Skrivañ dimp, Diskleriadenn, emezelañ

Dindan kement pennad a ya d’ober danvez ar blog e c’heller skrivañ ur ger bennak ; a-benn klokaat ar pennad da skouer.

A-hend-all, evit dont e darempred ganimp, goulenn titouroù, skrivañ traoù hiroc’h  :

Sez : Emglev An Tiegezhioù, 24 Kergreven 29800 Trelevenez 0298251072 POSTEL AMAÑ

Diskleriadenn

Kas war-raok  ur preder dimp hon-unan e brezhoneg hag e diabarzh an Emsav, unan brezhon ha kristen, hogen ar pennadoù ne engouestlont nemet ar re o deus o skrivet.

Anat eo ez eus ezhomm a izili, lennerion ha harperion evit mont en-dro, rak un Emsav a venn Emglev An Tiegezhioù bezañ :

  •  Krediñ a reomp he deus Broad Breizh ur gefridi da seveniñ er bed, evel kumuniezh politikel dibar, evel an holl bobloù a sav o c’hein dre hanterouriezh o emsavioù broadel. Er ster-se hag er ster-se hepken e c’heller ober broadelourion ac’hanomp. Ar vroadelouriezh a zo emskiant an Tiegezh war ur bazenn uheloc’h. Ur striv a zo d’ober : soñjal drezomp hon-unan, reiñ en-dro o ster gwirion d’ar gerioù daoust da levezon hollveliour ar frankvasoned, ar meziennoù sujet, bras ha bihan, hag an dud na glaskont mui ar wirionez war bep tachenn  ;
  • An dispac’h diles nemetañ a zo bet sevenet gant Jezuz-Krist. Abalamour da se e kav dimp n’en deus ket an Emsav da glask ur gelennadurezh all evit Breizh, a rank doujañ da vihanañ ouzh al lezenn naturel.

Bezañ emaomp war hent savidigezh ar gevredigezh vrezhon — ma ‘z eo an Emsav ar bazenn gentañ anezhi — hag e fell dimp krouiñ ur gevredigezh a gloto gwelloc’h da vihanañ ouzh an Aviel eget ar patrom kevredigezh diazezet don e Istor Bro-C’hall.

Nac’hañ a ra ar Stad C’hall hor gwirioù broadel, ha disteurel a ra al lezenn naturel evel diazez ar gevredigezh, pergen gant lezennoù a-enep ar Vuhez (ur gevredigezh “Pro life” eo E.A.T.) . E.A.T. a gemer perzh eta en Emsav broadel Breizh, a-benn adsevel el ledenez-mañ, hervez linenn istorel Breizh, ur gevredigezh doujus ouzh gwirionezioù ar relijion gristen hag ouzh an dud.

Ur soñj war “Skrivañ dimp, Diskleriadenn, emezelañ

  1. Pingback : Kannadig Imbourc’h 85 : Meurzh-Ebrel 2014 | EMGLEV AN TIEGEZHIOÙ

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us