Levr ar Profed Jeremia [rubrikenn “Bodad Ar Bibl Santel”]

blobAmañ ar restr eus labour “Bodad Ar Bibl Santel” evit Levr ar Profed Jeremia,
diwar dornskrid Maodez Glanndour, disoc’h e genlabour gant an Aotrou beleg Maoris Ar C’hollo. Diwar ar vammenn c’hresianek eo graet dreist-holl an droidigezh.
Kempennet eo bet un nebeudik da glotañ gant an destenn gefridiel eus an Iliz katolik, an Nova-Vulgata, e latin.

JEREMIA MG.odt

Degemer a ra an SNCF ar Chekennoù brezhonek… pa bouezer warni !

Gwech ha gwech all e vez klevet e vez nac’het ar chekennoù brezhonek gant tud pe aozadurioù ‘zo, evel an SNCF pe Pôle emploi

Choarvezet eo c’hoazh ar miz-mañ gant an SNCF. A-benn ar fin eo bet degemeret ar chekenn ganti.

Mat eo gouzout meur a dra :

1. Aotreet eo sevel chekennoù e brezhoneg
2. Bez ez eus daou di-bank e Breizh a ginnig Chekennaouegoù brezhonek : Kel al labour-douar (hini Penn-ar-Bed) ha Kef Kengredit Breizh (CMB, abaoe ouzhpenn 30 vloaz) http://br.wikipedia.org/wiki/Chekenn_vrezhonek
3. Tu ez eus d’ur c’henwerzhour nac’h bezañ paeet dre chekenn met n’hell ket henn nac’h war an abeg ma vefe skrivet e brezhoneg nemet e vefe lakaet gantañ ur skritell a-wel d’an holl en e stal “Amañ e vez nac’het ar chekennoù brezhonek”.
4. Bez e c’hell unan kavout abeg en ur chekenn vrezhonek dre ma n’eo ket gouest da gompren ar pezh a zo skrivet e lizherennoù. Ret eo neuze respont dezho ez eo ar sifroù an hini a gont dirak ar barner pa c’hoarvez eo disheñvel ar pezh a zo e sifroù e-keñver ar pezh a zo e lizherennoù. http://www.lepoint.fr/chroniqueurs-du-point/laurence-neuer/un-cheque-doit-il-obligatoirement-etre-libelle-en-francais-10-01-2011-128774_56.php
5. An SNCF a veneg en he lizher e ranker sevel “chekennoù gall” : ar brezhoneg a zo ur yezh eus Frañs, koshoc’h eget ar galleg zoken hag anavezet gant ar vonreizh.

Skridoù Yann-Bêr Kalloc’h er yezh unvan [rubrikenn “Studi ar yezh”, lennegezh]

Barzhonegoù Yann-Bêr Kalloc’h  Kalloc’h.odt

Daoust hag eñ e oa mat lakaat er reizhskrivadur a vremañ kaerañ barzhonegoù hor barzh meur Yann-Bêr Kalloc’h ? Ya, a gredan. Souezhet e c’heller bezañ zoken, ne oa ket bet graet al labour-se abaoe keit all. Gwenedour e oa-eñ hag eus un enezenn ouzhpenn-se : se a zo kement ha lavarout ez eo pell a-walc’h e yezh diouzh ar yezh voutin a vremañ. Gwir eo ez eus kemm bras a-wechoù etre ar stumm orin hag ar stumm peurunvan a zo bet dibabet. Graet ‘m eus va seizh gwellañ da stankañ an islonk a gaver a-wechoù.

Pec’hed marvel e vefe seurt embregadenn hervez tud ‘zo. Un arbenn politikel a ranker da reiñ da seurt embregadenn koulskoude. Tonket eo ar rannyezhoù da vont da get ha n’eus ken ‘met ar brezhoneg unvan, hini an Emsav, a vevo, hervez tonkad an Emsav e-unan, pazenn gentañ ar gevredigezh vrezhon a fell dimp sevel el ledenez-mañ. Ret-mat eo diskleriañ fraezh adarre an traoù-se, ma vezint boull evit an holl : an oberenn-mañ n’eo ket graet diwar un amkan yezhoniezhel hogen politikel.

Gouzout a reer e oa war an hevelep kudenn en doa bet Pêr Denez afer ouzh Françoise Morvan a-zivout skridoù Fañch An Uhel, hag a oa bet moulet e ti Al Liamm adalek 1984, ma ne fazian ket, en ur stumm peurunvanaet, ha n’eo ket evel ma oant bet skrivet gant an aozer.

Unan en doa kredet a-raozon lakaat skridoù Yann-Bêr Kalloc’h er yezh peurunvan : Roperzh ar Mason an hini eo1, gant « Pedenn ar Gedour ».

A feur ma ‘m boa staget gant al labour-se em eus merzet ne vije ket tu din kavout un hent etre, unan hag a zoujfe da yezh Kalloc’h hag a vefe komprenadus a-walc’h er yezh voutin. Setu aze perak ez on aet larkoc’h un tammig eget kuzulioù Roperzh ar Mason. Kudenn ar rimoù a chom a-wechoù. Diskoulmet eo bet o reiñ ar stumm eus ar skrid orin hag o lakaat ar stumm peurunvan etre krommelloù.

Merkañ a ranker c’hoazh tri zra :

  • Kalloc’h ne gomze ket tre brezhoneg Groe, a oa toc’hor dija d’ar poent-se. Levezonet eo e vrezhoneg gant hini e vamm a oa genidik eus Lokmikaelig, a gav din ;
  • Fazioù yezh a oa gantañ a-wechoù ha n’int ket bet reizhet e embannadur Dihunamb. Ar roll anezho ‘zo bet graet gant Loeiz Herrieu, a-ziforc’h, p.189-191. Difaziet eo ar skrid a embannomp ;
  • A-wechoù ez eus gerioù goveliet gantañ ha na vezont ket kavet er yezh poblek, na zoken lennek, evel « briel », un anv gwan savet adalek « bri », dougen bri d’un dra pe d’un den bennak.
  • den ebet ne lenn skridoù Shakespeare pe Corneille en o doare-skrivañ eus an amzerioù-hont. E skriturioù an amzer-vremañ ez eo bet treuzskrivet o oberennoù, eveljust !

Lennadenn vat deoc’h enta. Lakait hoc’h ene da dañva ene kizidik hor barzh meur !

T. G.

1 Roperzh Ar Mason .- Le Vannetais Unifié, prononciation Grammaire et Vocabulaire .- Brest, Skridoù Breizh. 1943, 24 p. .- adembannet gant “Hor Yezh” e tro ar bloavezhioù 1990.

Aïta : Disentiñ hag ober met gant fent ha mousc’hoarzh

Biskoazh n’eus ket bet ken nebeut a dud o komz brezhoneg, setu mallus eo ober traoù efedus ha buan: setu penaos e oa bet savet Stourm ar Brezhoneg er bloavezhioù 1980 ha diwezhatoc’h e bloavezhioù 2000 ar strollad Aï’ta. Met ma ra Stourm ar Brezhoneg an traoù dre guzh, eo un doare flashmob zo dibabet gant Aï’ta: T-shirtoù oranjez, a-well d’an holl, ha d’ar mediaoù: disentiñ hag ober met gant fent hag ar mousc’hoarzh… Ur sell war an istor hiziv-an-deiz gant filmoù berr ha diviz da heul gant stourmerien Aï’ta.

Abadenn e brezhoneg kinniget gant Gorre ha Goueled e Oaled Sant Erwan, hent Rostivieg, e Loperc’hed d’ar Yaou 25 a viz Ebrell da 18eur30. Digoust.

sab-aita.pdf

Brezhonegerion e luskad ar “Printemps Français”

 

Naoned, d'ar sadorn 14 a viz Ebrel

Naoned, d’ar sadorn 14 a viz Ebrel

 

http://www.facebook.com/pages/Printemps-Fran%C3%A7ais-Rennes-Roazhon/106952249502771

http://www.ar-gedour-mag.com/archive/2013/04/06/lorient-cortege-nuptial-pour-soutenir-le-mariage.html

E Gwened http://lesalonbeige.blogs.com/my_weblog/2013/04/vannes-dit-non-%C3%A0-la-d%C3%A9naturation-du-mariage.html

 

Manifestadegoù ez eus bet d’ar merc’her 17 a viz Ebrel e Sant-Brieg, e ti-gar Roazhon, e Gwened, e Kemper. En Naoned eo d’ar yaou 18 : “Manif-roulettes”… Re all a vo er sizhunioù da zont. Ur c’harr-boutin a vo aozet gant EAT evit hini ar 26 a viz Mae e Pariz.

Renabl USB ABV Unvaniezh Speredel Breizh & Ar Bedenn evit ar Vro

Amañ e kavor ur renabl eus ar follennoù liesskrivet a veze kaset da izili an daou aozadur-se gant Madalen da Saint Pons (Benead) ha Maodez Glanndour. Gant an diell-mañ e c’heller dizoleiñ pe adkavout pennadoù talvoudus bras evit ar vrezhonegerion gristen. diouzh ma vezo goulennet e vo klasket skannañ pennadoù ho pefe c’hoant da lenn diwar skouerennoù levraoueg EAT Unvaniezh speredl Breizh hag Ar Bedenn evit ar Vro :

USB ABV – Renabl pennadoù Unvaniezh Speredel Breizh hag Ar Bedenn evit ar Vro