Meneger deizlevrioù Youenn Olier 1945-1966

Setu amañ dindan ur benveg a vo servijus d’ar re a garfe kavout titouroù war an dud hag an aozadurioù a yae d’ober an Emsav etre 1945 ha 1966 : Meneger deizlevrioù Youenn Olier renket hervez urzh al lizherenneg (41 p.).
Levrennoù an deizlevr a c’heller kavout e KDSK Gwened, e levraouegoù-kêr Brest ha Roazhon, er CRBC e Brest, e Levraoueg Penn-ar-bed Kemper, hag e Lefregell Genedlaethol Cymru (Levraoueg Broadel Kembre) en Aberystwyth. Kalz anezho a c’heller pourchas c’hoazh digant Emglev An Tiegezhioù.

Kannadig Imbourc’h 107 Kerzu 2018

Kenderc’hel war-raok, gant Tepod Mab Kerlevenez

Ar begennoù bedelour a-enep d’ar pobloù, gant Donwal Gwenvenez

Sant Maeldan e Blaen, gant Yann Mikael

Marsel Blanchard, person Kistinid gant T. Gwilhmod

Nedeleg : leurenner en em ra an Aotrou Doue, gant Tiernvael

Notennoù diwar an darvoudoù gant Yann Maneguen

Kemm a ra anv ar gelaouenn e 2019 : “Kannadig Imbourc’h” a zeu hiviziken da vezañ “Ar Gouloù Gwenn” hag a zo emren diouzh EAT.

Evit resev “Ar Gouloù Gwenn” eo dav kas 20 euro war anv Jean-Marie Michel 12 straed R. Giraud 44130 BLAEN

 

Kannadig Imbourc’h 107

Kannadig Imbourc’h 106

Taolenn Gouhere-Gwengolo 2018 :

File0935

Gouvrezel kêrel e Naoned, gant Donwal Gwenvenez (afer A. Fofana e Naoned, louzoù-diboaniañ kib-bed ar melldroad, roll noazus diatebeg an ONGoù er Mor Kreizdouarel…)
Maboberoù an Harz, gant Tepod Mab Kerlevenez
An uhelwiaderion, gant Tepod Mab Kerlevenez (ar re a zo o micher krouiñ pallennoù-moger ar c’hestell)
Petra ober dirak an digravezekaerezh er bed kornogat ? gant T. Gwilhmod (pe : ur bengadouriezh evit dreist-vevañ evl kristenien – ha brezhonegerien – er gevredigezh a vremañ)
Kastell-kreñv Blaen, gant Yann Mikael (istor lignez ar c’hastell, anvioù-lec’h “La Groulaie”, breuriezhioù karterioù Blaen)
Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen (siocdekmilionoù a verc’hed en Indez, fakenews Ouest-France war ar sioc’hanañ en Arc’hantina, heñvelrevelouriezh e rez uhelañ an Iliz, Orha Salvini….)
– Buhez hon Emglev war ar Bibl nevez embannet.

Klikañ amañ evit lenn ar C’hannadig 106.

Kannadig Imbourc’h 105 Ebrel-Mezheven 2018

File0926

  • Hanter-kant vloaz war-lerc’h, gant T. Gwilhmod (Mae 1968, Yod Kerc’h, Maurras, Marx, IVG, PMA, pillulenn, GPA, Skol an Emsav, Levr katekiz, Doux, Tilly Sabco, CMB, Mad Boutin…)
  • Ha kalz a yezhelourion a zo e Breizh ? gant Tepod Mab Kerlevenez (petra eo ar yezhelouriezh, degouezh flandrez ha degouezh Breizh, azonaz Stockholm ar Vretoned, rankout a reer komz brezhoneg evit bezañ brezhon…)
  • Azonaz (pe sindrom) Telford gant Donwal Gwenvenez (drasterezh ar politically correct dwb 1000 plac’h gwallet e Telford ; dezvad ar vaouez en Islam ; euzhusterioù an Islam degemeret en Europa en anv ar garitez kristen…)
  • Klask-te an Hini da glask ? (Lukaz 15 war an dañvad dianket)
  • Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen
  • Buhez hon Emglev
  • Aet eo Yann Talbot da Anaon
  • “Galv ar Ouenn”, romantig gant Eodez nevez-deuet er-maez 6 euro franko.

Klikañ amañ evit lenn : Kannadig 105

Renabl Kelaouenn ar Bleun Brug 1948-1969

Evit gwir he deus padet betek 1985 met diwar braslenn dastumadenn ar gelaouenn-se ez omp chomet a-sav e 1969 dre ma oa dister a-walc’h ar peuriñ, brasoc’h-brasañ lodenn ar galleg er gazetenn. Sur a-walc’h e vefe mat kenderc’hel da glask perlezennoù er vengleuz-se, ur gelaouenn hêrez da “Feiz-ha-Breiz” an Aotrou Perrot.

Renabl Koaz Breiz – Bleun Brug 1948-1969

 

Kannadig Imbourc’h niv. 104, Genver-Meurzh 2018

– Ha berzet eo ar ger-stur “Feiz ha Breizh” hiziviken ?, gant T. Gwilhmod ;

– Diouzh an deiz e serr an noz, diouzh an noz e serr an deiz, gant Tepod Mab Kerlevenez ;

– Petra eo ar yezh evidomp ?, gant T. Gwilhmod ;

– Traduttore, Traditore, gant Donwal Gwenvenez ;

– Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen.

Notenn : kresket eo ar mizoù-post adarre a 14,7 % (koustañ a ra 1,56 euro kas ar c’hannadig dre ar post (timbr), da lavarout eo an hanter eus ar skodenn-vloaz, a sav da 18 euro.

Klikañ AMAN da lenn Kannadig Imbourc’h 104

 

Kannadig imbourc’h 103

Taolenn Kannadig Imbourc’h niv. 103 Here-Kerzu 2017 :

– Kaezar ne oa ket andoueour, gant Yann Mikael ;
– Tiegezhioù emsaverien a brientinien gristen e-pad an 20vet kantved, gant T. Gwilhmod ;
– Daou ahel stourm hon Emglev, gant T. Gwilhmod ;
– An Azen hag an Ejen a anavez o Aotrou, gant J. Ratzinger (2011)
– Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen
– D’ar Bugel-Doue, gant Anjela Duval.

NOTENN A-BOUEZ O vezañ m’hon eus bet keloù eus klemmoù a-ziwar hor c’helaouenn digant Fañch Broudig, Françoise Morvan, ABP (Argouarc’h), Gouel Broadel ar Brezhoneg ha re all c’hoazh, e tegasomp da soñj ez eo “Kannadig Imbourc’h” kelaouenn izili Emglev An Tiegezhioù, da lavarout eo ur gelaouenn diabarzh prevez a breder brezhon ha kristen dishual,  arc’hantaet gant skodennoù an izili. N’eo ket graet da blijout d’an holl met da sikour an Emsaverien da ziorren o yezh ha da brederiañ dirak an darvoudoù e Breizh hag er Bed. Kelaouenn un Emsav e venn bezañ. En ur glikañ AMAN da lenn Kannadig Imbourc’h 103 ez asantit d’ar frankiz-soñjal eta hag ez anavezit e c’hell bezañ pennadoù na blijont ket deoc’h. Ar re-se, forzh penaos, ne ouestlont ket kiriegezh hor c’hevredigezh met hepken an aozerien anezho, hag a zo da vezañ lennet evel bannoù-sklerijenn spiswel ha dishual dirak an darvoudoù.

 

Kannadig Imbourc’h 102

Taolenn : Kannadig Imbourc’h 102

Istor vihan deroù hon Emglev, gant T. Gwilhmod (Istor derou EAT ha notennoù 1947 – 2017)

Piv a sammo bir ha kleze ? gant Donwal Gwenvenez (war danvez-kannaded an Emsav o spered gwallziforc’hañ â ne vezer ket a-gleiz ;Donald Trump e Polonia hag er G20 ; komzoù Macron er G20, tro Barselona ; ar Pab Frañsez, prezidant un dreist-ONG bedelour…)

Bodad ar Bibl : 1 KoFile0813r 12, 13 ; sklav pe sklavour ?, gant T. Gwilhmod ha P. Kalvez

A-zivout ar pennad “Gwalloberoù an Hiniennelouriezh” gant Jord Havelka, hag addisplegoù gant D. G.

Levenez ar Silvidigezh : homelienn trede Sul an Azvent bloavezh A Mazhev 11, 2-11, gant Y. Troal

Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen

(Frañsez hag an Italianed, emlazh Europa hervez an INSEE, lip-babouch kenwerzhel Lidl, ‘La Libre Pensée’ a-enep Enez Houad ; ar feiz ha kaerded ar liturgïezh ; eskobiezh 29 he deus rannet dre 15 niver he farrezioù…)

Buhez hon Emglev : notennoù, pergen keloù eus ar chabistr brezhonek a vo graet en-dro en hañv 2018 etre Landreger ha Sant-Brieg.