Meneger deizlevrioù Youenn Olier 1945-1966

Setu amañ dindan ur benveg a vo servijus d’ar re a garfe kavout titouroù war an dud hag an aozadurioù a yae d’ober an Emsav etre 1945 ha 1966 : Meneger deizlevrioù Youenn Olier renket hervez urzh al lizherenneg (41 p.).
Levrennoù an deizlevr a c’heller kavout e KDSK Gwened, e levraouegoù-kêr Brest ha Roazhon, er CRBC e Brest, e Levraoueg Penn-ar-bed Kemper, hag e Lefregell Genedlaethol Cymru (Levraoueg Broadel Kembre) en Aberystwyth. Kalz anezho a c’heller pourchas c’hoazh digant Emglev An Tiegezhioù.

Bandenn dreset Santez Tereza da zont

En notenn-mañ e kinnigomp ur vandenn dreset eus buhez skeudennet Santez Tereza Lisieux.

Prest eo an droidigezh : o kempenn ar vaketenn emaomp. E stumm ur vandenn dreset a c’hiz “kozh” eo kinniget, evel embanadurioù Fleurius gwechall.

(skeudenn gentañ) dindan pep skeudenn e vo un destenn verr. Setu eñ evit ar skeudenn gentañ :

“D’an 2 a viz Genver 1873 ez eo goloet kêr vihan Alençon, e Bro Normandi, en un nozvezh yen sklas.
23 eur 30. Ur gouloù divoas a lugern ouzh prenestroù an estaj kentañ, d’an niverenn 36 (deuet da vezañ an niverenn 32 en deiz a hiziv) eus straed Sant Blaise e-lec’h m’emañ Louis ha Zélie Martin o chom. Ur plac’hig ‘zo o paouez bezañ ganet. Honnezh ‘zo kreñv ha yac’h-mat hag ez eo an eizhvet bugel eus un tiegezh ma ne van nemet peder merc’h ennañ : Marie, Pauline, Léonie hag Céline. Thérèse eo an anv a resev, da lavarout eo : Tereza.”

38 pajennad peb a 4 skeudenn enno a ya d’ober ar vuhez skeudennet se, a vo gwerzhet moarvat etre 10 ha 12 euro+ mizoù-kas. N’ouzomp ket, avat, pet skouerenn a vo gwerzhet rak gwerzhet fall eo bet an div oberenn diwezhañ embannet ganeomp : 50 skouerenn evit ar c’hatekiz ha 16 hepken evit Kelc’hlizher HTS Frañsez. Klasket e vo skignañ ivez an oberenn-se dre diez “procure” ‘zo e Breizh Digeriñ a reomp eta ur roll eus an dud a ouestl prenañ anezhi adalek bremañ. mailto:eat

Emañ ar C’hatekiz dindan ar Wask

diverradur katekiz an iliz katolik

Diverradur katekiz an iliz katolik

Abaoe 1943 ne oa ket bet embannet a levr katekiz e brezhoneg. Moullañ a reomp an hini erbedet gant Roma gant Yann-Baol II e 2002 : un diverrañ eus al levr tev “Katekiz an Iliz katolik”.

Al levr-mañ a 254 pajennad, a zo skrivet en ur brezhoneg klasel-tre gant Job Lec’hvien, beleg. Etre ar pennadoù eo bet fellet d’an aozourion kinnig ha displegañ ikonennoù.

Un akt a feiz e dazont ar feiz e-touez ar vrezhonegerion eo an oberenn-mañ, hag ur benveg mat evit donaat e anaoudegezh eus ar feiz en amzer-vremañ.

Kas 22 euro franko da Imbourc’h c/o EAT, Kergreven, 29800 Trelevenez. E Festival al levrioù Karaez e vo kavet e gwerzh e stalig Imbourc’h : 20 euro hep ar mizoù-kas.

Renabl Imbourc’h betek 2005

Setu amañ ul labour gortozet pell a zo gant an dud a fell dezho adkavout pennadoù ‘zo hag oberennoù ‘zo e-barzh ar gelaouenn ez eus bet enni ouzhpenn 400 levrenn.

Renabl-imbourc’h betek 2005.odt

Ar fichennaoueg hir-mañ a zo talvoudus bras da adkavout pennadoù hag oberennoù strewet e niverennoù ha stagadennoù pe levrennoù hep niverenn embannadurioù Imbourc’h betek 2005 : war word pe writer libre-office, klikañ war “embann” ha “kavout”, ha lakaat ur ger bennak. Kelc’houiziek eo Imbourc’h : tri metrad bennak a levrennoù ez eus en holl : ur vengleuz hep he far ! Implij an nozelennoù Ctrl+F

Ar Feiz dre ar Meiz Jil Ewan

Gant dekvet deiz-ha-bloaz tremenvan Jil Ewan (Pêr Even) e lakaomp en linenn ar liamm evit lenn al levr ha fichennaoueg ar c’heriaoueg en doa goveliet a-benn gellout plediñ gant ar skiant uhelañ : ar feizoniezh (ul levr 300 p. deuet er-maez e 2002)

Ur c’hatekiz katolik evit gouroadidi eo Ar Feiz dre ar Meiz [1], savet gant Pêr Even, hag un dibab a-douez ar pennadoù a oa bet moulet e-kerz 30 vloaz er gelaouenn Imbourc’h, un dibab a zo bet graet gant ar skrivagner e-unan dre ma felle dezhañ ober eus e skridoù un oberenn unvan, ha da gentañ dre an urzh en deus roet dezho enni.

“Ar Feiz hag ar Meiz” n’eo, e stumm ebet, un oberenn hiniennel nag a faltazi. Ar feiz reizhkred, hini an Iliz a-viskoazh, en deus fellet da bPêr Even displegañ ha netra ken. Pezh en deus graet ar skrivagner n’eo nemet danzen gerioù , resisañ ma c’halle, a-benn tizhout ar pal-se.

Levr “Ar Feiz dre ar meiz” 

Geriaoueg Feiz ha Meiz.pdf