Dastum kantikoù brezhonek ar parrezioù a zo a-bouez dre m’emañ an hengounioù relijiel o kaozhañ dre holl e Breizh.
Talvoudus int e meur a geñver, en o zouez :
– ar boued speredel a gaver enno ha n’eo ket dister alies ;
– ar yezh, a zo dre ret tost da hini ar c’hornad ;
– istor ar barrez (amañ ez eus anv eus ur c’hloc’h kozh, eus adsavidigezh an iliz-parrez, eus gizioù an dud, eus ar pardon a veze, eus ar feunteun hag all, hag all…)
Kantik Itron Varia ar Joa Penn-ar-C’hrann
Enoret e vez I.V. ar Joa en iliz-parrez, hag ivez, ur c’hilometr hanter alese er gevred, tost da Logelloù e-lec’h ez eus ul lec’h-pediñ e-kichen ur feunteun.
War don Rumengol e vez kanet ar c’hantik pezh a ziskouez ez eo bet savet nevezik zo,. N’omp ket deuet a-benn da adkavout levr orin ar follenn-se pajenn 93-94, na petra a sinifi an niverenn 109.
Titouroù diwar lenn ar c’hantik :
– trede koublad : adsavet eo bet an iliz a oa brasoc’h gwechall. E kreiz ar seitekvet kantved. Met e dibenn ar c’hantved-se e 1696 ez eo bet tangwallet , hag adarre e vo taget gant ar c’hurun e 1718.*
– “Enni ur c’hloc’h a seizh kant vloaz” Merket eo warnañ 1365. E tro 1965 e vefe bet savet ar c’hantik eta. hogen moarvat abretoc’h : e-tro ar bloavezhioù 45-50 moarvat, diouzh doare moullañ follenn ar c’hantik. Kavet eo bet evel follenn diroget ul levr kantikoù all en ul levr kantikou eus ar barrez eus 1961
– 7vet koublad “ho trogenn c’hlas”. War an uhel emañ an iliz, met ar feunteun a zo en un dorgenn.
– 9vet : “causa nostrae laetitiae”. Ac’hano moarvat an anvad “IV ar Joa”d l e Levenez/laetitiae.
– 10 vet : anv eus ar feunteun ha da betra eo bet savet : evit ar mammoù “Gras da vagañ o bugale / ha d’o sevel hervez Doue”.
Amañ e kavor ur renabl eus an tolead etre ar Faou ha Landerne war boent ar brezhoneg.
Seurt renabloù a c’hell bezañ talvoudus evit reiñ muioc’h a vuhez d’ar yezh en tolead.
Setu amañ ul lec’hienn dispar evit ar vugale, bet kempennet gant A. Montfort eus An Drouizig.
E brezhoneg e c’heller ober gantañ. Fonnus eo an danvezioù meret gant al lec’hienn.
Amañ kavot muioc’h a ditouroù hag aze : http://www.drouizig.org/index.php/fr/educatif/193-gcompris-1109-e-brezhoneg Evit pellgargañ : http://gcompris.net/index-fr.html
Sur ho po plijadur gant ho pugale !
“Memento homo qui pulchris es et in pulverem reverteris !”
(Dalc’h soñj, mab-den, ez out poultrenn, hag e tistroi da boultrenn)
Amzer ar C’horaiz, un amzer a bedenn, a binijenn hag a aluzon, da zistreiñ en hor c’hreizon,
da gempenn hon diabarzh
a-benn degemer ar Garantez Diharz.
Taolenn niv. 84 (Genver-c’hwevrer 2014)
Prederiadennoù a-zivout emsavadeg ar “Bonedoù Ruz”, gant Donwal Gwenvenez ;
70vet Deiz-ha-bloaz marv an Aotrou Perrot – Petra eo Spered “Feiz ha Breizh”, gant Tepod Gwilhmod ;
E-sigur Huxley ha “Brave New World”, gant Olavo de Carvalho, tr. gant Ewan Delanoy ;
Levenez war-lerc’h anken, gant Youenn Troal, beleg, ha Yann Mikael ;
Anna Vreizh e levr Nikolaz Makiavell “Ar Priñs”, gant Tiernvael ;
Notennoù diwar an darvoudoù gant Y. Maneguen
Oberiantizoù EAT, lennadurioù, kemennoù.
Pellgargañ amañ : Kannadig 84 b
Barr-avel, le blog du nationalisme breton
Lec'hienn embannadurioù "Ar Gouloù Gwenn"
"Tost-tost ouzhit emañ Komz Doue, ez kenoù emañ, hag ez kalon, ma seveni anezhi." (Adl 30, 14)
Traouigoù diwar-benn ar verdeadurezh a-genwerzh
Un digarez de skriù Brezhoneg
bed ar faltazi
(pe un tammig nebeutoc'h)
Breizh dieub ha sokialour
Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez.