Imajoù evit ar Bater

File0060

Skeudennoù zo bet moulet ganeomp evit skignañ ar Bater e brezhoneg.
E brezhoneg, galleg ha latin eo kinniget da dizhout a bep seurt tud, pell diouzh an Emsav.
Plegañ a c’heller ar baperenn e doare da ziskouez ar skeudenn da gentañ.
Ma prenit re all e vo un dro evit:
– brudañ ar Bater ;
– brudañ Emglev An Tiegezhioù ;
– sikour ar gevredigezh ;
– kellidañ un tammig hor raktresoù.

6 euro eo evit ur pakad 100 skeudenn ; 10 euro evit 200.
Skrivañ da EAT 24, Kergreven 29800 Trelevenez pe eat@orange.fr

An eskob Le Vert en deus ezhomm ac’hanomp

Mignoned kêr,
da heul an irienn a-enep eskob Kemper ha Leon
eo aozet un emgav dirak porched Sant Kaourintin Kemper
di sul da 15 eur evit souten anezhañ dirak emzalc’h disent ul lodenn eus e gloer hag eus e laiked
a gabrestr framm an eskopti hag a vir ouzh an eskob Le Vert d’ober e labour reneveziñ
en desped d’ar gavailherien eus tuadur an Aotrou eskob Galliot 21 bloaz zo hag a zo bepred an tu kreñv ganto en eskopti.

‘ Benn di sul eta, 15 eur e Kemper,

a-unan ganeoc’h,

Tepod Gwilhmod,
Kadoriad Emglev An Tiegezhioù
Emsav katolik a diegezhioù brezhonek

14 05 12 – Annonce repos.pdf

mgr le vert laot abjean.pdf