Daskor en deus ezhomm skoazell

Un tiig-embann eo Daskor

embann a ra oberennoù klasel e brezhoneg

e stumm levrioù kempennet brav ha marc’had mat.

Ezhomm en deus da vezañ sikouret :

Roll an 19 levr moullet dija : http://www.daskor.bzh/fr/node/1465

en o zouez adembannadur mestr-oberenn Yann-Bêr Kalloc’h er yezh unvan… “War an daoulin”, evit 8 euro nemetken !

Sikouromp a galon vat an embannadurioù brezhonek.

Dre Kengo e c’heller prenañ ha rakprenañ e oberennoù.

Ne yelo ket EAT da Langoned

Ur c’helou trist eo. Ar gevredigezh “Mignoned ar Brezhoneg“,  aozerien Gouel Broadel ar Brezhoneg, ne anavezont ket o mignoned. Da “Vignoned ar Brezhoneg” e lavaromp ez int faziet : ne fell ket dezho bezañ mignoned ganeomp daoust ma-z omp-ni mignoned d’ar brezhoneg abaoe 1947. Evit ar wech kentañ en istor EAT eta ez eo berzet deomp dor “Gouel Broadel ar Brezhoneg” .

(kendalc’h)

Taolenn niv. 100 Kannadig Imbourc’h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù :

Deuet eo er-maez “Katekiz ar Vugale” : 250 pajennad, 120 skeudenn e liv, ul levr-katekizañ er gêr, aes ober gantañ evit ar gerent. Diazezet eo war ar skeudennoù. E-pad tri bloaz e vo implijet da brientiñ ar bugel evit e Bask kentañ, ar gomunion gentañ. 24,5 euro franko da EAT Kergreven 29800 Trelevenez.

Macron hag an Tiegezh, gant T. Gwilhmod. Tu ebet da votiñ evitañ pa ouzer e sav-lec’h war an Tiegezh. Petra eo gwir meizad ar familh ?

Penndalc’hel eo meizad ar “vroad” evit Breizh, gant Donwal Gwenvenez

Aozerion ar “Bibl Santel”, gant T. Gwilhmod : eil lodenn, diwar-benn Marsel Klerg.

Robert Estienne, Un den dianav eus an Azginivelezh, gant Erle

Ur Galon drugarezus eo Jezuz, gant Youenn Troal (Sarmon evit eil sul Fask, Sul an Drugarez).

Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen (e-touez krafoù all, Evelyne Sullerot, «idiote utile» ar Planning familial, ha burutelladenn levr dastum «Kement-se alato ! Istorioù farsus»…)

Kannadig Imbourc’h 100

errata : ne yelo ket EAT da Langoned (GBB)