Karaez d’ar sadorn ha d’ar sul 24-25 a viz Here

D’AR SADORN
– STAL IMBOURC’H, ti-embann EMGLEV AN TIEGEZHIOU a vo dalc’het e Fest al levrioù adalek 10eur betek un eur ha neuze goude merenn betek 7eur
un digarez mat evit kejañ an eil gant ar re all.
Kinniget e vo al levrioù nevez embannet ganeomp ha pergen Bannoù treset war vuhez Santez Tereza vihan ;
Kinniget e vo ivez levrioù all, katalog Imbourc’h ;
Kinniget levrioù a eil dorn, niverus ha marc’had mat, bet profet d’hon emglev evit degas moneiz hogen ivez evit izili EAT ;
Kavet e vo ivez poster Roparz Hemon, ar pegsun evit ar podoù-lastez melen hag all hag all.

– manifestadeg adalek div eur g. m.
– ar stalig a vo digor adal peder eur betek 7 eur bennak
– emgav en davarn O’ ‘N Davarning, 26 Straed ar Verzherion evit :

“TAOL GRENN AN EMSAV a-benn lakaat en e blom an Emsav a ra diouer da Vreizh, en-dro d’un nebeud pennaennoù diazez :

-stourm a reomp evit Breizh, ur vroad vrezhonek -ha brezhonek hepken

-un astenn eus ar bed predenek (ha keltiek dre vras) war an Douar-Bras ez eo ; a-bouez eo eta adstagañ liammoù start gant Inizi tramor

-ur vroad rez, hep tamm liamm sujidigezh da-geñver Bro-C’hall e rank bezañ ; ret eo dezhi mont war-eeun e darempred gant peurrest Europa hag ar bed

-e brezhoneg, hag e brezhoneg hepken, e rank mont en-dro an Emsav ; yezhoù all a c’hall bezañ arveret, evit ar brudañ hepken, evit kendrec’hiñ an diavaez

-ret eo d’an Emsav strivañ da gaout ur peg ouzh ar gevredigezh a zo en-dro dezhañ, kement-se d’he levezoniñ (ha neket da vezañ levezonet ganti)

-ul labour-stummañ a zo da gas war-raok, da lakaat en e blom, e-touez ar boblañs, ur rummad tud desket (ha n’eo ket «hollouiziek» dre ret), e pehini e rank bezañ tutaet sternerion an Emsav war verr amzer, ha re Breizh dishualet da zont war amzer hiroc’h

-ul labour-emskiantaat a zo da gas war-raok e-touez ar boblañs d’he lakaat da anavezout Breizh ha d’he lakaat da vont war-zu ar brezhoneg”

D’AR SUL

– Oferenn en iliz da 10 e 30 (divyezhek)
– Stalig EAT adalek 14 eur moarvat, abretoc’h ma vez tu oc’h en em ginnig ‘vit e zigeriñ abretoc’h.

Kannadig Imbourc’h 92 Gouere-Gwengolo 2015

Taolenn Kannadig Imbourc’h 92 Gouere-Gwengolo 2015Kannadig Imbourc'h 92 (Golo)

– Serr-noz war hor bed kozh, gant Donwal Gwenvenez ;

– Hep tiegezhioù, brezhoneg ebet, gant Tepod Gwilhmod ;

– Troidigezh “Ar Bibl Santel” 2/2, gant Tepod Gwilhmod ;

– Ar Stad hag ar Poell, gant Olavo de Carvalho tr. Ewan Delanoy ;

– Ha bez ez out-te an hini a zle dont ? Gant Youenn Troal, beleg war Mazh. 11, 2-5 ;

– Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen ;

– Buhez hon Emglev

Evit lenn an niverenn-mañ : https://emglev.files.wordpress.com/2013/01/kannadig-92.pdf

Notenn evit lenn an niverennoù kent : https://emglev.wordpress.com/2013/01/10/renabl-kannadig-ibmoruch-betek-niv-1-da-77-dibenn-2012/