E brezhoneg en iliz Landi a-benn ar Sul 11 a viz Kerzu, da deir eur abardaez.
… na vez gwelet nemet e Béziers. Ni hor bez se en hor c’hêrioù.
Un tammig enklask am eus graet war derou un enskrivadur brezhonek hir a-walc’h am boa damlennet e deroù miz Du, a-us da zor chapel bered Penn-ar-C’hrann, o vont er-maez eus an Oferenn zivyezhek a vez en iliz-parrez-se, kaer-meurbet, bep sul kentañ ar mizioù ampar.
E niverenn brizius eus Gwalarn, 144-145 1942 a ro disoc’h un enklask war an enskrivadurioù brezhonek e Breizh-izel. Ne gavis roud ebet. Dre internet e kavis, avat, ha setu-eñ, deiziadet eus 1594 :
CHAPELL DA SA(NT) ITROP/ HA KARNEL DAR LAK(A)T ESQ(E)RN AN POPL.
Da lavarout eo «Chapel da sant Eutrop, ha karnel da lakaat eskern ar Bobl».
Enoret bras e oa bet Sant Eutrop er pemzekvet kantved dre ma oa deuet a-benn Aotrou Rozampoull e Plougonven da gaout ur «vulenn» kant devezh induljañs digant ar Pab evit e chapel Sant Eutrop… Neuze e kaver roud eus ar sant e Penmarc’h, Lokorn, Bodmeur, Roznoen, ha neuze Penn-ar-C’hrann, daoust ma voet tennet kuit buan eus Goueler eskopti Kemper dre ma oa ur «sant estren».
Perak e voe gouestlet da Sant Itrop pe Eutrop ? Marteze ez eus aze ul liamm gant irienn ar Brotestaned e Frañs rak gwreg Aotrou Rozampoull a oa eus Kêr Saintes e lec’h e oa bet eñ gouarnour, ur gêr m’emañ enni iliz-veur Sant Eutrop, a zo bet difennet start gant ar gristenien chomet feal d’ar Pab, just a-walc’h. Ar gehelerezh da Sant eutrop a vefe bet, evit Aotrou Penn-Ar-C’hrann un doare da enebiñ ouzh an disivouderien brotestant. Pevar bloaz goude savedigezh ar chapel, e voe Skrid An Naoned gant ar roue Henry IV, e 1598.
Piv a savas ar chapel-se ? D’ar poent-hont, Aotrou kastell «Le Chef du Bois», «Penn-ar-C’hrann» a oa an Aotrou Kêrsulguen a Gêrlozreg. Bez edo e montroù Parrez Plouziri e 1534. Yec’hann, bet ganet war-dro 1558 a voe moarvat an hini a lakaas ar chapel da sevel. Pennhêrez Penn-ar-C’hrann a zimezas gant Frañsez Ar Gonideg a Gêrbizien1. Karc’hariet e voe e Karaez e-pad an Dispac’h, hag he c’hoar vihan, an Itron a Lezgwern a hêrezas.
Tra rouez-tre e Frañs, ez eo chomet perc’henniezh ar chapel da aotrou ar barrez, ha n’emañ c’hoazh evit bremañ na d’ar gomun, na d’ar barrez, met da berc’henned ar c’hastell.
N’eus ket kalz a enskrivadurioù kozh e yezh ar bobl e ilizoù Breizh-izel. Un dra a zo heverk eo e vezont kavet stankoc’h e tolead Landerne : e Trelaouenan, er Merzher-Salaün, war chapel Sant Drien Plougastell hag e Penn-ar-C’hrann eta. Me ‘laka an dra-se war gont ar binvidigezh a oa er vro a-drugarez d’al lin, etre daouarn un nebeud tiegezhioù diwar ar maez, anvet ar “Juloded”, o deveze ouzhpenn-se nebeut a vugale, hag a zimeze etrezo. Se en deus devoudet war ur rummad a vrezhonegerien en o aes n’o doa ket dilezet ar yezh evit kelou-se p’o deus dalc’het da chom war ar maez, e-lec’h e chomas ar brezhoneg roue war an dachenn betek ar Brezel bras.
T. G.
1Hevelep tiegezh, met a bell-tre hag hor yezhadurour meur, a oa eus ar skourr Ar Gonideg a Gêrdaniel.
O Mari, gouloù-deiz ar bed nevez,
Mamm ar re vev, gouestlañ a reomp deoc’h kaoz ar vuhez :
O Mamm,
Sellit ouzh an niver divent a vugale
na lezer ket anezho donet er bed.
Sellit ouzh ar baourien o deus diaezamantoù da vevañ.
Sellit ouzh an dud a c’houzañv, gwasket gant taerded garv.
Sellit ouzh ar re gozh hag ar re glañv lazhet dre zigasted, pe gant truez lorbus.
Ra vezo gouest ar re a gred en ho Mab da embann uhel Aviel ar vuhez
d’an dud a-vremañ, gant karantez ha gwirionez.
Roit dezho ar c’hras d’e zegemer evel un donezon bepred nevez.
Roit dezho al levenez d’e lidañ gant grad-vat a-hed o buhez,
roit dezho ar galon evit reiñ testeni anezhañ gant nerzh-kalon,
‘vit ma vo savet gant an holl dud a volontez vat sevenadur ar garantez hag ar wirionez,
evit meuleudi ha gloar an Doue Krouer a gar ar vuhez.
Pedenn tennet eus lizher-meur an Tad santel Yann-Baol II : Evangelium vitæ
bet troet gant Uisant ar Rouz evit AR GEDOUR
gant Turiav Ar Menteg. Gerioù pennañ an doueoniezh zo lakaet ha despizet amañ e brezhoneg evit ar wech kentañ moarvat : Doueoniezh, lidouriezh, Biblouriezh…
15,5 x 22 ktm, 452 p.,
22 € franko : An Treizher
17, bali ar Marn – 22200 Gwengamp.
Barr-avel, le blog du nationalisme breton
Lec'hienn embannadurioù "Ar Gouloù Gwenn"
"Tost-tost ouzhit emañ Komz Doue, ez kenoù emañ, hag ez kalon, ma seveni anezhi." (Adl 30, 14)
Traouigoù diwar-benn ar verdeadurezh a-genwerzh
Un digarez de skriù Brezhoneg
bed ar faltazi
(pe un tammig nebeutoc'h)
Breizh dieub ha sokialour
Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez.