Pardon Sant Divi Dirinonn

Da bevare sul miz Gouere an hini eo e vez lidet ar pardon bihan-mañ, gant daou gantik brezhonek, unan en enor da Sant Divi, egile en enor d’e vamm Santez Nonn.

KANTIK SANT DIVI (war un ton anavezet)
Diskan : O Patron karet, Sant Divi, ni ho ped amañ gand dudi  Selaouit mat hor pedennoù, grit deomp ganeoc’h mont d’an neñvoù.
1 ) Ho mamm, Divi, eo Santez Nonn Hor Patronez hag hon itron Pebezh enor d’hor parrez-ni Kaout d’he diwall Nonn ha Divi
2 ) Pell amzer zo hon Tadoù Kozh E Dirinonn war lein ar roz, un iliz kaer o-deus savet Da enoriñ ho mamm garet
3 ) Tostik d’ho mamm, e Lannuzel C’hwi ho peus ivez ur chapel el-lec’h ma roit da bep hini Grasoù nerzhus, o Sant Divi
4 ) Skoliet oc’h bet gant Sant Ildud Kelenner dreist, santel e vrud Beleg, eskob oc’h bet goude Abostol braz Breizh ha Kembre.
KANTIK EN ENOR DA SANTEZ NONN (war ton da sant Paol a Leon)
Diskan : Kanomp, kanomp a greiz kalon, meuleudioù da santez Nonn Ha goulennomp dre ar bedenn, eus he bennozh an aluzen ( bis )
1 ) Gant eun douster leun a resped
Ho pugelig ho peus savet un ene gwenn ‘vel al lili
O peus graet d’ho mab Sant Divi (bis)
2 ) Goude ur vuhez ken Santel Santez Nonn zo bremañ uhel E mesk ar Sent hag an Aelez Gant kurunenn ar Santelezh. (bis)
3 ) Gouel ar pardon, gouel a enor Gouel a joa, e Bro Arvor En deiz hirio, e trid kalon holl Barrezianiz Dirinonn. (bis)
4 ) Eus barr an neñv, ô Santez Nonn
Bennigit parrez Dirinon
O kanañ deoc’h meuleudioù
Gant he c’halon hag he mouezhioù. (bis)
5 ) Grit ma chomo gwrizioù ar feiz
E kalon ho parrezianiz
Evel gwrizioù ar gwez derv,
A ziwan war douar hor Bro. (bis)
6 ) Ha gant sikour ho pedennoù Digorit deomp dor an Neñvoù Ha ni gano deoc’h mil bennozh E kreiz dudi ar Baradoz. (bis)