Gouestlañ e diegezh da Galon sakr Jezuz

christDaoust ha klevet hoc’h eus ez eo be nevez gouestlet Bro-Skos hag Iwerzhon da Galon Sakr Jezuz ?

Nevez ‘zo eo deuet Alicia Beauvisage hag ar beleg Edouard Marot da Vreizh da gontañ o mision dre ar bed, abaoe 2005 da enoriñ Kalon Sakr Jezuz

E-pad an hañv, e-pad emvod-meur Emglev An Tiegezhioù, e vo kensakret hon Emsav da Galon Sakr Jezuz, evel m’hen goulenn Jezuz e-unan dre hanterouriezh Santez Marc’harid-Mari.

Amañ da heul un destenn da sikour an tiegezhioù da droniñ Kalon Sakr Jezuz.

Kantik gant video war don Kalon sakret Jezuz https://www.dailymotion.com/video/x2vz615

Testeni Edouard Marot hag Alicia Beauvisage https://www.youtube.com/watch?v=vTVXw5Gml98

Evit en em brientiñ war bemp devezh (e galleg)

Lid tiegezhel e brezhoneg(ha roll an oberennoù war galon sakr Jezuz e bzhg) :

Kalon sakr tronadur.odt

Kalog pdf-page-001

Ha sinet hoc’h eus an ervennadeg-mañ evit ar yezhoù ?

Tennañ a ra d’ur sinadeg simpl evel ar re all met n’eo ket ! Ur gwir benveg demokratelezh dihanterat savet e 2012 gant Unvaniezh Europa (UE). Ur benveg lezennel, met dizanav gant an dud, eo an Intrudu kumuniezh europat : da sinañ a-raok ar 4 a viz Ebrrel.

Ur roll a ginnigoù lezennel eo ar Minority Safepack evit gwareziñ ar minorelezhioù broadel dre reoliadurioù reoliek evit broudañ gwirioù ar minorelezhioù, gwirioù o yezhoù ha gwareziñ o sevenadurioù. E berr gomzoù eo ar pal reiñ ur statud europat d’ar yezhoù bihanniver ha d’o sevenadurioù.

Ma vefe sinet an intrudu gant ur milion a geodedourien Europa (a orin eus seizh stad europat da nebeutañ) e vefe ret d’ar Gomision Europa kinnig un danvez lezenn war sujed ar yezhoù, ar minorelezhioù yezhel hag al liesseurted sevenadurel. Ha ret e vefe gant ar Frañs asantiñ pezh he deus nac’het betekhen: gwirioù evit pobloù Frañs, o sevenadurioù hag o yezhoù !850 000 den o deus sinet a-live Europa ar sinadeg europat-mañ d’ar 14 a viz Meurzh. E Frañs a-bezh tro 3 500 den hepken padal e oa bet lakaet da bal tizhout 55 500 sinadur.

Ar 4 a viz Ebrel 2018 eo termen an intrudu evit tizhout an niver a sinadurioù ! Chom a ra 3 sizhun evit kreskiñ niver a sinadurioù e Breizh hag e Frañs a-benn tizhout 1 million a sinadurioù en Europa. N’eo ket dibosubl ma vo graet get pep hini un tamm striv evit brudañ ar benveg-se !

SKIGNIT ledan ar gemennadenn, KOMZIT eus an dra-se tro-dro deoc’h ha SINIT !
Ezhomm ho ‘po eus ho kartenn identelezh pe ho pasporzh ha bezañ 18 bloaz evit sinañ an intrudu-se rak ur benveg lezennel eo !

Hervez al lezenn, pennad 10 eus ar reoliadur 95/46 CE Parlamant Europa e vo gwarezet ho roadennoù ha ne servijont nemet d’ar pennadurezhioù evit gwiriañ ha testeniañ an niver a sinadurioù e talvoud.

Un nebeut eilennoù zo trawalc’h evit siniñ, goude skignit dre Facebook, Twitter, dre bosteloù tro-dro deoc’h !

En linenn / War paper

Kannadig Imbourc’h niv. 104, Genver-Meurzh 2018

– Ha berzet eo ar ger-stur “Feiz ha Breizh” hiziviken ?, gant T. Gwilhmod ;

– Diouzh an deiz e serr an noz, diouzh an noz e serr an deiz, gant Tepod Mab Kerlevenez ;

– Petra eo ar yezh evidomp ?, gant T. Gwilhmod ;

– Traduttore, Traditore, gant Donwal Gwenvenez ;

– Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen.

Notenn : kresket eo ar mizoù-post adarre a 14,7 % (koustañ a ra 1,56 euro kas ar c’hannadig dre ar post (timbr), da lavarout eo an hanter eus ar skodenn-vloaz, a sav da 18 euro.

Klikañ AMAN da lenn Kannadig Imbourc’h 104