Hep tiegezhioù brezhonek, Brezhoneg ebet.

Souezhet a-walc’h on bet o lenn div wech diouzh renk atersadennoù ouzh Tangi Louarn en niverennoù diwezhañ YA !. En em ziskouez a ra betek re bezañ ur seurt den fur, ur stourmer-skouer evit ar rummad yaouankoc’h.
An den-mañ a skeudenn mat padal, d’am soñj, rummad 68 en Emsav, da lavarout eo un den stummet en un tiegezh kristen ha troet d’ar gleizelouriezh abaoe evit abegoù na zispleg ket en e atersadennoù, siwazh. Ur fed eo en deus ar ummad-se dilezet ivez ar vroadelouriezh hengounel evit bezañ gwelet gwelloc’h, me laka, ha gellout evel-se arc’hantaouiñ Skol an emsav (karta 1978 o lodennañ ar wastell kinniget gant Jiskar e Ploermael gant gallaoued vad Emgleo Breiz, ha kostezenn kristen broadelour (c’hoazh d’ar poent hont, bremañ n’eo nmet ur seurt melestradurezh), Kuzul ar brezhoneg), ha Diwan da heul. Souezhet on bet, evel prezidant Emglev An Tiegezhioù, ur gevredigezh bet diazezet gant e dad e-unan, Alan al Louarn gant div frazenn vihan en atersadennoù-se, a ra dave d’ar ret ma-z eo deomp sevel tiegezhioù brezhonek ma fell deomp e padfe hor yezh, ha kement-se war verr dermen.
A-du a grenn on gantañ : den ne vo souezhet ! Pezh a fell din merkañ eo ne veze pouezet morse war ar poent hollbouezus,-se, diziouerus : evit un den bet ganet e-barzh unan eus an 10 familh o deus savet o bugale e kêr e brezhoneg er bloavezhioù 50-70 ez eo anat moarvat an dra-se : ret eo da bep stourmer sevel e diegezh e brezhoneg. Tri mil anat eo. Mod all e tro ar yezh d’ur stultenn bennak, mat evit ar skolioù divyezhek hag ar gouelioù breizhou…
Evit un den hag e rummad-tud eus 68, hiziv war o leve, e oa moarvat ken anat retvezh an tiegezhioù en ur gevredigezh ma ne oa ket ezhomm komz eus se. Hogen abaoe 50 vloaz ez eo bet diskaret da vat ar gevredigezh hengounel brezhonek – a oa ivez a spered kristen, da lavarout eo o souten ensavadur ar briedelezh hag an Tiegezh- hag e rummad, gant ar frankiz revel, ar ‘strourm evit an ingalded revel’, ‘frankz ar merc’hed’, an torr-dimezi, ar bilulenn, ar sioc’hanañ – a ziskar ur gêr evel Lesneven bep bloaz e Breizh ! – an dimezi etre tud heñvel o rev, ha warc’hoazh vintin ar GPA hag an eutanaziezh, n’en deus ket merzet moarvat ar rummad se eta, ez eo int-i o deus diskaret ensavadur an tiegezh, un ensavadur a zo padal kelllig diazez ar gevredigezh. Ur c’hellig en deus aotreet d’e rummad digeriñ ar skolioù Diwan kentañ en anv ‘frankiz an tiegezhioù da sevel o bugale evel ma kavont mat’ !
pet familh brezhonek gwirion zo e Breizh hiziv an deiz avat.? 100 ? Ne gredan ket. Marteze 5O ? Nann n’eus ket ! Beuzet omp gant ar galleg ha gwelout a ran ken nebeut a c’hopridi eus an tri roudad kelenn o vont e brezhoneg ouzh o fried hag ouzh o bugale… E bro Landerne n’eus ket 5 familh. Ha 250 bugel bennak skoliataet en ur skol divyezhek abaoe ur pennad mat, da lavarout eo war dro 1000 bugel o deus resevet ur stummadur betek ar CM2. Difrouezh a-grenn eo eta evit krouiñ familhoù brezhoneg. Abegoù all a zo (an divroerezh…). Ur stadadenn n’eo ken ! Me hag a zo eus ar rummad war-lerc’h 68, dreistvevad diouzh an holl lezennoù-se eus an Ankou am eus meneget uheloc’h, a zo laouen o klevout ERFIN un den eus rummad 68 ober anv (hep pouezañ a-walc’h koulskoude) eus pouezusted ar familhoù. Ur yezh a vez desket en ur familh, da gentañ holl. Ret eo gwiadañ darempredoù etre ar familhoù brezhonek ma teuio ar yezh da vezañ ur benveg naturel a zarempredoù.
Ouzhpennañ a ran dichek e rankomp treiñ kein a grenn ouzh ar patrom gall ha fankmasonek a zo evit diskar ar familh evel ensavadur. An diwezhañ ramparzh e-tal holveliegezh ar Stad ez eo ar familh. Ret eo deomp bezañ mennet a-walc’h er c’hontrol da ginnig d’ar vretoned ur patrom kevredigezhel all : sevel familhoù kreñv (degemer bugale er bed o nac’h en em unaniñ dre liammoù sakr ha didorrus ar briedelezh a zo un torfed ouzh ar vugale o deus ar gwir, o c’henel, da gaout pep a familh sur ha stabil), sevel tiegezhioù niverus ar vugale enno (rak ur yezh a vez desket gant ar vugale o c’hoari kenetrezo, kalz muioc’h eget pa vez impllijet dre heg gant o zud), ha dreist-holl tiegezhioù karantezus, e-lec’h e vez brav bevañ, kreskiñ ha resev donezon ar garantez vro ivez, a roio an abegoù sonn da virout ar yezh a zougfe an talvoudegezhioù-se. Mab e dad eo Tangi. Ar garantez evit ar vro hag ar yezh en deus resevet en e diegezh : natur-tre eo, ha respontet en deus d’ar c’halvadenn-se.
Gouzout a ran, e vo lennerien o kunujenniñ ac’hanon o lenn kement-se. Hogen ouzhpenn bezañ un hent sur evit hor yezh, piv a c’hell nac’h an holl gwirionezioù-mañ ? Petra o defe c’hoant da ginnig neuze ? Klenkañ dazont hor yezh e stourm ar renkadoù evel ma reas Skol An Emsav e 1972 gant ar Joint Français ??? N’eo ket sirius, seul vui ma-z eo echu an aotrouiezh speredel “a gleiz” abaoe ar Manif pour Tous. Bremañ ez eo poent da valañsoù horolaj direizhet 68 mont war o c’hiz, anzav ez eo ar gleizelouriezh ur c’hwitadenn. Tangi Louarn en deus meneget ar familh : mat eo, hogen n’eo ket trawalc’h, ret e vefe displegañ d’ho lennerien ar gwir zispac’h a empleg an dra-se. Se am eus kroget da zisplegañ oc’h ober meneg eus kevredigezh an Ankou a zo ganet diwar 68, ur brizhdispac’h lu a c’heller berrlivañ gant a dro-laver hudur ha faos “Pep hini zo libr gant e damm kig”. Nann n’eur ket libr er ster-se. Ar gwir frankiz evidomp bretoned a zo en em reiñ d’hor bro. Hag hor bro a zo da gentañ hon tiegezh. Hollad an holl diegezhioù brezhonek a ya d’ober hor c’humuiezh, egin ar Vreizh vrezhonek a hiraehomp dezhi, oc’h adskoulmaén gant linenn istorel Breizh, a mui na maez. Oc’h en em reiñ bemdez doue da savedigezh hor familhoù brezhonek diwar en em reiñ penn-da-benn da evurusted hon tammig tiegezhioù. Ha ma vezomp dekmiliadoù oc’h ober, e vevo hor yezh ha Spered ar Vro, kalz suroc’h eget o kestal araokadennoù bresk ha dibad er servijoù publik (Radio, TV, SNCF, skolioù…)… pezh ne dalv ket ne ranker ket stourm war an holl dachennoù. Met kreñvlec’h diazez ha kreizik-kreiz hor buhez, reizhabegadur hor stourm eo an tiegezh.
Ret eo din anzav ez eo gwall vresk Emglev An Tiegezhioù hag en em c’houlennan perak ez eus ken nebeut a dud e Breizh a fell dezho sevel liammoù etre o ziegezhioù. Hon emvod da zont a vo d’ar Sul 12 a viz Gouere e Trelevenez. Ra zuio neb a garo da gejañ ganeomp ! (0298251072).

Tepod Gwilhmod, prezidant Emglev an Tiegezhioù

Fellout a ra dezho ne oufe ket hor bugale na lenn na skrivañ.

Perak ? Evit stourm a-enep an “dizingalded”.

An holl vugale a vo ingal o live evel-se.
Ne gredit ket ? sellit ouzh ar video-mañ :

http://petitions.soseducation.org/test-national-de-dechiffrage/index.php

Diouzh un tu all e vez klasket digeriñ skolioù a live uhel, gant doareoù kelenn hengounel, evit bugale ar bannlevioù : d’ar vretoned ordinal ne vez ket seurt skolioù. War c’hoazh eta e vo dekmiliadoù a yaouankizoù eus ar bannlevioù a vo stummet mat-tre hag a vo begenn ar gevredigezh c’hall tra ma vo dizesk ar yaoukizoù all.

http://www.onisep.fr/Choisir-mes-etudes/Au-college/Collegiens-a-besoins-educatifs-particuliers/Les-internats-de-la-reussite-ex-internats-d-excellence

Un abeg ouzhpenn da vont er-maez eus ar “sistem” o skoliata e vugale e skolioù brezhonek. Ya, sur a-walc’h, hogen arabat krediñ e ve disheñvel bras skolajoù Diwan diouzh ar re all er pleustr siwazh !