Kannadig Imbourc’h 102

Taolenn : Kannadig Imbourc’h 102

Istor vihan deroù hon Emglev, gant T. Gwilhmod (Istor derou EAT ha notennoù 1947 – 2017)

Piv a sammo bir ha kleze ? gant Donwal Gwenvenez (war danvez-kannaded an Emsav o spered gwallziforc’hañ â ne vezer ket a-gleiz ;Donald Trump e Polonia hag er G20 ; komzoù Macron er G20, tro Barselona ; ar Pab Frañsez, prezidant un dreist-ONG bedelour…)

Bodad ar Bibl : 1 KoFile0813r 12, 13 ; sklav pe sklavour ?, gant T. Gwilhmod ha P. Kalvez

A-zivout ar pennad “Gwalloberoù an Hiniennelouriezh” gant Jord Havelka, hag addisplegoù gant D. G.

Levenez ar Silvidigezh : homelienn trede Sul an Azvent bloavezh A Mazhev 11, 2-11, gant Y. Troal

Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen

(Frañsez hag an Italianed, emlazh Europa hervez an INSEE, lip-babouch kenwerzhel Lidl, ‘La Libre Pensée’ a-enep Enez Houad ; ar feiz ha kaerded ar liturgïezh ; eskobiezh 29 he deus rannet dre 15 niver he farrezioù…)

Buhez hon Emglev : notennoù, pergen keloù eus ar chabistr brezhonek a vo graet en-dro en hañv 2018 etre Landreger ha Sant-Brieg.

Pardon Sant Budog Ploveur

Da eil Sul miz Eost e vez ar pardon-se, er vro-vigoudenn.
E galleg e vez lidet, war-bouez ar c’hantik da heul, ar ‘Santel’, Da Feiz hon Tadoù kozh, hag e latin : ar Gredo a bep eil gant ar wazed hag ar merc’hed, war an ton “krampouezh gwinizh-du”. Kozh-mat e oa oad ar fideled, ar braz en tu all da bevar-ugent vloaz.

Kanet e vez ar c’hantig-mañ war don “Itron Varia ar Joa Penmarc’h”, a zo ivez hini Pardon Lok-Ildud Sizun.

R/ Kanomp gant ur vouezh kalonek, Meuleudi da Batron Beuzeg !
En neñv en deus ur renk uhel, e-touez Sant kozh bro Breizh-Izel (bis)

1- Atav betek eur hor marv, O Sant Budog ni ho karo,
Penaos ne garfemp ket hon tad, hon difennour, on alvokad ? (bis)
2- Ouzhomp oc’h karget gant Doue, Douar Beuzeg eo ho leve,
C’hwi peus, a-dreuz ar c’hantvedoù, He diwallet eus an Neñvoù. (bis)
3- Sikourit holl dud ar barrez, An emzivad, an intañvez,
Sikourit ivez an tadoù, ar vugale hag ar mammoù. (bis)
4-D’ar pinvidig evel d’ar paour, Diskouezit o po kalon aour.
N’o dilezit ket eus an Neñv, Rak holl ez int ho pugale. (bis)
5-Eus ar mintin betek an noz, war ho labour skuilhit bennozh,
Anez, ne dalv ket d’an dachenn bezañ glebiet gant hor c’hwezhenn.

Karaez, 07/07/2017 : 100vet beilhadeg

——– Kemennadenn orinel ——–

Danvez: Carhaix / Karaez, 07/07/2017 : 100ème veillée
Deiziad: Sun, 3 Sep 2017 19:46:29 +0200
A-berzh: Beilherien Karaez <veilleurs.carhaix@gmail.com>

Bonjour – Demat !

17 veilleurs à Carhaix, vendredi 7 juillet pour notre 100ème veillée pour la Famille,

    • qui s’est déroulée par un temps radieux.
      Trugarez
      à Hugues pour le champagne, à Chantal pour la quiche et la pizza, à Katell pour les crêpes et le cidre, à Annick pour le vin blanc… et à Gilbert pour les madeleines,  🙂 🙂 🙂

(…)

  • DALC’HOMP MAT, BEPRED ; ATAV !

Ken ar Gwener pemzek a viz Gwengolo (à vendredi 15/09/2017)

 

 

 

Pardon Sant Anton Plouziri

Eus ar XVIvet kvt eo ar chapel, gwirheñvel eo e vije anv aze eus sant Anton a Badova, eus urzh sant Frañsez, a zo skeudennet o-daou er chapel (Frañsez gant e gleizennoù ouzh dor an tabernakl), met abaoe ez eo bet mesket gant sant Anton an dezerzh, patron ar saverien-voc’h : n’eus ket keit’se edo labouradeg GAD o reiñ labour da 800 a dud hag e kreiz tachad kenderc’hañ kig-moc’h emañ ar chapel, etre Daoulaz ha Montroulez.

Evel-se, goude an Oferenn e ez lakaet e gwerzh anduilh ha kig-moc’h diouzh ar c’hresk, ouzh ar groaz. Laouen eo an dud da brenañ rak ar gounid a ya da gempenn ar chapel.

Pardon a chapel a vez da Sul kentañ Gwengolo. Da zek eur evit ar brosesion adalek ar feunteun a zo en traoñ, war ribl an hent. Un darn vras-tre eus ar c’hantikoù a vez e brezhoneg evit c’hoazh. Anat eo e plij d’an dud kanañ anezho a bep eil paotred ha merc’hed, ar pezh na c’hoarvez morse e galleg.

Ton kantik Sant Anton a zo “war un ton anavezet” : fa la si# do re do la sol la do la sol fa… n’on ket evit lakaat un anv warnañ avat.

Diskan : Embanner ar binijenn, o tad leun a druez, Taolit warnomp unanet, ur sell a drugarez, hor c’halon d’ho meuliñ, hiziv a zo laouen, O Sant Anton benniget, selaouit hor pedenn.
Savet el lezenn gristen. e bro paianed kriz, Ho kerent mad ho skolias, a hed-ho yaouankiz, Dre skou/er o bu-hez, meulus e peb doare, Hag e Iakit ‘n ho spered, bevañ evit Doue.
En ofer’nn e selaouit, e barzh an aviel, Komzou or Salver Jezuz, ha dreist-oll e gentel, Evit bevañ santel.hag ober aluzenn, It ha gwerzhit ho tanvez, ha roit d’ar beorien.
Hag azalek an deiz-se poulzet gant ar Spered, E laoskit an enorioù, an holl drouz’zo er bed, Evit mont da vevañ ur vuhez pinijenn, Pellik en ur peniti, evit Doue hepken.