Pedenn evit distro skol ar vugale

Mignoned ker

Setu amañ ur bedenn e brezhoneg evit an distro-skol ! Mar plij ganeoc’h, grit bruderezh !Â

Evit pellgargañ an destenn, klikit war eul liamm-mañ : http://www.argedour.bzh/une-priere-en-breton-pour-la-benediction-des-cartables-rentree-scolaire/

A galon

Eflamm Caouissin

Jezuz-krouadur, furnez peurbadus,
Taolitwarnon ho sell
p’ho pedan
da ginnig deoc’h ma labour-skol.

C’hwi eo Aotrou ar skiantoù,
C’hwi eo mammenn pep donezon
ha mammenn an eñvor :
deuit d’am sikour
e-kreiz ma gwanidigezh,
sklerijennit ma spered,
roit din kavout ar wirionez hag ar gouiziegezh,
ma skoazellit e-kreiz ma diaesamantoù.
Roit din ar c’hras da gas da benn gant fealded
ma dever a skoliad
ha tennañ anezhañ ar frouezh gwellañ,
ma kresko va furnez,
evit klod an Aotrou Doue

en ur servijout ma nesañ.
O Jezuz dous ha karantezus,
daskorit din beldez ho kwarnasion
ha va c’hasit war hent an anaoudegezh
hag ivez war hent ar vuhez peurbadus. Amen.

Derou ar bloavezh-skol er Folgoad gant EAT

Evel bep bloaz abaoe 1995 e kinnig EAT un dro-vale a 7 km evit kregiñ mat gant ar bloavezh-skol. Loc’het e vez diouzh chapel Ladouzen (an Dreneg )da 16 eur rik.
En em gavout a reomp er Folgoad a-raok an oferenn vrezhonek, a vez da 18 eur er Scala Sancta. Goude-se e vez pik-niket asamblez..
Ar re a lezo o c’harr-tan e Landouzen a vo kaset du-hont goude an oferenn.

Troioù-lavar e-ser c’hoari Domino

Di sul e oa pardon hollvrezhonek Lokmaze en Dreneg,
aozet gant “Buhez ha Plijadur e Lokmaze”.

Goude e oa kenstrivadeg Domino
Setu aze un nebeut troioù lavar dastumet, da glokaat levr Lossec :
“espernet ‘poa anezhañ” pa welas ne oa ket bet lakaet ar par c’hwec’h en dro a-raok gant unan a c’hoarie domino a-enep dezhañ.
“krouget eo” evit lavarout e oa anat dezhañ e oa paket gantañ unan a c’hoarie domino a-enep dezhañ.

Ivez eo bet klevet :
“ur c’hor eo ar sal-mañ” Tomm-tre eo ar sal.
“un dalc’h en deus bet” chomet eo ur pennadig berr etre daou soñj ‘estamoket” un tammig

 

Herve Catta : Goulennoù Mab-den


Peder levrenn vihan 30 pajennad pep hini, e brezhoneg hag e galleg.

1. War ar marv ;

2. War an horoskopoù ;

3. War istoregezh tudenn Jezuz, hag eñ ez eo Doue ?

4. War an dehandizh (pe an helazhañ, an eutanaziezh)

Daou zoare evit o c'haout : pe dre Briceminister AMAN(levrioù EAT eo a 
vez gwerzhet gant 'levrdier')

pe War eeun : lakaat 4,50 (ar mizou-kas eo, evit ur bennozh Doue emaint)
EAT K/greven 29800 Trelevenez.

 

Ar Banniel LMPT 600m2 e gant Beilherien Karaez

D’ar 07/08/2016 00:50 eo bet skrivetdeomp gant Beilherien Karaez :

Demat !

  • 14 beilher e Karaez di Gwener evit 86vet beilhadeg evit an Tiegezh. Heol a oa war letonenn Kastell Kerampuilh.
  • Trugarez da Katell ha Pierre-Yves evit al luc’hskeudennoù, hag evit ar … banniel ( 600 m² e c’horread) !
    Saludomp 2 veilher nevez, Herve ha Pierre-Yves, deuet espress-kaer diouzh Pont-Goariva !
    Derc’hel a raimp en hon eñvor ar sinoù a vignoniezh niverus a zo bet graet gant an dud war varc’hhouarn, ar joggerien, ar valeerien hag all pa weljont ar banniel bras dic’hortoz !
  • Evit an Natur hag ar Sevenadurezh, gwastet gant tud a fell dezho gwastañ hon dazont, e vo graet hor beilhadeg da zont d’ar :Gwener 26 eost 2016, 20e30 da 22e00
    Leurgêr La Tour d’Auvergne
  • Talomp ouzh ar gevier,
    DALC’HOMP MAT, BEPRED ; ATAV !

Ken ar Gwener c’hwec’h-warn-ugent a viz Eost

Da notiñ : un heklev mat a zo bet war Ar Salon Beige, kentañ blog kristen e Frañs.
http://lesalonbeige.blogs.com/my_weblog/2016/08/la-mani-pour-tous-le-600-d%C3%A9ploy%C3%A9-%C3%A0-carhaix.html