho, tr. gant Ewan Delanoy

Brezhonekadurioù er Mitaweg : da heul levrioù Herve Lossec, rener Kannadig Imbourc’h a ginnig aze doareoù ar gallaoueg etre Liger ha Gwilun, ouzh e geñveriañ gant galleg-saout Breizh Ize, ma kaver ennañ stummoù brezhonek-rik. Displegañ a ra ivez gant un dresadenn petra eo ur sifoc’hell.

Ar pezh-C’hoari Yerma. Burutelladur ar pezh c’hoari gant Tepod Gwilhmod.

Ar Silvidigezh, gant YouennTroal, beleg.

Keleier berr : sifroù an anzoueadegezh e Frañs hag er bed, an Islam oc’h ober e reuz, ha keleier all c’hoazh, a bep seurt.

85 % a dud a-enep al lezenn da zont war ar Briedelezh

A-enep al lezennoù war ar stern war ar Briedelezh : mat eo deomp lavarout hor soñj.
T. Gwilhmod , evit Emglev An Tiegezhioù

(mat eo kas d’an dud a zo en ho karned chomlec’hioù … en ur ziwall a bakañ koad d’ho kannañ war-lerc’h !)

Notit ivez ez eus ul lec’hienn nevez ganeomp (da vouetañ !)…

http://www.publicsenat.fr/lcp/politique/question-le22h-en-partenariat-avec-le-figaro?quizId=248&friendResponseChoiceIndex=1

Brezhoneg war hor poubellennoù melen

Pennad war Ya !Brezhoneg war hor poubellennoù melen !

Emañ EAT, « Emglev An Tiegezhioù », o kas war-raok raktres ur pegsun brezhonek ha gallek da begañ war ar poubellennoù melen.

E pep lec’h e Breizh e klask ar strollelezhioù foran lakaat an dud deurel evezh ouzh o dilerc’hioù. Goulennet e vez bremañ ober da vihanañ gant div boubelenn e pep ti, unan ordinal hag unan all, melen, evit ar pakadurioù hag ar paperioù a vo adimplijet, adaozet, goude bezañ bet dastumet evel-se a-ziforc’h gant al lastezerezhioù.

Gwerzhet e vez eta poubelennoù melen d’an holl er mareoù-mañ. E bro Landerne da skouer ez eus bet dasparzhet evel-se war-dro 20.000 poubelenn velen gant peb a begsun brav da zisplegañ petra ez eo ret lakaat e-barzh hiziviken. Met brezhoneg ebet warno, daoust ma vez skoliataet ouzhpenn 500 bugel en tolead e tri rouedad divyezhek abaoe digoradur ar skol gentañ e 1987 ?

« Gortoz pell Gortoz gwell »
Skouarn vouzar a ra evit poent ar  « c’hKumuniezhioù Kumunioù », zoken ar re o deus sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg ». « Gwelet ‘vo », a lavaront, ha ne reont tra ebet. Pegeit c’hoazh e vo ret goulenn an aluzenn diganto ? Gwall ziaes eo labour-ret an emglevioù-bro evit ar brezhoneg evel « Sked », Tier ar Vro Lesneven, Landerne, Kemper, Emglev an Oriant, hag all, a ya e darempred gant ar strollelezioù-se. O lakaat da gemer war o anv mennadoù a seurt-se, marc’hat-mat-tre e gwirionez, evit mat ar yezh p’emaint sañset « a-du », a-du ivez gant mennozhiadeg an « Diorren-Padus ». Daoust hag eñ n’eo ket ar brezhoneg un tamm eus hon emdro e Breizh hag a zo en arvar ? Daoust hag eñ ne ranker ket lakaat ar politikerezh-yezh evit ar brezhoneg da glotañ gant komzoù kaer an « Diorren Padus » eta ?

« Un oberer a dalv kant lavarer »
E 1978 e oa bet moullet gant EAT pegsunioù « Pellgomz » da begañ war al logelloù pellgomz. Evel-se e oa bet anavezet ar ger nevez dre holl e Breizh. Moullañ 1000 pegsun evit ar poubelennoù melen he deus divizet EAT ober en-dro en taol-mañ. N’eo ket kalz hogen ur bernig mat a arc’hant a goust dija da gaout ur pegsun kaer, e liv, ha graet evit padout pell dindan an amzer hag U.-V.-où an heol ! Evel-se e c’hello prestik kargidi an emglevioù-bro evit ar brezhoneg mont gant skouerennoù eus ar pegsun-se da welout ar bolitikerien da c’houlenn ma vo graet heñvel gant ar strollelezhioù foran e Breizh, evel ar C’humuniezhioù-Komunioù. War ar memes-tro e c’hello ar stourmerien evit ar yezh ober o mad eus an embregadenn-mañ ha prenañ meur a hini da implij ar pegsun evito, d’e brofañ hep gortoz d’o amezeien ha d’o mignoned tro-dro dezho, ha d’e begañ ivez, brav ha kempenn, war an daspugnerezioù a stalier hiviziken er c’hreizskêrioù. Seurt emzalc’h a c’hell ober kalz a vad evit ar yezh, muioc’h eget kalz a gaozioù !

Goulenn a c’heller ar pegsunioù digant EAT o lakaat, ma c’heller, war-dro 3 euro an tamm e timbroù, pe dre chekenn. Daou euro an tamm adal ma prener dek.

E-kichen SAB, Ai’ta hag an OPAB o deus peb a zoareoù dezho er stourm evit ar yezh, EAT ha deus diazezet ur rann en hec’h obererezh, anvet « Brezhoneg war bep tachenn ! », a venn kas da benn raktresoù pleustrek-tre a seurt se, tost da vuhez an dud, evit mad ar yezh, ma vez kavet tud da gregiñ e-barzh, da lakaat diouzh ret arc’hant war an daol, ha da bouezañ war an aozadurioù foran ha prevez e Breizh.

EAT Emglev An Tiegezhioù, Kergreven 29800 Trelevenez
02 98 25 10 72 blog : emglev.worldpress.com