“Tra-walc’h gant diskar an tiegezhioù !”

Ar Gouarnamant a zalc’h da ziskar an Tiegezhioù kellig diazez ar gevredigezh, eme Emglev An Tiegezhioù, a c’halv da vont da ziskelañ e Pariz d’ar Sul 5 a viz Here, hag a ginnig ur c’harr-boutin evit-se adalek Landerne (40 euro).

Kemennadenn : Ouzhpenn ar fed m’eo bet mouezhiet al lezenn da zigeriñ an eured keodedel d’ar pared heñvel o rev gant «lezenn» Taubira, eme E.A.T., e talc’h ar gouarnamantoù, an eil war-lerc’h egile, da gas war-raok Sevenadur an Ankoù, hag e sav tud a vilionoù, evel n’eus ket bet gwelet biskoazh e Frañs dre ma’z eo kontrol al lezennoù-se, n’eo ket hepken ouzh ar pezh a soñjont hogen ouzh ar skiant vat ha dreist-holl ouzh al «lezenn naturel», hini gwirvoudelezh hon natur den :
– ur familh a zo, dre natur, un tad, ur vamm ha bugale ;

– pep bugel en deus, dre natur, un tad hag ur vamm a zo o c’harg e sevel ;

– ar GPA a ya a-du gant un tebet «Gwir da gaout bugale», pa ranker e gwirionez komz eus «Gwirioù ar bugel» unan anezho o vezañ ar gwir da gaout un tad hag ur vamm ;

– ar GPA a zo sañset difennet e Frañs met «Kelc’hlizher Taubira» eus miz genver 2013 a laka bugale, ganet evel-se, da vezañ anavezet gant al lezenn ;

– ar maouezed n’int ket da vezañ korvoet o feurmiñ o c’hof gant ar GPA ;

– ar PMA/GPA a vo aotreet e Frañs dre forzh boazañ ar c’hedveno hag o lezenniñ da «stourm» ouzh an «digevatalder» a-fet gwirioù etre ar familhoù ordinal hag an tebet familhoù gant pared heñvel o rev.

– anvidigezh an Itron Najat-Belkacem e penn ministrerezh an «Desavadurezh Vroadel»(sic) a dalvez ez eo mennet ar gouarnamant da genderc’hel gant degas dodenn ar revelezh er skolioù, hag ivez da heul brudañ an heñvelreviadezh d’ur mare ma’z eo bresk ar vugale war ar poentoù-se, hag evel-just kenderc’hel gant ar gealiadurezh faos a-grenn e vije kevatal ha daskemmus paotred ha merc’hed, gant ar gwir da cheñch rev ma karer !

– traoù all a zo, evel kresk an tailhoù evit an tiegezhioù gant bugale niverus, krennadur an ehan evit ar mammoù o paouez gwilioudiñ hag all hag all.

Emglev An tiegezhioù a gemero perzh en Diskeladeg d’ar Sul 5 a viz Here da zont, hag a c’halv an dud a zo stag ouzh ensavadur naturel ar Familh da vont gantañ.

Ur c’harr-boutin adalek Landerne ‘zo aozet, poent eo lakaat e anv

eat [at] orange.fr 02 98 25 10 72

Adlezenn ha Josoua adwelet

Nebeut a gemmoù amañ : lakaet troidigezh Klerg evit an tammoù en doa troet evit al liturgiezh (oferenn war ar pemdez). brezhoneg gwevnoc’h eget ger-ha-ger an Tour-Tan diwar an hebraeg. Gwelet e vez anat ez heulias Klerg testenn latin an oferenn.

 

Adl 1-7.odt
Adl 8-14.odt
Adl 15-20.odt
Adl 21-27.odt
Adl 28-34 (dibenn).odt
Adlezenn ABS eost 2014.odt
Josua 1-12.odt
Josua 13-24.odt
Josua ABS eost 2014.odt

Barnerion adwelet

War droidigezh skipailh “MG” eo bet diazezet al labour-mañ, un droidigezh bet savet pellik ‘zo, war-dro ar bloavezhioù 50-60, ha marteze zoken ez eo Klerg an troer anezhi. Marsel Klerg en deus troet a-hent-all tammoù ‘zo eus “Barnerion” evit an oferenn war ar premdez er bloavezhioù 71-72 (gwelout a reer heñvelderioù a ro da soñjal edo an droidigezh kentañ etre e zaouarn).

Lennekoc’h a galz eo “MG” eget hini an tour-Tan (an TT), a chom fetis-tre ha ger-ha-ger gant an hebraeg, er frazennadur zoken a-wechoù, ken e c’hell bezañ a-wechoù pellik diouzh an destenn latin kefridiel a vremañ, a chom an destenn hon eus heuliet pa save diaesterioù.

En droidigezh “MG” n’hon eus ket gellet fiziout re en anvioù divoutin a zo bet kemmet alies da dostaat ouzh ar stumm latin evel ma c’houlenn an Iliz. Maodez Glanndour en deus o adwelet kalz diwezhatoc’h eget an droidigezh-mañ en e droidigezhioù all gant sikour levr CERF 1978 “Dictionnaire des noms propres de la Bible”.

Sonjal a ra dimp hon eus bremañ un destenn a zoare en hor yezh, aes da lenn ha feal ouzh an Nova-Vulgata.

Barnerion ABS eost 2014.odt
Barn 1-10.odt
Barn 11-18.odt
Barn 19-21 (dibenn).odt

C’hoari e-pad an hañv (ha pelloc’h…)

Gant google https://translate.google.com e c’heller treiñ testennoù ger evit ger eus ur yezh d’eben, met n’heller ket henn ober gant ar brezhoneg (gant an Ofis e c’heller treiñ eus hor yezh d’ar galleg metevit c’hoazh pas ar c’hontrol) siwazh.

Met gant Google e c’heller ivez SELAOU testennoù.
Testennoù brezhonek a c’heller lakaat er golonenn gleiz, ha dibab ar yezh a fell deor.
Tu ez eus evel-se da glask pe yezh a zistag an tostañ d’ar brezhoneg.
Graet em eus hag ez eus evelkent un dornad mat anezho ez eus tu da gompren en hor yezh daoust d’o fouez-mouezh :
ar Bosnieg, ar c’hatalaneg, ar C’hreoleg, ar C’hroateg hag ar Serbeg, an esperanteg, ar c’hembraeg, an indonezianeg, al latineg, al letoneg, ar makedonieg, an izelvroeg, hag ar …swahili ha n’eo ket re fall, tamm ebet.

Kenstrivadeg : respont d’ar goulenn-mañ .

Pe hini eus pouezioù-mouezh ar yezhoù-se a gavit ar gwellañ da selaou brezhoneg ?
Tu zo da implij an destenn verr da heul, pe forzh pe hini all :

Krouidigezh ar bed.
Er penn-kentañ e krouas Doue an neñv hag an douar. Hag an douar a oa gouez ha goullo gant teñvalijenn war-c’horre an islonk, met Spered Doue a blave war-c’horre an doureier.
Hag e lavaras Doue : «Ra vezo gouloù». Hag e voe gouloù. Hag e welas Doue ar gouloù : mat e oa. Hag e tispartias Doue ar gouloù diouzh an deñvalijenn. 5 Hag e c’halvas Doue ar gouloù: Deiz, hag an deñvalijenn a c’halvas: Noz. Hag e voe un abardaez hag e voe ur beure : un devezh.

Grit ho soñj eta, ha kasit an disoc’h, ma karit, en Notennoù a c’heller lakaat e dibenn ar gemennadenn-mañ, pe dre vail : mailto:eat

A-wechoù ez eus peadra da c’hoarzhin avat !