Manif evit an Holl ar Chandelour e Pariz

Aet eo un nebeut izili eus Emglev An Tiegezhioù (E.A.T.) da Bariz da vanifestiñ adarre a-enep da bolikikerezh ar gouarnamant gall war dachenn an Tiegezhioù (klikañ amañ evit gwelout al luc’hskeudennoù a oa bet graet bloaz ‘zo e miz Genver).

Dreist-holl e oa en taol-se evit diskleriañ fraezh e tistaolomp lezenn Taubira a zigor ar gwir da eurediñ en ti-kêr evit ar pared heñvel o rev.

Bez e oa ivez evit disteurel groñs ivez ar raktresoù evit ar PMA-GPA hag ivez an helazhezrezh a zo holl war ar stern ha prientet gant al logelloù frank-vason a Bariz.

DSCN2878 DSCN3985 DSCN3987 DSCN3988 DSCN3989 DSCN3990 DSCN3991 DSCN3992 DSCN3993 DSCN3994 DSCN3995 DSCN3996 DSCN3998 DSCN4011 DSCN4010

Ouzhpenn-se eo bet klemmet ivez a-enep d’ar taolioù ganas a-enep ensavadur an tiegezh :

– Lein ar “Quotient familial” a zo bet izelaet, pezh a dalv d’an tiegezhioù paeañ muioc’h a dailhoù war ar c’horvoder ;

– anv a zo gant dilennidi ‘zo da lemel kit ar Quotient Familial e-unan  ;

– ret e vo hiviziken paeañ tailhoù war an adc’hopr dek dre gant a leve ouzhpenn evit an tadoù ha mammoù a diegezhioù tri bugel hag ouzhpenn ;

– klemm a-enep emell ar Stad e aozidigezh diabarzh an tiegezhioù pe fell dezhi rediañ an tadoù da gemer ehanoù pa c’hoarvez ur ganedigezh… Daoust hag eñ e c’hell un tad reiñ bronn d’ur bugel ???

– lakaat war evezh an dud ouzh itrikerezh dizehan ensavadurioù Unvaniezh Europa a glask reoliañ e plas ar Stadoù (afer Estrella, hag unan all da zont…)

– Traoù all c’hoazh, evel ideologiezh ar Gender a zo lakaet da dalvezout tamm-ha-tamm er skolioù…

DSCN3985 DSCN3970DSCN3993 DSCN3992 DSCN3991 DSCN3990 DSCN3989DSCN3956 DSCN3955DSCN3949

Lakaat amañ un astenn d'ar pennad a-us