Kannadig Imbourc’h 85 : Meurzh-Ebrel 2014

kannadig imbourch

Ra lennor AMAÑ perak ez eo mat paeañ e skodenn-vloaz da EAT a-benn bezañ ezel. Reiñ a ra ivez ar gwir da resev ar C’hannadig diabarzh-mañ war baper, dre ar post.

Taolenn niv. 85 Kannadig Imbourc’h, kelaouenn hon Emglev :

– Krimea, Kosovo hag all… : Kensturiennoù ? gant Donwal Gwenvenez ;
– Petra eo spered “Feiz ha Breizh” heuliad ha dibenn, gant T. Gwilhmod ;
– An araokaat hag ar galloud, gant Olavo de Carvalho, tr. Ewan Delanoy ;
– Mari e eured Kana, gant Youenn Troal, beleg, ha Yann Mikael ;
– Un tamm lec’hanvadurezh e Bro-Naoned : toull ha krann, gant Yann Mikael ;
– Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen ;
– Oberiantizoù hon Emglev, pergen embannidigezh “Diverradur Katekiz an Iliz katolik” da rakprenañ a-raok an 10 a viz Mae.

 

Lennadenn vat deoc’h ! : Kannadig 58-85

Kenskrivit !

Lun Fask Koad Kev 2014

Evit ar wech kentañ abaoe 50 vloaz  eo bet lidet an Oferenn er stumm dreist-ordinal, evel ma rae an Aotrou Perrot. Un tregont bennak a fideled a oa, amzer vrav hag un aergelc’h mat etre an dud, unanet gant o azaouez ouzh an aotrou beleg Perrot, abostol Feiz ha Breizh hag o c’harantez ouzh Breizh hag an Aotrou Doue.

Stalig EAT a zo bet dispaket. Nebeut a werzh avat, hogen un draig bennak bepred.

ImageImage

Allelouia, Allelouia, bev eo Jezuz !

Lidet hon eus banvez an oan,

gwisket ganimp dilhad gwenn-kann,

goude tremen dre ar Mor Ruz,

kanomp trec’h hor Roue Jezuz.

Rak e gorf sakr en deus profet,

war aoter ar Groaz venniget,

evidomp-ni, dre e wad o vont,

emañ buhez Doue o tont.

Jezuz, hor Pask hag hor rener,

hor magadur hag hor Salver,

puridigezh hon eneoù,

bara dinamm hon eneoù.

Profadenn sakr ‘vidomp lazhet,

ganeoc’h an Ifern ‘zo trec’het,

diskaret galloud an Ankou

ha dimp rentet gloar an Neñvoù.

Ar C’hrist a lamm eus ar poull-bez,

trec’h d’an Ifern e red er-maez,

o vountañ ‘n diaoul er chadennoù,

oc’h addigeriñ an Neñvoù.

Bezit d’ar speredoù, Jezuz,

levenez ar Pask peurbadus,

ha pa ‘z omp d’ar Pask adganet,

ouzh ho trec’h-lid ra vimp staget.

Bezet ar c’hloar deoc’h-C’hwi Jezuz,

trec’h d’ar marv oc’h holl-skedus,

gant an Tad hag ar Spered Glann,

‘hed ar c’hantvedoù dizehan, Amen.

(diwar 'Ad cenam Agni providi',
meulgan gousperoù Sul Fask,
Liderezh an eurioù, eil levrenn, p. 438,
 tr. P. Kalvez)

Oferenn Lun Fask Koad-Kev

Evel boaz e vo lidet un oferenn e chapel Itron Varia Koad Kev Skrigneg d’al lun Fask da zont, 21 a viz Ebrel da deiz eur goude merenn (15 eur).

Koad-Kev

Ar bloaz-mañ e vo lidet er stumm dreist-ordinal, da lavarout eo e latin, war-bouez ar brezegenn a vo e brezhoneg, gant ar beleg Anton Ar Barzh. Warlene ne oa ket bet a oferenn.
Ar wech kentañ e vo ar bloaz-mañ, abaoe 50 vloaz, ma vo lidet eno an Oferenn en doare dreist-ordinal.
Ar wech kentañ e vo ivez aboae keit all ma vezo distaget ur brezegenn e brezhoneg en un Oferenn e latin.

Gant holl vignoned Lun Fask Koad Kev e c’hello izili Emglev An Tiegezhioù en em gavout
en deiz-se evit pediñ evit hor c’henvroiz o deus gouestlet un tamm eus o buhez d’ar vro a oa bet fiziet enno gant Doue.
Lod ac’hanomp a c’hello en em gavout er Groaz Yann-Vari-Perrot diouzh ar beure: emgavda  10e :plasenn bourk Skrigneg (an aesañ-toud evit ar re a zeu evit ar wech kentañ. N’o devo goude nemet heuliañ an dud all. Eil lec’h-emgav: 10e30 e-tal ar groaz ruz a verk al lec’h ma oa bet lazhet an Aotrou Perrot. N’eo ket Ar Groaz Ruz, hag a zo ur geriadenn vihan war an hent Bolazeg-Karaez. Just a-walc’h emañ kroaz an Aotrou Perrot war an hent a gas eus Bouk Skrigneg da-gaout Ar Groaz Ruz, ur c’hilometr pe zaou a-raok Ar Groaz Ruz.  Goude-se e vezer boaz da zebriñ war a-dreñv chapel IV Koad-Kev, e ti mari-Glazur, pe neuze en un ti debriñ.