NEVEZ EMBANNET

Katekiz ar vugale

Katekiz ar vugale

Pal pennañ al levr-mañ eo prientiñ ar bugel evit e Bask «bihan», e Bask kentañ. Evel-just e c’hell bezañ implijet evit bugale vrasoc’h, krennarded ha tud en oad zoken.

Savet eo al levr evit ur bloavezh leun, ur gentel bep sizhun da skouer, met implijet e vo e-doug meur a vloaz betek ar gomunion gentañ. Ar c’hentelioù a vo gwelet bep bloaz ha donaet e vint a-feur ma koshaio ar bugel. Hervez e oad hag e zoare, ha diouzh an amzer-liturgiezh eus ar bloavezh kristen e vo ret lezel kentelioù ‘zo a gostez rak gwelet e vint diwezhatoc’h, pe ez int bet gwelet dija hag e kavo deoc’h ne vo ket dav o adwelout.

Dreist-holl evit ar vugale etre 4 hag 8 vloaz eo savet ar c’hentelioù eta. Penndalc’hel eo ar bloavezhioù-se : dizoleiñ a ra ar bugel e «vMe», kemer a ra plegoù mat pe fall, hag e ra e gresk oc’h en em zigeriñ d’ar vuhez, buhez e gorf o kreskiñ, ha buhez e spered ma c’hwezh ennañ Gras Doue. En ur sellout ouzh ar skeudennoù e vo aes komz en un doare eeun ha diardoù gant ar bugel, hag e vo piket e galon glan a vugel, ha broudet e c’hoant-gouzout.

Kement-mañ ne vo ket tra-walc’h : ar bedenn bemdeziek ha reoliek gant holl izili an tiegezh a zo a-bouez bras, ha skouer vat ar gerent en o buhez pemdez ivez ha dreist-holl. Un ene en deus ar bugel. Un deiz e vo treuzkemmet e ene da vezañ damheñvel ouzh Doue da c’hellout arvestiñ outañ fas-ouzh-fas, en e c’hloar. Kement-se a c’hoarvezo mar plij gant Doue, gant ma vezo desket a-zoare gant e dud, Tad ha Mamm, e gatekizerien, hag ar veleien.

250 p. 12O skeudenn chekenn 45 euro franko war anv  EAT, 24 Kergreven 29800 Trelevenez

Bannoù-treset war Santez Tereza vihan a Lisieux

12 € franko evit ur skouerenn, 20 € franko evit div skouerenn

Sklerijenn ar feiz kristen

lumenfidei goloTr. Paol Kalvez, 2015, 87 p. 10 euro franko

diverradur katekiz an iliz katolik

diverradur katekiz an iliz katolik

Katekiz an Iliz katolik (diverradur)

troet gant Job Lec’hvien, beleg

255 pajennad

Priz : 25 € franko ar skouerenn

evit Breizh, Bro-C’hall, Europa hag Amerika.

Kas ho chekenn da EAT

24 Kergreven 29800 Trelevenez –  Breizh – Brittany

Golo 1 in gwenn ha du

Poanioù Spered an Tad Gwazdoue

Romant kentañ Youenn Olier

300 pajennad

Priz : 18,50 € franko ar skouerenn

evit Breizh, Bro-C’hall, Europa hag Amerika.

Kas ho chekenn da Yann MIKAEL

12 straed René Giraud 44130 BLAEN Breizh – Brittany

Hanter-kant vloaz ’zo, war e wele e klinikenn Kerlena Roskov, e skrivas Youenn Olier e romant kentañ, dres d’ar mare ma oa birvilh en Iliz ha ma voe igoret Sened-Meur Vatikan II e Roma.

Ur c’helenner war ar brederouriezh, an Tad Gwazdoue, eo an dudenn bennañ. Kelenn a ra en ur skolaj prevez a Vro-Wened. Kavout a ra dezhañ ez eo dellezek eus ur post-labour gwelloc’h, en ur c’helenndi all, unan a lorc’h, e Pariz da skouer. Mouget e vez dezhañ etre mogerioù uhel ar skolaj-se. Klask a ra an dro da c’hellout ober troioù er-maez eus e skolaj gant e reolennoù strizh a drugarez d’ur … strakell. An Tad Prefed – an Tad Bleiz -, a glasko lakaat e gabestr warnañ…, hag ar soubenn a drenko da vat etre an daou veleg.

War zigarez un romant leun a fent evel m’henn diskouez talbenn al levr e-unan, e taolenn Youenn Olier doare an Iliz d’ar poent-hont, en em gave etre daou ved : hini ar gevredigezh plouezat kristen a viskoazh o tizeriañ, hag hini ar gevredigezh kêrel dizoue, deuet diwar Filozofed an Sklêrijennoù… Diskouez a ra eta penaos edo an Iliz 50 vloaz ‘zo, hag ar c’hemm ez eus bet er bloavezhioù tri-ugent-se.

Poanioù-Spered en deus an Tad Gwazdoue gant e vrokadennoù hag e c’hoantoù bugelel un tamm, dister ha farsus war-un-dro. Gant piv ez aio ar maout, gant ar “Bleiz” pe gant an “Oan” ?…

Skridvarnerezh : http://alennebrezhoneg.wordpress.com/tag/poaniou-spered/

Danevelloù Yann Mikael 15 euro

sellout ouzh Katalog Imbourc’h a-hent all.

Levrioù dre luc’hskeudenn


ENEZ AR VERTUZ

Romant skiant-faltazi Youenn Olier

(heuliad Brave the world Huxley)

Er romant-mañ e c’hoarvez un istor goude un drouziwezh atomek er bed : lakaat ar Breizh da adc’henel, doare ar 16vet kantved, hag ur bed dizenel dindanzouar renet gant Omeur. Liammoù e-leizh ez eus gant istor an Emsav.

700 pajenn. Priz : 40 €  evit an div levrenn + 10 euro mizoù-kas.

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us